III
AR BREZOUNEK ATAO !
——
D’an A. Mouelic, Mestr-skol.
Breiziz zo bet a-viskoaz goazed prount ha nerzuz,
Ha pa redont d’an emgann int peulvaned spountuz ;
Outho netra n’hell herzel, treac’h a renkont beza :
Ho feiz, ho hardiziegez a ra d’an oll krena.
Breiziz a zalc’h d’ho giziou gand eun doujans meuluz ;
Mont a reont d’ar pardoniou ha d’ar foariou trouzuz,
D’an eureujou, d’ar festou, oc’h son ar biniou ;
Ho dillajou a viront, ho yez, hag ho gwerziou.
Eun arouez a ziskouez kaleter ar Breizad,
Ha pegement eo nerzuz ar ouenn en he Vroad :
Ar Brezounek zo karet, hirio evel gwechall,
A zo komzet en despet da gasouni tud dall.
Alo, harzit ho kwalac’h, ô tud diskiantet,
Ar gounid n’ho po morse ; Breiziz na nac’hint ket,
Na nac’hint ket ho zadou, nag ho giziou santel ;
Ar Brezounek vo komzet ; d’hor bro ni vo fidel.
|
O santez Anna Wened,
Mamm goz ar Vretoned,
M’ho ped, mirit Breiz-Izel,
Warn’hi taolit eur zell.
Dalc’hit stard en hon touez
D’hor yez gwir garantez,
Ma karimp bro ha Doue
Epad hon oll vue.
|
————