Ann Otro Doue r’en deo true
Deuz eur pec’her paour ; — Otro Doue !
Euz ann oabl splann ’goueo ar stered
’Vel ma c’halon zo bet distaget :
Rag evid ar wechik diveza
Am euz gwelet ann hini gaera
Ann hini gaera barz ar bed-man,
Na welinn ken ann hini garann ;
Evel eur men-be ha iennoc’h oe
Pad’ruille ’nn daero kreiz ma ine.
Ha na c’houlenned gan-in, tud vad,
Na c’houlenned pebez kalonad :
Hi ann holl gened digant Doue
’Deuz bet, me nemed ar garante.
Kaled ann disparti, kenavo !
Rag ann den milliget a endro
Al louarn tennet dre skuil he wad,
Ha me vin heuliet gant ma huanad.
Kichen ar vered oann o tremen,
Klemm ar c’hleier o vransall glevenn :
Bugale, d’am c’herent kez larfed
Tenna ma skabel euz ann oaled ;
E toull ho dor eur bod ivin glaz
Evid ann hini a kuit, siouaz !
Ha benn eur pennad al licher wenn.
D’am holl c’henvreudeur rafed zoken,
Rafed ma c’himiad ’vel d’am c’herent,
Bugale o c’hoari oar ann hent.
Pell vinn emez ; pa vinn da distro,
Bihan ha braz, hag hi vo’maro.
|