J. Maisonneuve, 1898  (p. 82-90)



ANN OFERN WENN
————


Ho-man zo eunn dra erru mad
Etre Landreger ha Langoat ;

Ken gwir erruet ann dra-man
Hag eman en env sant Ervoan.

Ha diwall zo ouz ann ifern
D’ann hini diskaz ann ofern,

Hep hi c’hana ’pad he vue :
Eur wech maro renko neuze.


————

D’eunn nozvez eta eur mevier
Dre Lok-Mikel oa ’vond d’ar ger.


Daouzek tol anter-noz skoaz :
Hag hen dalc’het war ann hent braz,

’Vit-han en hent na wele den ;
Nemet kleve tud o tremen,

Pa daou ha daou, pe tri ha tri,
O tond euz garden Minic’hi.

A Na gir etre ann ineo.
Gand peb-unan oa eur golo.

Adren d’ar bale binniget,
E giz eur manac’h dilerc’het

Deue eur c’hloaregig en gwenn,
’Vel da oela pleget he benn ;

’Vit laret he ofern gentan
Me chans deue gand ar re-man.

Burzuduz vije da welet,
Evel eunn oter kempennet

D’ann oviso kaner out-hi,
Sant-Mikel neuze ’lugerni,


Lugernuz ann tour tro-war-dro,
Ar c’hloarek ’vel m’oe et eno.

Hag eur burzud all az oa c’hoaz
Ann ineo war ann hent braz,

Peb-hini gand he c’holo gwenn,
Evit chelaou ann oferen.


————

Sav eta, sav, awelik-noz,
Da gas beteg ar baradoz,

Evel pedenno ann ele,
Ar c’hlemgan a deu alese,

Peden ha klemgan pinijen
Evid ar c’hloareg en anken ;

Rak ar re padjont evit-han
En ho bue, ’ra c’hoaz breman :

D’ar re garet a chom ato
Ha koun ha keun dreist ar maro.

Hag ann awelik-noz neuze
Evel ann ogro a gane


Uz d’ar golo, pe ’vel ar groz,
Hep ho mouga, ann awel—noz.

Ha goude ken burzuduz all
Vije da glevout en noz dall

Endro d’ann tour o c’houl digor,
’Vel ouz eul lestr, eunn evnik-mor ;

Ter gwech oe klevet, en noz-ze,
Klemm ar goulm-mor a darnije ;

Evel kloc’h-gelw d’ann ofern-bred :
Introïbo, — lare bepred...


————

’Deio warlerc’h, eur baleer
Goule gant sakrist Landreger :

— Evit petra, ter noz a zo,
Eman ar c’hleier ’vond endro ?

’Vid eunn tan—gwall e marteze ?
— Evid danve eur belek e,

Et d’ar bed all hep ofernian,
A vrall ar c’hleier ho-unan.


Ha na gave ket eur c’holist
D’he ovis, eme ar sakrist,

Nemed eur mevier, en hent don,
Ar pec’hed marvel ’n he galon.

Siouaz ! ’vit Ronan e, maro
Arok belegia ’n he vro... —


————

Mar d’eo erruet kement—ze,
Ra frealzo ’nn Otro Doue !