Ann tour plom


dastumet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1867



ANN TOUR PLOM


————


Kenta welaz ann tan enn tour plom
E voe eur bugel oc’h ar vronn,
A lavaraz da Gemperiz :
« Ema ann tan enn hoc’h iliz,
» Ema ann tan enn daou goste,
» Siouaz e-kreiz ema ive. »


Kriz vije ’r galon na welche
Enn iliz Kemper neb vije,
O welet ar zent, ar zentezed
Deuet holl enn dro d’ar vered ;
N’en deuz manet hini enn-hi,
Nemet ar groaz, Doue out-hi,
Eunn tan skrijuz enn dro d’ezhi.


————

Kriz vije ’r galon na welche,
E porched Kemper neb vije
O welet ar Werc’hez Vari
O rankout dont er meaz he zi,
Kroaz ha baniel enn dro d’ezhi.


————

Kriz vije ’r galon na welche,
E porched Kemper neb vije,
0 welet eur beleg ha tregont
Hag hi holl oc’h en em respont,
Da c’hout p’hini ann desketa
A binche enn tour da genta ;
Person Kemper eo ann hardia,
Hen a bign enn tour da genta.


Person Kemper a lavare
Hag enn tour na dre ma pigne :
« Ann tour n’euz den ’vit mont enn-ha,
» Gant ’r plom bervet o tivera ;
» E leac’h ma kouez leski a ra.
» Ema ’an ærouant war bek ann tour,
» Ema eno evel eur skoul,
» Ema hen ru evel ar gwad,
» Strinka ra tan he zaoulagad. »


————

Person Kemper a c’houlenne
Oc’h ann ærouant p’her konjure :
« — Petra glaskez war-dro va zi,
» Me ne d-ann war-dro da hini ? »
« — Da iliz a zo intrediet
» Gant eur plac’h fall ha daou gloarek,
» E kampr ann tour, noz Nedelek. »


————

Person Kemper a lavare
D’ann ærouant p’her konjure :
« — Ærouant, d’in-me leveret,
» Petra lavar ar Brofeded ? »
« — Miret oc’h ar zonerien da zon,
» Digas e Kemper ar mision
» Prezeget gant ’nn eskop breton.
» Kenta lazo ann tan enn tour plom
» Vo bara segal ha leaz bronn,
» Leaz divronn eur verc’h triouec’h vla,
» N’oufet biken kaouet gwel tra. »