Ann Aotro ar C’hont

(Adkaset eus Ann aotro ar c’hont)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Aotrou ar C’hont.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 4-22)
Ann aotro ar c’hont Janet ar Wern  ►



ANN AOTRO AR C’HONT.
GWES KENTA.
________


I


   Ann aotro ’r c’hont hag he briet
Iaouankik mad ’zo dimezet ;

   Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nao miz gwillioudet.

   ’N aotro ar c’hont a c’houlenne
Euz he briet, un deiz a oe :

   — Ma friet, d’in-me lavaret
Petra digan-in c’hoantaët ? —

   — Un tam kig glujar pe kig gad
A c’houlennann, dimeus ar c’hoad. —

   An aotro ’r c’hont, p’hen euz klewet,
En he fuzul ez eo krôget,

   En he fuzul ez eo krôget,
Da ober ur bale eo et.

   E-bars ar c’hoad p’eo antreet,
Kornandonez gant-han digwet :

   — Deiz-mad d’ac’h-c’hui, aotro ar c’hont,
Me oa pell-zo ’klask ho rankontr ;

   Brema p’am eûz ho rankontret,
Eureuji d’in-me a renkfet. —

   — Eureuji d’ac’h-c’hui na rinn ket,
Rag me ’zo newez-dimezet ;

   Rag me ’zo newez-dimezet,
Ma groeg ’n noz-ma gwillioudet. —

   — Daoust d’ac’h pe verwell ’dann tri de,
Pe chomm seiz bloas war ho kwele ;

   Merwell endann ann tri de-man,
Pe chomm seiz bloas war h’ kwele klan. —

   — Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz bloas war ma gwele ;

   Rag ma groegik a zo iaouank,
’Defe ganin kalz nec’hamant. —


II


   Ann aotro ar c’hont a lare
D’he vamm, er ger pa arrue :


   — Ma mamm ’gret-c’hui me gwele d’inn,
Bikenn an-ez-han na zavinn! —

   — Ma mab ker, d’in-me lavaret,
Petra gant-oc’h ’zo arruet? —

   — O chaseal er c’hoad on bet,
Ur Gornandonez ’zo digwet,

   Hag a deuz d’in-me lavaret
Eureuji d’ez-hi vije red. —

   — Ma mabik, d’in-me lavaret
Petra dez-hi ’c’h euz respontet? —

   — Hag am euz d’ez-hi respontet :
Eureuji d’ec’h me na rinn ket,

   Rag me ’zo newez-dimezet,
Ma groeg ’n noz-ma gwillioudet.

   ’R Gornandonez, pa deuz klewet,
D’in-me neuze deuz lavaret : —

   — Daoust d’ac’h pe verwell ’dann tri de,
Pe seiz vloas klanv war ho kwele. —

   — Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz bloas war ma gwele,

   Rag ma groegik a zo iaouank
Defe ganin kalz nec’hamant. —

   Ma mammik paour, mar am c’haret,
Euz ma friet n’anzavfet ket;

   Euz ma friet n’anzavfet ket,
Ken ’vo euz hi gwele savet. —


III


   Itron ar c’hont a c’houlenne
Digant hi mam-gaer en de-se:

   — A zo gant ma friet digwet,
Pa na deu-han ket d’am gwelet? —

   — Da chaseal d’ar c’hoad eo et,
Er ger n’eo ket c’hoas arruet;

   Et eo da chaseal d’ar c’hoad,
Da glask d’ac’h un draïk bennag. —

   Itron ar c’hont a c’houlenne,
Euz hi mitijenn en deiz-se :

   — Ma mitijenn, d’in-me laret,
Gant ar mewelienn ’zo digwet?


   Petra gant-ez a zo digwet,
Na ma oelont-hi ken dourek? —

   — O touran ar c’hezek int bet,
Ar marc’h gwella ho deuz beuzet. —

   — Laret d’ez-he na oelfont ket,
Pa vinn iac’h, re all ’vo prenet. —

   Itron ar c’hont a c’houlenne
Euz hi mitijenn en deiz se:

   — Ma mitijenn d’in-me laret,
Petra ganac’h ’zo c’hoarvezet?

   Petra ’zo ganac’h c’hoarvezet
Na ma oelet-c’hui ken dourek? —

   — O kanna ’r c’houez ez omp bet,
Linseliou gant ann dour ’zo et. —

   — Ma mitijenn, na oelet ket,
Pa vinn iac’h, re-all ’vezo gret. —

   Itron ar c’hont a c’houlenne
Euz hi mitijenn en deiz-se:

   — Petra ’zo newez en ti-ma,
Ma ’ma ’r veleïnn o kana? —

   — Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marwet;

   Hag a zo en noz-ma marwet,
Ha fete ’vezo douaret. —

   Itron ar c’hont a c’houlenne
Digant hi mam-gaer en deiz-se:

   — Pere dillad a wiskinn-me
’Wit monet d’ann iliz, fete? —

   — ’Ma gant ’r groagez iaouank ar c’hiz
Em wiska ’n du d’vont d’ann iliz. —

   Itron ar c’hont a c’houlenne
bars ann iliz pa arrue:

   — Piou ’zo ’dann ma skabel douaret,
Ann douar ’zo newez mesket? —

   — Beta-henn am euz d’ac’h kuzet,
Hen ober pelloc’h n’hellan ket:

   Hen ober pelloc’h n’hellan ket:
Ho priet ’zo ase douaret! —


   Itron ar c’hont pa deuz klewet,
Raktal d’ann douar ’zo zemplet ;

   Raktal d’ann douar ’z eo zemplet,
Ha war al lec’h ez e marwet!


Kanet gant ar paour dall GARANDEL.
lezhanvet Kompagnon-dall.
Plouaret, 1844.

________


ANN AOTRO NANN.
EIL GWES.
________


I


   Ann aotro Nann hag he briet
Iaouankik flamm ’zo dimezet;

   Iaouankik flamm int dimezet,
Un’ daouzek vloas, un-all trizek :

   Iaouankik flamm int dimezet,
Iaouankik flamm dispartiet.


II


   Ann aotro ar c’hont a lare
Na d’he briet, un deiz a oë :

   — Brema pa ’z oc’h gwillioudet,
Petra ’c’hoantaët, ma friet ?

   Un tam kefelek, un tam iar,
Pe c’hoas un tamik kig glujar?

   — Un tam kefelek, mar karet,
Penamed ho poan, ma friet. —

   ’N aotrou ar c’hont, p’hen euz klewet.
En he fuzul a zo kroget;

   En he fuzul ez e kroget,
Da chaseal d’ar c’hoad eo et.

   Ebars ar c’hoad p’e digwezet,
Ur gornandonez ’n euz kavet :

   — Deiz-mad d’ac’h-c’hui, aotro ar c’hont,
Me ’zo pell-zo ’klask ho rankontr ;


   Brema, p’am euz ho rankontret,
Ma eureuji a vezo red ;

   Pe ma eureuji promptamant,
Pe reï d’in ma buset[1] arc’hant ;

   Pe c’hoas merwell endann tri de,
Pe chomm seiz vloas war ho kwele ;

   Pe chomm seiz vloas war ho kwele,
Ha merwel neuze koulsgoude !

   — ’Wit ho eureuji na rinn ket,
Me ’zo dimet hag eureujet ;

   Me ’zo dimet hag eureujet,
Bet eur mab bihan d’am friet.

   Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz vloas war ma gwele ;

   ’Wit chomm seiz vloas war ma gwele,
Ha merwel neuze koulsgoude! —


III


   ’N Aotro ar c’hont a lavare
D’he vamm, er ger pa arrue ;

   — Ma mammik gret ma gwele eaz
Rag me ’m euz bet ur gwall-dewez ;

   O chaseal er c’hoad ’z on bet
’R gornandonez am euz kavet ;

   ’R gornandonez am euz kavet,
Ha vel-henn d’in deuz-hi laret: —

   Pe hi eureuji promptamant,
Pe rei d’ei hi buset arc’hant ;

   Pe c’hoas merwell endann tri de,
Pe chomm seiz vloas war ma gwele ;

   Pe chomm seiz vloas war ma gwele,
Ha merwel neuze koulsgoude.

   Me vezo maro ’benn tri de,
Hag ’vo beziet ar beware.

