Anna Tregidi
Al laboused a oa aet d’o c’hlud er rozioù hag an eskell-kroc’hen a gammigelle el liorzhoù o teñvalaat. An avel c’hoañv a c’hwezhe en draonienn skarnilet. Kildreiñ a rae en ur voudal e kevioù ar mengleuzioù dilabour, hag, ur wech an amzer, e trouze du-mañ du-hont, e-tal an toulloù, atredoù o tisac’hañ.
Eus an draonienn, an avel a bigne a gaouadoù dre an hent don betek Kerunkun, hag a groze er gwez ivin a waskede war an dorgenn ti Berc’hed Tregidi.
Berc’hed, azezet e-tal an oaled, a oa o tebriñ he c’hoan. Kavout a rae divlaz an avaloù-douar poazhet en dour, hag, etre daou begad, ec’h astenne ’us d’an tan o vervel he daouarn pistiget gant ar gozhni, ha kroget enno ar gurud. Gant ur skirienn e pismige an tan el ludu, ha gant elfennoù o sevel e lugerne war ur biz gwalenn arc’hant an intañvez.
Berc’hed Tregidi a baskas an aval-douar diwezhañ d’he c’hazh louet, a oa o rodal hag o viaoual en he c’hichen, hag a leunias a zour ar gastolodenn gramennet. Ne oa ket en imor da adc’hwezhañ an tan na da skaotañ, en noz-se. Sellout a rae ouzh un etev-tan o vervel hag oc’h adkregiñ tro-ha-tro gant ar c’haouadoù avel o tiskenn dre ar siminal, hag e selaoue. Hogen, ne selaoue ket an avel o yudal er gwez ivin pe o roc’hal er siminal, hag ingal oa dezhi gwelout an tan o vervel goustad war an oaled. N’edo ket he soñj e Kerunkun ; en he merc’h Anna ne lavaran ket.
Yaouankizoù o doa c’hoarzhet er-maez. Berc’hed a roas buan un taol skub d’an oaled hag a savas.
— Deuit tre ! emezi, pa glevas e voe skoet war werenn ar prenestr.
An nor a droas gant storlok war he mudurun goad. Ur paotrig hag ur plac’h yaouank a zeuas e-barzh an ti.
— Noz vat, moereb ! emezo, laouen.
— Noz vat ! Ne oan ket ouzh ho kortoz henozh, gant ur seurt amzer fall.
— O, moereb, eme an nizez, yac’h omp dre c’hras Doue, hag an amzer fall ne ra ket aon dimp. Ken buan avat, ne vijemp ket deut, pe gentoc’h, n’hor bije ket gallet dont. Uheloc’hik, du-se, e red an dour en hent evel ur stêr. Ret eo bet dimp dont a-dreuz prad ar stivell, hag eno Jobig a zo bet darbet dezhañ bezañ sebeliet el lagenn.
Jobig a c’hoarzhas.
— Betek va c’hof-kar, moereb, on aet e-kreiz ar flibouz.
— Paour-kaezh Jobig ! Diwall da gouezhañ klañv en ur bakañ yenijenn gant an amzer galet-se.
— Eurüsamant Jobig a zo kalet ivez ouzh ar c’hleñved, eme e c’hoar. Nemet furoc’h e vefe dezhañ, memes tra, diwiskañ e loeroù ha tommañ e dreid ouzh an tan.
— Un tan dister, va bugaligoù. Me a zo o vont da adc’hwezhañ anezhañ ha d’ober un tantad gant treujennoù lann.
— Ne dalvez ket ar buan, moereb, Jobig a dommo brav-tre e dreid hag a sec’ho e loeroù ouzh mein klouar an oaled. Gouzout a rit, Jobig n’eo ket kizidik.
— Gwell a se !… gwell a se !… ha chañs dezhañ da chom atav yac’h… Kemend-all a dud klañv a zo war an douar !
— D’an nebeutañ, moereb, c’hwi n’oc’h ket gwall-glañv hag ho pistigoù hag ho remm a dremeno pa dremeno ar goañv.
— Emichañs e tremenint pa zeuio an amzer gaer ? Nemet Anna an hini eo a zo kouezhet klañv !…
— A !
