Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar bichig.



AR BICHIC
____


Me ’m oa bet eur bichic bihan, ha n’hen doa nemet tri miz ;
Hac hen cassas d’ann davarnic, hac é varvas gant langiz.

Ann nozvez ma oa bet marvet, a difrette tu ha tu ;
— « Souchet aze, bichic bihan, pe m’ho tôlo el ludu. »

Bichic bihan a zeplore, a c’houlle soulajamant :
— « Ma carjac’h ma béza maget, me ’m boa grêt eul lônic coant !

« Ouspenn ma oun coant ma hunan, me ’mije bet kijer gwenn,
« Na da chasseal ar rac’hed, ha da baca logodenn ! »


Canet gant Mari Louis Ar Gô.
Locmaria-Kemper.

______________