Ober moan wadegen ha beva enn he roll,
Zo gwell ’get morlarjez, ar c’houzoug er wakol.
Eur Bleiz, deut he eskern er meaz euz he groc’hen,
O veza ma veze ar c’has oc’h hen diarbenn,
A gavaz, war he hent, eunn horden-gi nerzuz,
Lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz.
Lammet gant he gilpenn,
Hen taga, hen dispenn,
Hen diskolp’ a besiou,
A voa micher Gwillou,
Paneved, a-raok he zamma,
Voa red out-han en em ganna.
Hogen, ar C’hi voa paotr a vent
Da ziwall he gik gant he zent.
Neuze, izel he lost, Laouik ar Bleiz kivioul,
Oc’h ki sant-rok a dosta sioul,
Lavar d’ez-han, oc’h he veuli,
Ez eo kuill, ma’z eo eunn dudi !
— « Autrou, eme ar C’hi, ha petra vir ouz-hoc’h
» Da zont lard evel d-oun, ha marteze lartoc’h ?
» List ho koajou,
» O veva c’hiz a rit, gant nebeut freskajou,
» Ez oc’h ker reuzeudik hag eur pesk war ann treaz.
» Hep eur c’hrinsen, Eripin keaz,
» E rankit, enn ho stad, glaouri-du gant ann naoun ;
» Rak, evel a c’houzoc’h, dre ne d-euz ra z-hoc’h aoun,
» Ne c’hellit kaout kofad, na begad ’vit netra :
» A daoliou skilf, pep tamm a rankit diframma ;
» Deut d’am heul hag e vevot mad,
» Ac’hanoc’h e vezo great stad. »
Ar Bleiz a c’houlennaz : — « Petra zo da ober ? »
— « Nemeur a dra : pa deuio tud, gant-ho bisier,
» Ha re baour o vale,
» Grouignal, harzal, kregi ; choum enn noz war vale ;
» Ober ho fistoulik d’ho mestr, da dud ho ti,
» Setu eno ho kefridi.
» Mar he grit mad, e c’hellot kaout
» Kant tra : pastellou kik, bevin-ejenn ha maout,
» Kement d’ho koan evel d’ho lein,
» Hag ouc’h-penn meur a zourn d’ober flourik d’ho kein. »
Ar Bleiz, oc’h her c’hlevet, zo braz he levenez ;
C’hoarzin-ouela a ra gant teneredigez.
P’edont ho daou o vont, ar Bleiz hep tamm diskred,
A wel gouzoug ar Chi disvlevet, dirusket.
— « Petra ’nn dra-ze, me z han ? » — « Netra ! eur gignaden,
» Dioc’h ar c’holier am stag enn deiz oc’h va chaden. »
— « Ho stag, eme ar Bleiz, neuze ’ta ne d it ket
» Ama, a-hont, el leac’h m’ho peuz c’hoant da vonet ? »
— « Nann da ! N’euz forz ! » - « N’euz forz ! Euz hoc’h holl brejou mad
» Me ne fell din taken, gwell gan-en mont d’ar c’hoad.»
Hag ar Bleiz enn he dro, ha da skara mibin.
Abaoue red ato. —
Mad a ra, a gav din.
Rak beza er frankiz, digabestr ha dishual,
Chaokat kaol pe banez, evel eur penn-chatal,
Zo gwell eget dibri killeien dioc’h ar ber,
Ha beza pennasket etre peder voger.