Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/An daou dort.


KONTADENNO AR BOPL EN BREIZ-IZEL.


————
ANN DAOU DORT.


————


Iez Treger.


————


Ur wez a oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag a oant mignoned ho daou. Kemenerrienn a oant ho daou, ha bemdez ec’h eent da labourad d’ann tiegezo war-ar-mez, pep-hini en he du. Un noz, pa oa Nonnig o tistrei euz he dewez, divezad un tammig, digwêt en lann Penn-ar-Roc’ho, a klewas mouezigo o kana evelhenn :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

— Daoust piou a zo o kana evel-se ? — a laras en-han he-unan. Hag a tostaas, goustadig. Sklezr a oa al loar, hag a welas ann danserrienn-noz, pere a zo kornandoned, krog dorn-euz-dorn, o tansal en kelc’h hag o kana. Unan a gane a-rok :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Hag ar re-all holl a gane war he lerc’h :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Ha na larent memet se. Nonnig hen defoa klewet aliez komz euz ann Danserrienn-Noz, met biskoaz n’hen defoa gwelet ann-he, hag a em guzaz dreg ur roc’hel ewit sellet out-he. Met gwelet a oe prestig, ha tapet en kreiz ar c’helc’h. Hag hi neuze da dansal ha da drei en-dro d’ehan, ha da gana waze wit biskoaz :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

Ha da laret da Nonnig : — Deus da dansal ganimp iwe !

Nonnig na oa ket ur potr aounig, hag ac’h eaz en danz ; ha setu-han da drei ha da gana gant-he :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

— Ha goude ? a laras ; gwal-vezr eo ho sôn.

— Na euz kén, — a larjont d’ehan.

— Penoz na euz kén ? Perag na laret ket iwe :

Ha dizio ha digwener ?

— Ia a-vad ! a larjont holl, — se a zo brao kaer. Hag hi da gana neuze :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio ha digwener !

Ha da vont en-dro, en-dro ! — Pa c’hoantaas Nonnig mont-kuit, a larjont ann eil da egile :

— Petra a rofomp d’ann den-ma, ewit bea hirret ha braoet hon zòn ?

— Ann dra a garo ; arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe bea didortet.

— Mar karet ma didorta a-vad, a laras Nonnig, na c’houlennan kén diganac’h.

Ha kerkent a oe lemet he dort d’ehan, hag a tistroas d’ar gèr skanv hag eeun, a zoken ur potr koant.

Ann dewarlerc’h, pa welas he vignon Gabig anehan, a oe souezet.

— Petra ? emehan…, hag a selle euz he gein…, ha da dort ?

— Et-kuit, — evel ma weles.

— Penoz eo c’hoarvezet kement-se ?

Hag a kontas d’ehan evel ma oa c’hoarveet ann dra.

— Ah ! me aio iwe en-bezr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet ann danserrien noz.

Hag a reaz evel ma hen defoa laret. Pa arruas bars al lannek, a oa are ar c’hornandoned o tansal hag o kana :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

A gane unan da genta, — hag ar re-all war he lerc’h :

Ha dizio, ha digwener !

Hag a troënt, hag a lampent ! — Gabig a dostaas, hag a larjont d’ehan ;

— Deus da dansal ganimp iwe !

Ha setu Gabig dorn-euz-dorn gant-he, ha da dansal, ha da gana evel-t-he :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio, ha digwener !

— Ha goude ?… a laras.

— Na euz kén ; petra, c’hui a oar c’hoaz ?

—Ia da !

— Oh ! larit eta, larit eta !

Ha disadorn, ha disul !

— Oh ! se na eo ket mad ! se na junt ket ! hon zonig a oa koant-kaer a-rok, ha na eo kén brema ! Petra a vo gret d’ehan ?

— Lakaad d’ehan tort egile, — a laras unan.

— Ia, ia, lakaad tort egile war ec’h hini.

Hag a oe peget tort Nonnig d’ehan war ec’h hini, hag a tistroas d’ar ger drouk en-han ha mezuz braz, m’ho ped da gredi.

Hag evel-se, ar peurest he vuhe, a renkas dougen daou vec’h, ec’h hini hag hini he gamarad.[1]

Dastummet en Plouaret gant F.-M. Ann Huel.
  1. — Dans la version de ce conte publiée par M. Corentin Tranois dans la Revue de Bretagne (1833 — tome II — page 109) sous le titre de : Histoire de Coulommer et de Guilchand, — le second tailleur bossu, Guilchand, demande le trésor laissé par son confrère qui, dédaignant l’or et l’argent qu’on lui offrait, avait préféré se voir enlever sa bosse. On ajoute la bosse de Coulommer à la sienne. Selon la tradition rapportée par M. Tranois, — « ces malins démons (les kornikaned, — qu’on appelle kornandoned dans le pays de Tréguier), — « sont condamnés par une puissance inconnue à une longue pénitence. Un mot de plus de la bouche de Guilchand allait y mettre fin pour toujours. En ajoutant à la chanson de Coulommer — disadorn ha disul, — il aurait dû dire encore tout de suite : - setu echu ar zun. — un autre, plus heureux, proféra ces paroles, — par hasard sans doute, - et aussitôt la danse infernale cessa, et depuis ce temps les kornikaned n’ont pas paru dans la vallée de Goël. » — Dans notre version, c’est pour avoir péché contre les lois de la versification, — le rhythme et la rime, que le second bossu paraît avoir été puni. —