Ann delienn bod-roz


Ann delienn bod-roz


skrivet gant Gab Milin


1872



ANN DELIENN BOD-ROZ

————



Ann delienn dro gant ann avel,
Koz eo hag evlene ganet ;
Kaloun ar Barz ne d-eo hevel,
Hag hoc’h hini, muia karet ?

Tri labouz hag a zo bihan
E-kreiz ar c’hoad ra kaer ho neiz,
Kevoad int hag ho zri unan :
Madelez, Karantez ha Feiz.

Selaou ’r galoun, kredi ’nezhi,
A gass da Zoue ne fazi ket.
Kaera heol c’hellfe goulaoui
Zo ene Barz, muia karet.

Kalet ar vein, ar mor zo doun,
Ar glao vez efet gant ann douar ;
Anken a sko enn eur galoun
Ne d-eo karet gant nep he c’har.

Blench ann halek a zo gwenn-kann
Ha c’houek d’ar bodik ar c’hlizenn ;
Ar verc’h a gar, denn nerz pep poan
O trei he c’haloun oc’h ann den.


Mad etouez kant, muia-karet,
’Vel eur bod-roz e roez c’houez-vad ;
Bodik roz, ous Barz glac’haret
Tro da galoun, tro da lagad !

Lavar eur ger trugarezuz
D’ar Barz as kar ker kalounek ;
Lavar, mar d-oud karantezuz,
Ha selaou he gan anaoudek.

Kan ar Barz, va guir vignounez,
A nij alc’houeder d’ann envou,
Da skuill ac’hano levenez
Ha karantez er c’halounou.

Ar bed n’oar petra he ene
Ha pegen dudiuz he delenn ;
Er bed. mignounez, ha te ve
Gant peb avel o trei, delienn ?