L. Prud’homme, 1817  (p. 90-93)


Eus ar Beden.

Ar beden a so un antretien eus ar c’hrouadur gant e Grouer, ur sao eus an ine bete Doue evit en meuli, e adori, e drugarecat, goulen e c’hraço en ur offr dezàn on phersonaich, on mado, on obero, on foanio ; en ur exposi dezàn on ezomo, evit obteni e c’hraço. Pemp sort peden so : adori, meuli, trugarecat, goulen hac offr ; ar pez a eller da ober a c’heno hac a galon assambles, pe a galon epquen, en public pe en particulier. Ar sacrifiç adorabl eus an Oferen a gompren assambles ar pemp sort peden.

Ret eo pedi, eme on Salver, ha pedi continuellamant. Ar beden, eme sant Augustin, eo an desir eus on c’halon. Mar deo bepret occupet on c’halon a Zoue, e c’haccomplissomp ar gourc’hemen eus ar beden continuel ordrenet gant on Salver, peini en deus pedet e-unan ; rac ar beden a occupe ur loden eus e vuez : alies e pede noz deiz. Hon ezomo a disq dimp peguen necesser eo pedi ; na ellomp netra ep graç Doue, na ellomp cavet graç, nemet dre ar beden. Quement o deus an usaich a ræson a so obliget da labourat evit en em sauvetaat ; na eller en ober a-nez ar beden. Doue eo on mæstr souveren ; ordren a ra pedi, ret eo obeissàn pe vezàn punisset.

Hon oll bedenno a dle bezàn adresset da Zoue. Pedi a dleomp dreïzàn ar Verc’hes, ar sænt, an Ælez, evel e vignonet, hac abalamour ma c’hellont on sicour dre ho intercession. Pedi a dleomp evidomp hon-unan hac ive evit on nessa, on ennemiet, ha quemem a so en devaligen eus an erreur, an heretiquet, ar schismatiqüet. Mæs na ellomp en em recomandi nemet da bedenno ar gatholiquet. Da bedenno an dud just eo accordet conversion ar bec’herien ; mas evit gouir an oll n’en em gonvertissont quet : Doue na receo quet ordinal ar pedenno a ve adresset dezàn evit o c’honversion. Anfin Pedomp evit ar re varo hervez ar fe hac ar religion. Dre ar beden e c’hapæsomp coler Doue, hac e recevomp pardon evidomp hac evit ar re-all, evel ma zeo merquet er ch. 32 eus ar Geness. Mæs evit pedi gant froez ha meritout ar gloar eternel, eo ret pedi en stad a c’hraç; ha mar on deus bet ar malheur da goll graç Doue dre ar pec’het, eo ret ober acto a gontrition hac en em sevel er c’henta possubl eus ar stad malhurus-se. Mar domp en erreur evel an heretiquet, ar schismatiquet, memes ar bayanet, ar beden so util ; ha mar pedomp dre ur speret hac ur galon sincer, e zom sur da receo ar sclærigen ha da retorn da Zoue. Mæs bezàn so malhurusamant cals a dud pere a bed inutilamant, hac a bere ar pedenno pel dious appæsi coler Doue, na reont nemet en fachi davantaich. Evel ma zeo pedenno ar re a gontinu en erreur non obstant ma hanaveont ar virionez ; o feden n’en deo nemet goapæson, hipocrisi ; rac ober goap a Doue eo goulen digantàn pardon eus ar pec’hejo ne c’houlenner quet da guitaat. Evit pedi evel ma’zeo dleet, eo ret,

1°. Pedi en hano J. C. ; h’en deus hano ebet dindan an env roet d’an dud, dre beini e alfent en em sauvetaat nemet dre hini J. C. hac en union gantàn.

2°. Ret eo pedi en speret bac en guirionez, a greis ar galon ha gant un desir vras da vezàn exaucet. Doue a so ur speret pur, hac a c’hou-len bezàn servichet a speret hac a galon.

3°. Ret eo pedi gant humilite ha glac’har da vezàn offancet Doue.

4.° Ret eo pedi gant attantion, songeal ous piou e comsomp ha petra a c’houlennomp. Mar deo volontair on distractiono, on peden so ep froez ; mar dint involontair, Doue en defo truez ouzomp. Preparomp eta on speret quent ar beden.

5°. Ret eo pedi gant fe, gant confianç hac assuranç penaus e c’hall Doue on exauci, ha gant an esperanç en deus c’hoant da accordi dimp ar pez a c’houlennomp.

6°. Anfin ret eo pedi gant perseveranç ep jamæs squisa. Doue evit punissa on c’hlouarigen, evit eprouvi on fe ; on c’honfianç, evit ober dimp santout on faourantez, on defaut a nerz, on ezomo, a differ alies d’on exauci, ha ne accord on goulen nemet d’ar berseveranç er beden. Doue na vanq jamæs da exauci piou benac a bed erguisse : da laret eo penaus Doue a accord dimp ar pez so essantiel er goulenno on deus groet dre ar beden. Mæs ne accord quet ordinal certen treo particulier, peguement benac ma vent mad ha ræsonabl ; ar ræson eo penaus Doue a voar hac a c’hanave ar pez a so muyan avantajus evidomp ; ous hon refus, e ra dimp graç. En em soumetomp d’e volonte divin, hac e zomp sur da obteni quement so a-propos evit on silvidiguez. N’en em glemomp quet eus ar boan, ar c’hollo, an affliction, ar c’hlenvet ; Doue o fermet evit on silvidiguez.

Jesus-Christ, S. Paul, etc. o deus pedet prosternet d’an daoulin ; ar postur-se eo an bini en peini e tleomp pedi.

Ret eo pedi en pep amser ; mæs ispicial da Sul, da Voël, d’an dezio yun hac a binigen e tleomp redoubli on pedenno, evel er c’hlevet, er persecution, en dentation, afflictiono publiq pe particulier, ha pa vezer en danger evit ar c’horf, ha surtout evit an ine. Ret eo pedi en commançamant hac er fin eus an affero important hac an oll obero, ispicialamant noz-veure, hac en commun mar deo possubl. Medita pe pedi a galon eo songeal eu ur virionez benac eus on religion ep prononç a c’heno, rei da Doue an desir, an affection eus on speret hac on c’halon. Maro ha passion on Salver a so ur sujet precius a veditation continuel.