Ann diou Vreiz


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Diwar Les deux Bretagnes gant S. Ropartz
Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867




ANN DIOU VREIZ,

Cantate traduite en vers bretons par M. LE JEAN.

————

Da welout bredeur d’e-hoc’h c’houi a zired a-bell,
Komzid d’e-omp euz ar vro a oe d’hon tud Kavel ?
Ha penaoz e kavit-hu hor Vreiz-ni ker karet
Daousd hag hi a vez henvel out bro ar Vretouned ?


D’ho koajou leun a drouz iskiz
Ar mor hag hen ra eur c’houriz ?
Ann avel hag hen oar choueza
Er valaneg evel ama ?
 
Hag hen weleur er goumoulen
Skeudennou gwenn ar stourmerien ?
Hag en Weleur o vousc’hoarzin
Er vrumen Arzur ha Marzin ?


Hag enn ho pro
Bleizi-garo
Er vrugegou a red ?
Ha pa vez noz,
Sioul, dre ar roz,
C’houi wel kannerezed ?


Ebarz el lann melen ho pro
Ar c’horriged a dro enn dro ?
 
Klevoud a eeur o wigoura
Kar ann ankou kriz o tuta ?


Ha c’houi d’hon tadou koz a ro bepred enor
Ha bez a zo mein-hir zoun enn ho lannegou ?
Bez hoc’h eus taoliou-mein ledan evel ar mor ?
Seul-vui bruded ann dud, seul-vui braz ho beziou !
 
Brud vad d’ho tiegez, mar mirit holl ebarz
Digemer mad d’ar paour hag ar zul penn da benn.
Hogen mez d’ho keariou, pa na vez stourm na c’harz,
Mar kerz ar yaouankis araog ar pennou gwenn.

Da welout bredeur d’e-hoc’h c’houi a zired a-bell
Komzid d’e-omp euz ar vro a oe d’hon tud kavel
He penaoz e kavit-hu hor Vreiz-ni ker karet
Daousd hag hi a vez henvel out bro ar Vretouned ?


Dre vil hoc’h euz-hu chapellou
Ha d’ezho eunn tour huel
Brouded vel dantelezennou
Da gas kan ar c’hloc’h a bell ?
Bez hoc’h euz kalz a oueliou kaer,
Lidou patronn ho tadou ;
Ha da zevel ar pennou ter,
Bez hoc’h euz gwir bardonniou ?
 
Er pardonniou braz, ar baotred
O deuz nerz ha rogentez ;
Eno e chas ann oll verc’hed
War c’hounid ar vraventez !
Ha goude, paotr ha plac’h enn dro,
a drid gand ar biniou,
Ha deiz ann eureud pa zeuio
Pardoun d’-eomp c’hoaz, ha iou !

 
D’ann hevelep iez eo c’hoaz hor c’homziou
A dreuz ar mor doun, skear en em glevomp
Ann hevelep kleo, war dreaz hon aochou
A gar askana kemend a ganomp.


Hor c’haloun drant, komzomp ’ta
Iez ar Vreiziz brema.
Bretouned Saoz, Bretouned C’hall,
Dilezomp ann holl ieziou all
Hor c’haloun drant, komzomp ’ta
Iez ar Vreiziz brema.

Karomp ann hini goz c’hoaz,
Hi guz eunn tenzor braz ;
Ann hini iaouank a zo koant
Evel eur stereden arc’hant.
Kemend a sked ne-ked aour,
Karomp ann hini baour !


————