— Ya, Anna a zo klañv, ha marteze gwall-glañv. Ul lizher am eus bet, daou zevezh zo, digant ur vignonez dezhi evit degas din ar c’heloù. C’hoant am boa skrivañ da Anna diouzhtu ha lavarout dezhi dont d’ar gêr, nemet, dalc’het gant ar remm, ne oan ket evit mont d’ho kavout da Bennavern. Eürusamant, en abardaez-mañ on diskennet betek ar vengleuz vras hag on degouezhet gant ho mamm a oa eno o kannañ. Lavarout a ris dezhi em boa ezhomm skrivañ ul lizher. Diaes avat e kaven reiñ da c’houzout d’ar c’hannerezed all da biv ha da belec’h.
— Anna an hini a zo klañv !… a lavaras an nizez.
— Siwazh !
— Anna, va brasañ kamaladez !
— O ! ya, Anna a oa ur verc’h vat ! Hag he doa ur galon ken tener !
— Gwall-glañv eo, moereb ?
— Ne oar ket unan. Ne oa ket displeget war al lizher. Aon am eus evelato… Kemend-all a gleñvedoù a zo en amzer hiziv er c’hêrioù bras ! Hag hi aet eus ar gêr, un nebeut bloavezhioù zo, ken yac’h ha ken livrin !
E-pad m’edo e c’hoar o skrivañ al lizher, Jobig a domme e dreid hag a floure gant palv e zorn blevenn ar c’hazh louet moredet war an oaled klouar.
— Petra vo lakaet dezhi, moereb ?
— Va merc’hig, c’hwi oar kenkoulz ha me. Livirit dezhi dont d’ar gêr diouzhtu. Petra vo lakaet dezhi c’hoazh, peogwir en em gavo dizale en-dro ?… Eo, un dra ouzhpenn. C’hwi oar moarvat pegement e koust an tren ?…
Hep gortoz ar respont an intañvez a savas eus taol en ur gammañ hag en ur glemm gant ar remm, hag a zigoras hec’h armel. Lakaat a reas un nebeut bilhedoù el lizher.
— Emichañs ne gousto ket muioc’h, emezi war he fouez.
Skrivet e oa al lizher. Ar plac’h yaouank hag he breurig o doa kemeret en-dro hent Pennavern. An noz a oa teñval hag en hent don a ziskenn betek ar mengleuzioù ne wele ket unan ur berad. Ne c’hoarzhent mui evel p’edont o tont da Gerunkun. Nizez Verc’hed a oa bet doaniet gant ar c’heloù fall. Kerzhout a rae, aonik ha dilavar, he dorn krog e dorn he breur. D’an disterañ trouz tost dezhi, en hent pe war ar c’hleuz gant ar boutadoù avel, e rae ul lamm he c’halon hag e krene evel ma kleve sinadoù… En draonienn, ur sklerijennig a zaskrene war dour morlivet ar vengleuz vras gant al loar o parañ etre div goumoulenn. Ur vilzig a nijas diouzh an halegoù gant ur c’hwitelladenn skiltr, hag a bignas er c’hoad ! He skeud a dremenas war an dour sklerijennet.
— Greomp tro ! a lavaras ar c’hoar.
Ha kentoc’h eget tremen e-biou d’ar vengleuz vras evit kemer ar wenodenn e prad ar stivell, e kavas gwelloc’h ober un dro bell dre waremmeier Penn-an-Aod.
Berc’hed Tregidi a oa azezet dirak hec’h oaled. Serret e oa he daoulagad ha kroaziet he daouarn war he barlenn. He muzelloù a fiñve. Abaoe ur sizhun ne c’helle mui Berc’hed penndaoulinañ evit he fedennoù noz.
Devezhioù goude, e tegouezhas Anna Tregidi er gêr. Gwall-livet e oa, ha kastizet ma oa un druez he gwelout, hag ur paz divalav he c’hrigne hep ehan, ma rae droug he c’hlevout.
— ’M eus aon oc’h gwall-glañv, a lavaras dezhi he mamm. Penaos n’hoc’h eus ket soñjet dont abretoc’h d’ar gêr ?
— N’on ket klañv, a responte Anna, nemet skuizh marteze.
— N’oc’h ket klañv ? Siwazh ! N’it ket da lavarout an dra-se, va merc’hig paour ! Kollet eo ho liv hag ho korf a zo aet da relegenn ! Hag ouzhpenn ne rit nemet pasaat.
— Ar paz a dremeno, mamm.
