Ar « 26 » o storlokat !

Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913  (p. 24-25)


XI. — Ar « 26 » o storlokat !


An infirmierezed a dremen e kuz kalz amzer o c’hoari pe o varvailhat en eur zal e leac’h ne deu nemet eun hekleo dister eus klemmou Katellig Kerheol, dilezet gant ar vedisined, ne c’hellont gant o holl gwiziegez kaout pare ebet eviti.

Eun nosvez, ar plac’h keaz a dremenas, hep gouzout dare da zen, hep beleg ivez eta, siouaz ! da walc’hi he ene, d’hen lakaat e doare vat da vont dirak ar Barner !… N'he doa gwelet na kar na par epad ar pemzek dez leun oa bet er c’hlanv-di.

N’eo ket en hevelep giz
E tremener en hor Breiz !
[1]

Antronoz, ar vedisined oc’h ober o zro vintin a welas dioc’htu oa maro, hag a lavaras meurbet dizeblant :

— Eur maro !

Enterret e oe ar paour kez Katellig hep kroaz na beleg, e bered Montmartre. Ma ’z afec’h di da glask he bez, ho pefe labour klask, ha c’hoaz n’her c’havfec’h ket, rak skrid ebet na lavarfe d’eoc’h piou a zo douaret el leac’h m’ema.

Ha setu petra c’hoarvez, siouaz ! gant eun darn vras eus ar merc’hed yaouank diwar ar meaz a ya da glask fortun da Bariz !

  1. Diwar galleg Brizeux.