Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 13)



Ar Bonedou Ruz
————

O klask en em zevel eneb o Renerien
Dibaot eo, er bed-man, kavout rumm ar gouerien,
Nemet pa welont ren en desped da bep gwir,
Ober dispignou bras, brezel disleal, hir,
Gwaska kement ar Bobl ma n’he deus ken diviz
’Met derc’hel penn d’ar gwall pe veva deiziou kriz.
Kement-man ’zigouezas dindan Loeiz Pevarzek,
’Voe pounner e veli war an dud ezommek.

Flastret gant an tailhou re-gresket ha drastus,
E doun Kerne-Uhel, stroll ar Bonedou-Ruz
A reas eun emgleo ’vit diskar al lezenn
Savet ouz ar paper, butun ha listri-stên
Heb aotre hon Breujou betek-hen kuzuliet
Hervez an diviz graet pa voemp ouz Gall staget.
Pa weljont an Noblans o peursoubla o choug
Dindan an urz nevez, e tiskouezjont o droug,
Hag e tizalbennent o c’hestel, o madou :
Alïes reuz ha mesk a heuilh seurt strolladou.


Reizidigez dre nerz en em gavas rak-tal :
War girzier ar parkou ’c’halled gwel’t o hejal
Korfou noaz hag euzus, « frouëz » dispar « nevez »,
’Skriv mestrez ar « Reier », eun itron, eur vaouez [1].
« Kement ez oa krouget » a lavare d’he merc’h
« Ma n’oa ken da grouga » a gakete war-lerc’h.
He meulit, mar karit. Diouti me ’n em zistro.
An hini am zamall, karout a ra e Vro ?

Beleien, tud santel, ha mistri, selaouet !
Me ’garfe en iliz, er skoliou, ho klevet
Tiski d’hon bugale oberiou o Zadou :
N’ eo ket o hencha mat o c’has war o roudou ?

Paotred o Bonedou a varvas merzerien ;
Ne doun ’vit o lakal e-mesk ar bec’herien.

  1. An itron a « Sévigné ».