Ann deillen zeac’h


Ann deillen zeac’h


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1903


ANN DEILLEN ZEAC’H


————

Distak dioc’h ar vezen
Deillennik keaz melen
Da beleac’h ez es-te ?
N’ouzoun. Eur barr arne
En deuz fraillet, torret,
Brevet ha diskaret
Enn eun taol ann derven
A ioa oc’h va dougen
Abaoue ann deiz-ze
Ez oun du-ma du-ze
Euz ar grec’hen d’ar c’hoad.
Ann ezen, ar gaouad,
Va c’has ha va distro
Gant he alan edro ;
Morse ne ehanann ;
Gant an avel ez ann,
Hep herzel, nag harpa,
El leac’h ma ’z a pep tra
El leac’h ma ’z a ’r gened
Ar iaouankiz, ar sked
Ann den braz, pinvidik,
Ar paour keaz reuzeudik
Ar roue hag ar merer
Tud ha traou en eur ger.


Gabriel MILIN.