Ar Bley hac ar Gru.

◄   Al Leön ha Loenet-all. Ar Bley hac ar Gru. Al Labourer hac ar Serpant.   ►



FABL 7.


Ar Bley hac ar Gru.


Ar bley, o tibri un dànvad,
A gave e voa diliqat,
Ha gant an hast d’e zibri tout

E sac’h eun ascorn en e c’houg.
Neuse hep mar e chambee,
Hac an oll loenet a bede
M’en dije unan ar galloud
Da ezetâd deàn e c’houg ;
Maez hini ’nê ne dolje dorn
Da denna dezàn an ascorn.
Tout o devoa ar memeus ton :
Ennez, emê, so eur glouton ;
Qement so er vro a zebfe :
O ! n’en deus fors hac e creunfe.
Dre veuleudi, cals a gomzo
Hac ive a bromesseo,
Eul lapouç bras ar gru anvet,
A four en e c’heno e veg.
Pa voa laqet fin d’ar soufranç
E c’hou1enne e recompanç.
Ar galant commanç da c’hoarzin,
Liou an dreitourach var e vin :
Oblijet out din, emezàn,
P’an de guir e zout o veva,
Ma carjen m’em boa da droc’het
Pa voa em geno êd da veg ;
Ha mar dout chomet en bue,
Goe obligation dìn-mèn.

Sans moral.


Neb a raï evit tud vechant
N’ho devo evit peamant
Nemet collo ha goaperez
A lacaï ho speret diez.