   Ma mammik paour, mar am c’haret,
N’anzavet ket euz ma friet,

   N’anzavet ket euz ma friet,
Ken a vo bet purifiet.


IV


   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, un deiz a oe:

   — Petra ’newez ’zo en ti-ma,
Me gleo ’r mewelienn o oela? —

   — Gwella marc’h ’oa er marchosi
’Zo bet debret gant ar bleizdi. —

   — Laret d’ez-he na oelfont ket,
Me denno akord ma friet. —

   Ar gontez iaouank ’c’houlenne,
Euz hi mitijenn en de-se:

   — Perag m’eo dibrenn ho koeffou,
N’eo ket en defaot a spilhou,

   Euz ar foar vraz a Landreger
Digasset ’m boa d’ac’h peb a viller? —

   — Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marwet;

   Hag a zo en noz-ma marwet,
Dougenn he ganvo ’zo dleet. —

   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër c’hoas en de-se:

   — Petra ’zo newez en ti-ma,
Me gleo beleïenn o kana?

   — Ur paour aman ’oa repuet,
Hag a zo en noz-ma marwet;

   Hag a zo en noz-ma marwet,
Hen bezia brema vezo red.

   — Lavaret d’ez-he kana ge,
Me ’m euz arc’hant, hag a rei d’e. —

   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, c’hoas en de-se:

   — Pe-lec’h e manet ma friet?
Na deu ket pelloc’h d’am gwelet;

   Na deu ket pelloc’h d’am gwelet.
Ha kustum ez oa da donet.

   — Terrubl, ma merc’h, e ho klewet;
Ha c’hui n’oc’h ket purifiet. —


   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, c’hoas en de-se :

   — Pe dillad a wiskinn brema,
’Wit monet da burifia ?

   Un habit gwenn, pe ma broget,
Ma c’hotillonenn violet ?

   — Un habit dû, euz ar gaera,
Ma merc’h wit mont d’ burifia. —

   Ar gontez iaouank a lare
En hi skabell pa zaouline :

   — Petra ’zo newez c’hoarveset,
P’eo ma skabell en du gwisket ?

   P’eo ma skabell en du gwisket,
’M euz aoun e maro ma friet !

   — Nac’h pelloc’h ouzoc’h n’hellan ket,
Aze eo beziet ho priet ! —

   — Dalet, mam-gaër, ma alc’houeou,
Lakit-ewez euz ar madou ;

   Lakit ober er-vad d’am mab,
Me chommo ama gant he dad ! —


Kanet gant ma mamm
Rosali AR GAC.
Kerarborn, 1848.

________


ANN AOTRO AR C’HONT.
TERVET GWES.
________


I


   Ann aotro ’r c’hont hag he bried
Iaouankik-mad ’zo dimezet ;

   Iaouankik-mad int dimezet,
Un’ daouzek vloas, un’ all trizek ;

   Un’ daouzek vloas, un’ all trizek,
Ur mab-bihan ’benn pevarzek.


   Ann aotro ’r c’hont a c’houlenne
Digant he bried, un dez oe :

   — Ma fried paour, d’in-me laret
Petra diganin c’hoantaet ;

   Petra diganin gafec’h mad,
P’oc’h euz ganet d’in-me ur mab ?

   Daoust ez eo dec’h-c’hui pe gik-gad,
Pe gik-glujar…… [2]

   — Gwell ’ve ganin kik kefelek,
Penamet ho poan, ma fried. —

   Ann aotro ’r chont, vel ma klewas,
Pront en he fuzul a grogas ;

   Pront en he fuzul eo kroget,
Etrezeg ar c’hoad ez eo et.

   Ebars ar c’hoad p’eo erruet,
’R gornandonez ’n euz rankontret :

   — Na demad dide, aotro ’r c’hont.
Me oa pell-zo ’klask da rankontr :

   Brema, p’am euz da rankontret,
Ma eureuji a vo did red.

