FABL 82.
Ar Bugel hac e Vam.
Eur bugel deus a eur scolach
Leor e gamallat a laeras.
D’e vam e cassas anezàn :
En qemer joaus digantàn,
Hep ma laras deàn netra,
Na scandalat, na chatia.
Abars eur pennat goude-ze,
E laeras eur vantel arre,
Ha d’e vam e bea casset
Voe agreaploc’h d’he zouet.
Cepanant arruout eure,
Pa ne voa den en gourdrouze,
Ar viç milliget a grescqas
Dre ma teu en oad voas-eus-voas.
Er fin o vont qeit gant e c’his,
E coe entre dorn ar justiç.
E broces a voe dezàn gred,
E zeposition clevet,
Hac abars ma voa fin d’an dro
E voe condaonet d’ar maro.
Pa voa o vont d’ar supplisso
E voel e vam gant e c’hlemo
O tont d’e heuil, hac e pede
Offisser ar justiç neuse
D’e lezel, en devoa desir
Laret d’e vam daou pe dri gir.
Evel pa en dije c’hoanteed
Laret dei eun dra en secret,
E c’heno d’e scouarn applica,
Gant e zent e teu d’e zroc’ha.
E vam gant ar boan a zante
A ro mallos hac a grie.
Ar re pere voa eus e gas,
O voelet, en blamme èn bras ;
Non pas evit e laeronci,
Abalamour ma voa den cri
Dre eur grueldet qen infam
Gred gantàn en andret e vam.
Autrone, ne ved qet zoezet,
En deveus neuse lavaret,
Da vea e scouarn troc’het
D’an hini am leqeez er bed,
Rac hi eo a so caus ive
Ma lemer ac’hanon hirie.
Ma vije bet deut d’am pilat
Pa laeren leor ma c’hamallat,
Aon am bije bed qemeret
Na netra qen n’em boa laeret ;
Ne voan qet breman o vervel
Er fesson mezus ha cruël.
|
————
|