Ar Bleiz dare da vervel

R. Prud'homme, 1903  (p. 123-126)





XIV


AR BLEIZ DARE DA VERVEL


――――


Pa oa ’n e doull Gwilhaou ar bleiz
Gourvezet toc’horik, eun deiz,
Eur zell pis en deveus taulet
War e holl vuez dremenet.

— Ne dalfe ket hen nac’h, siouas,
Pec’her oñ bet, ha pec’her bras !
Ha koulskoude, war a gavañ,
N’oñ ket c’hoas deus ar re oasañ :



N’eo ket bet bepret ma buez
Hini eul lazer didruez !
Eun deiz pa oann ekreis ar c’hoad,
N’em oa mennoz nemet da vad ;

Setu eun oanig dianket
Goall dieves ouziñ stoket ;
Heb ober droug d’ezañ, kerkent
’M eus-hañ laket arre ’n e hent.

Eur pennadig ac’houdeves
E ris gwell, c’hoas, d’eun danvades ;
Houmañ, warnoñ o foultradiñ,
Marv he mab a damalle d’iñ.

Krisoc’h ’widoñ ’vije kavet :
Me na ris van ’wit he c’hlevet


Hag e trois ma c’hein outi,
Daoust ne oa d’am heul den na ki ! —

Alan al louarn a laras
Da Wilhou gos, dal m’her c’hlevas :
— Gwir aoalc’h a larez, Gwilhou,
Da droiou-se ’welis o diou ;

Me oar e pez amzer, zoken,
Tigouezas d’it ober ’velhen :
’Oa pa oas-te hanter-vouget
Gant eun askorn es koug staget ;

Ar pez askorn adreus ’n es koug
A zo bet d’it tennet dizroug
Gant Marc’haridig ar c’hwibon,
Hir he beg ha mat he c’halon. —



Ar mad a reomp a zo dister
Pa vez red d’eomp-ni hen ober ;
Hennes ’dle ket rei d’imp dizoan,
Pa vefomp war hon tremenvan.




\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Sostenuto.}
    \time 4/4
    \partial 8*2
    r8 b' b4 g a b | c b a r8 a | \break
    a4 fis g a | b a g r8 b | \break
    b4 g a b | c b a r8 a | \break
    g4 c b a | g fis e \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Pa oa ’ne doull Gwi -- lhaou ar bleiz Gour --
    ve -- zet to -- c’ho -- rik, eun deiz, Eur
    zell pis en de -- veus tau -- let War
    e holl vu -- ez dre -- me -- net.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }