◄   An daou Gy. Ar C’hanval. An daou Vignon hac an Ours.   ►



FABL 91.


Ar C’hanval.


Eur chameau, fachet a fesson
Eus e stad ha condition,
A gomanç ober e glemmo
Abalamour ar c’holeo
O devoa qerniel var ho fenn,
Armo evit en em diffen :
En n’en devoa netra ebet
Da erzel e inimiet.
Jupiter a bede neuse
Da reï qerniel deàn ive,
Mæs commanç a ra da hoarzin,
Pa gleo eur beden qen indign,
Ha goude bea en goapêd,
E ziou scouarn en deus berrêd.

Sans moral.


Peb-hini en em gontantet
Deus e galite var ar bed :

Meur a hini, o clascq brassoc’h,
A so queet gant bianoc’h.


————