AR C’HILHOG KOZ
————

Chê ! Hor paour kez kilhog a zo deut war an oad,
Louedet e wiskamant, ha chilgamm war bep troad.
E c’houzoug zo raouilhet, eman kollet e vouez :
Ne ket kana ’ra ken, met kroana war e bouez ;
Mez en deus, emichans, gant na vefe klevet ;
E notennou skiltrus, siouaz, a zo devet.
Hen gwechall krenv ha serz, nag ez eo dinerzet !
Ar remm a zo warnan ; poan en deus o kerzet
Da glask, er c’hoc’h-kezeg, an dilerc’hiou greun kerc’h ;
Ar c’hamm kez aliez a vez Yann-Diwarlerc’h.
Ha pa gav eur voueden war c’horre ar bern teil,
Gant ar yer ’ve laeret ha kannet a bep eil !
Bep abardaez e koll teir pe beder bluenn ;
Eman hanter en noaz, morlivet e glipenn.
E lost kaer rodellek hag a luc’he kement,
A bluenn da bluenn ’zo strevet war an hent.
O ya ! Hor c’hilhog koz a zo fallgalonet :
N’eo mui, siouaz, nemet eur roue didronet.
Gervel a ra an Ankou ; sonjit ! abaoue dec’h
Zo digouezet aze, n’ouzer ket a belec’h,
Eur c’hilhogig yaouank d’ober mestr en e di,
Da c’houarn, en e lec’h, e yer, e sujidi !…
— « Gra, koz kilhog koz, gra da destamant souden :
Evit d’it beza treut, warc’hoaz e ri souben ! »


Eostig KERINEK.