— N’em eus ket fiziañs.
— Pa lavaran deoc’h n’on ket klañv ha ne santan droug ebet.
— Sur oc’h dalc’het en un tu bennak en ho korf.
— Arsa, mamm.
Berc’hed Tregidi, dirak imor fall he merc’h pa veze komzet dezhi eus kleñvedoù, a dave hag a waske war he glac’har.
Devezhioù, sizhunvezhioù a dremenas… Anna a yae bemdez war semplaat.
Ar vamm a alie he merc’h.
— Ret e vefe mont da welout ar medisin, Anna.
— Bet on ouzh e welout e Pariz.
— Ha petra en deus lavaret deoc’h ?
— Lavaret en deus din ne oan ket klañv, nemet skuizh ha dinerzhet, hag em boa ezhomm repoziñ.
— Hennezh n’oa ket neuze ur medisin mat.
— Hennezh, mamm, a zo ur medisin bras.
— Ar vedisined vras, va merc’h, ne sellont ket spis ouzh kleñvedoù ar re baour.
— Kement-se, mamm, pa lavaran deoc’h n’on ket klañv, hag ar medisin…
Anna a chomas berr war he c’homzoù gant ar paz o washaat.
Ar goañv a oa tremenet hag an nevez-amzer a vleunias el liorzhoù en-dro da Gerunkun. Yec’hed ar verc’h ne wellae ket.
Anna Tregidi ne oa ket evit labourat na zoken skoazellañ he mamm war-dro an ti. Un deiz, p’oa aet da walc’hiñ er vengleuz vras, e-kreiz ledañ he dilhad kannet, e voe savet ar gwad en he fenn hag e kouezhas war ar c’hlazenn, semplet.
Hogen ne blije ket dezhi chom en ti penn-ouzh-penn gant he mamm. Ober a rae baleadennoù el liorzhoù. Buan avat en em gave skuizh, hag ec’h azeze en ur c’horn bennak war al leton e diavaez an holl zarempredoù. Berc’hed, o treuziñ al liorzh, a zegouezhas dezhi, un deiz, gwelout anezhi o ouelañ.
Anna a chomas war he gwele.
Ur voereb deut d’he gwelout a lavaras da Verc’hed :
— Pec’hed eo chom hep mont da glask ar medisin.
Berc’hed Tregidi a santas neuze ur samm war he c’houstiañs.
Antronoz, goude he darempredoù mintin war-dro an ti, Berc’hed, diboaniet eus he remm, a wiskas he dilhad-sul. Anna, otivorediñ, a sellas dre werzhidoù he gwele.
— Da belec’h ez it hiziv, mamm ?
— Da Gastellin, Anna.
— Da Gastellin ?
— Da glask ar medisin.
— O ! n’it ket, mamm. N’it ket ! N’it ket !… Me bareo… Ne fell ket din kaout medisin war va zro. Me a bareo, mamm. N’it ket !…
— Ar medisin, Anna, a zegaso ar pare buanoc’h.
— Mamm !… Mamm !…
Berc’hed ne sentas ket ouzh he merc’h.
War he gwele, Anna a zifronke.
Estrenvanet ha laouen e oa kalon Berc’hed Tregidi en ur vont da Gastellin. Biskoazh moarvat n’he doa gwelet ken kaer an heol o parañ war letonenn an hent, hag e kave e oa ar wech kentañ dezhi klevout al laboused o kanañ. Dirak koad al Luzeg e chomas ur pennadig da gomz gant ar miliner diwar-benn an amzer glouar hag ar mintin glas…
Ne oa ket aet c’hoazh he mamm betek Sant Kouli ma savas Anna diwar he gwele. Gwiskañ a reas ivez he dilhad-sul, hag e tiskennas dre an hent don a gas d’ar vengleuz vras.
Ur mintinvezh, e savas ur c’horf war c’horre an dour, er penn pellañ eus ar vengleuz vras. Ar mouilc’hi a c’hwitelle, e-kichen, er bodennoù haleg, ha falc’herien a dregerne o youc’hadennoù e foenneg ar stivell.
Hogen, maouezed Kerunkun a lavare o doa gwelet Anna Tregidi o lammat er stêr Avon evit en em zistrujañ. Hini ebet avat ne gredas rannañ komz diwar-benn he c’hleñved, gant aon da bec’hiñ dirak Doue.