Ar Bugel hac al Laër.

◄   An Den avaritius hac an Den avius. Ar Bugel hac al Laër. Al Leön hac ar C’haor.   ►



FABL 102.


Ar Bugel hac ar Laër


Eur bugel a voele dourec
En qichen eur punç azeet.
Eul laer enno a arruas,
Diontàn’r sujet a c’houllas.

O ! reson am eus, emezàn,
Rag certen avoalc’h a gollan
Ma fod a voa demeus a aour
A so queet aze en dour :
Ar gorden a so bet torret
Hac e dapout ne allan qet.
Al laer, qement-se pa glevas,
E zillat buan a daulas :
Er punç ractal eo disqennet ;
Partout ennàn en deus fouillet.
O voelet collet e amzer,
E teu d’an ec’h en eun toll ber.
Pa arruas, voe soezet :
Rob na bugel ne voa chomet,
Rac gantàn, certen, e voa êd
Hac ar blazen gollo lezet.

Sans moral.


Lies a vech e tap e fall
Neb a gustum trompla re-all.


————