   Daoust did pe eureuji d’in-me,
Pe chomm seiz vloas war da wele…… —

   — Eureuji dec’h na hallann ket,
Ma fried ’zo newez wilioudet. —

   — Pe chomm seiz vloas war da wele,
Pe c’hoas merwell endann tri de. —

   — Gwell ’ganin merwell ’dann tri de,
Wit chomm seiz vloas war ma gwele,

   Rag ma fried a zo iaouank,
Da chomm seiz vloas en nec’hamant ! —


II


   Ann aotro ’r c’hont a lavare
Er ger, d’he vamm, pa errue :

   — Ma mammik paour, mar am c’haret,
Ma gwele d’in-me a aozfet ;

   Mar hen aozet, hen aozet aes,
Rag ma c’halonik ’zo diaes :

   Me a ia bars ma gwele klan,
Birwikenn ’nn ez-han na zavan ;


   Birvikenn ’nn ez han na zavan,
Nemet ur wes, d’am lienna. —

   — Tawet, ma mab, na oelet ket,
Kement ve klan na varvont ket. —

   — Ebars ar c’hoad p’on erruet,
’R gornandonez ’m euz rankontret ;

   Hag a deuz d’in-me lavaret
Penaos renkjenn hi c’homerret ;

   Pe chomm seiz vloas war ma gwele,
Pe c’hoas merwel endann tri de :

   Ha ma fried a zo iaouank
Da chomm seiz vloas en nec’hamant

   Ma mammik paour, mar am c’haret,
Euz ma fried n’anzaofet ket. —


III


   Ar gontez iaouank c’houlenne
Euz hi mammik paour, un de oe :

   — Petra zo newez en ti-ma
Ma oel ’r vitijenn er giz-ma ? —

   — O kanna kouez ez int bet,
Ul linsell-voan ho deuz kollet. —

   — Laret d’ez-he na oelfont ket,
Linselliou ’walc’h vezo kavet;

   Me ’m euz aour, me am euz arc’hant,
Am bo linselliou, p’am bo c’hoant :

   Ann aotro ’r c’hont ’zo un den mad,
Me gomzo oud-han deread. —

   Ar Gontez iaouank ’c’houlenne
Digant hi mamm c’hoas, ann de-se :

   — Petra ’zo newez en ti-ma,
Ma oel ’r mewelienn, er giz-ma ? —

   — Ar gwella marc’h oa en ti-ma
’N euz toret he c’houg en de-ma.

   — Laret d’ez-he na oelfont ket,
Kezek a-walc’h vezo kavet

   Me ’m euz aour, me am euz arc’hant,
Hag am bo kezek, p’am bo c’hoant ;

   Ann aotro ’r c’hont ’zo un den mad.
Me gomzo oud-han deread. —

   Ar gontez iaouank c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :


   — Ma mammik paour, d’in lavaret,
Ma fried pelec’h eo chommet ?

   Pelec’h eo chommet ma fried,
Pa na zeu ket ken d’am gwelet ? —

   — Et ez eo duze da Baris,
Dont ’rei d’ar ger, p’hen do avis. —

   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :

   — Petra ’zo newez en ti-ma,
Pa gan ’r veleïenn er giz-ma ? —

   — Ur paour bihan hon euz lojet,
A zo en noz-ma tremenet. —

   — Laret d’ez-he kana bepred,
Arc’hant a-walc’h vezo kavet ;

   Me ’m euz arc’hant, me am euz aour,
Awalc’h wit douari ur paour. —

   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas ann de-se ;

   — Petra ’zo newez en ti-ma,
P’am gwisker en du, er giz-ma ? —

   — Dreama, ma merc’h ’man ar c’hiz
Ia ’r groagez en du dann iliz ;

   Hag ez aint en du, pe en gwenn,
Wit lakad binniga ho fenn. —

   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :

   — Petra ’zo newez er bourk-ma,
Pa ’ma skabel ma fried ama ? —

   — Hirra ’m euz gallet ’m euz kuzet ;
Ho pried paour ’zo tremenet ! —

   — Dalet, mamm-gaer, ma alc’houezou.
Ha grit er-vad euz ma madou ;

   Ha grit er-vad war-dro ma mab.
Me chommo ama gant he dad ! —


Kanet gant Marie RAHER.
Duault.


─────────

  1. Je ne connais ce mot buset. Je présume qu’il est là pour ma fouez, et je traduis par mon poids.
  2. Le vers est incomplet.