Ar C’hemener bihan kalonek





AR C’HEMENER


BIHAN KALONEK


Hervez GRIMM





Skeudennoù gant M. Cochard


AL LIAMM








AR C’HEMENER BIHAN KALONEK


Ur wech e oa ur c’hemener bihan. Bevan a rae en un ti bihan e-kreiz ar vourc’h ha poan a-walc’h en doa o c’hounit e dammig boued. Met kalonek e oa ha kalet e laboure. En devezh-se, un devezh kaer a viz Eost, leun an ti gant gwrez an heol ha gant fraonv ar c’helion, e oa skuishoc’h c’hoazh eget kustum, rak mintin-abred e oa savet da wriat. A-greiz-holl e klevas ur vaouez kozh o tremen war an hent.

« Kaotigell ! Kaotigell vat ! Piv en deus ezhomm kaotigell vat ? » a huche ar vaouez war ar straed.

Ar c’hemener bihan a oa deut naon dezhan. Prenan a reas ur podad kaotigell digant ar vaouez kozh. Troc’han a reas daou damm bara bras hag e lakaas kaotigell warno. Met fellout a reas dezhan echuin e labour a-raok debrin hag e laoskas ar bara-kaotigell war vord an daol.

Ar c’helion avat ne voent ket pell o santout c’hwez ar gaotigell vat hag ur bern anezho a zeredas da gaout an tanva anezhi.

« Petra ! » a lavaras ar c’hemener bihan, « ar re-man a gred debrin kaotigell a zo koustet din ken ker-all ! »

Ha gant un torchouer e skoas warno ur mell taol : seizh a voe lazhet.

« Oc’hu », eme ar c’hemener bihan, « nag ur mell den ez on : me zo gouest da lazhan seizh en un taol ! Ret eo din mont da gontan an dra-se da holl dud ar vro ! »

Hag ez eas en hent, o lezel e stal, e labour hag e gaotigell. Ne gasas gantan nemet un tammig bara hag un tamm fourmaj laezh da zebrin pa zeufe naon dezhan. Bez e oa o vale abaoe ur pennadig mat p’en em gavas a-benn kaer gant ur ramz. Hag en diouzhtu da gontan dezhan e istor.

« A, a ! » eme ar ramz, « c’hwi zo gouest da lazhan seizh en un taol ? Sellit petra on me gouest da ober ! »

Kemer a reas ur maen hag e waskas anezhan kement ken e tennas dour dioutan.

« Ya, an dra-se n’eo ket fall », eme ar c’hemener bihan.

Tennan a reas neuze e damm fourmaj laezh eus e chakod ha ne voe ket diaes dezhan ober kerkoulz hag ar ramz.

« Sellit breman », eme ar ramz, « pegen pell e ouzon stlepel ur maen. »

E-keit ha ma oa ar ramz o kemer e lans da deurel e vaen, e tapas ar c’hemener bihan ul labousig hag a oa en em luziet en ur vodenn spern en e gichen.

Uhel-spontus ez eas maen ar ramz, ken e voe kollet ar gwel anezhan, e-touez ar c’houmoul, e-pad ur pennad.

« N’eo ket fall », eme ar c’hemener bihan adarre. « Me avat a daolo va maen ken uhel ma ne gouezho ket mui war an douar. »

Hag en da deurel e labousig, a yeas buan pell-bras diwar wel. Chom a reas sabatuet ar ramz.

Neuze ez eas ar c’hemener bihan da gavout ar roue da gontan dezhan e oa gouest da lazhan seizh en un taol. D’ar mare-se e oa daou ramz fall o tistrujan hag o trastan pep tra er rouantelezh : melloù tud spontus e oant, a skrape ar saout da zebrin anezho, a zistruje an tiez o vale warno, hag a rae a bep seurt dismantr e parkeier an dud paour. Meur a wech dija en doa kaset ar roue soudarded da stourm a-enep dezho, met morse n’en doa gwelet al liv eus e soudarded en-dro. Ken en doa prometet, en diwezh, rein e verc’h da wreg d’an hini a zisammfe ar vro eus ar walenn-se. Mont a reas ar c’hemener bihan da gaout ar roue, ha dezhan ivez e voe prometet ar verc’h ma teufe a-benn da lazhan an daou ramz fall.

« Hag e rin », eme ar c’hemener bihan.

Ha diouzhtu ez eas en hent da gavout an daou ramz.

Kousket e oa an daou-se an eil e-kichen egile dindan ur wezenn vras. Pignat a reas ar c’hemener bihan er wezenn ha gant e vatalm e taolas ur maen ouzh penn unan anezho. Heman a gredas en doa tapet un taol digant egile hag, hanter-gousket c’hoazh, e lavaras gant imor :

« Ehanit da skein pe tuchantik ’po keuz ! »

Ar c’hemener bihan a daolas neuze ur maen all outan hag ar ramz a yeas droug ruz ennan da vat : ur mell taol a roas d’e genseurt hag int o-daou d’en em gannan gwashan ma c’hellent. Displantan a rejont bep a wezenn diouzh an douar ha ken gwazh e voe an taolioù ganto ma kouezhjont o-daou, a-benn an diwezh, marv-mik.

Ar roue avat ne fellas ket dezhan rein e verc’h d’ar c’hemener bihan. Kas a reas anezhan da dapout un hoc’h-gouez, ul loen eus ar fallan a oa spontet an holl gantan. Ne gollas ket ar c’hemener bihan e benn evit ken nebeut : p’en em gavas dirak an hoc’h-gouez en em lakaas da redek. Al loen fall a zeuas war e lerc’h. Trein a reas neuze ar c’hemener bihan e-barzh ur chapelig, an hoc’h-gouez atav war e lerc’h. Dre ar prenestr e lammas neuze ar paotr er-maez ha, goude, e serras buan an nor war ar chapel. Klozet e oa enni al loen gouez hag ar roue e-unan a zeuas da welout anezhan.

Graet e voe an eured : brav-tre e voe pep tra hag an holl o devoe kalz plijadur.

Un nozvezh avat e klevas e wreg anezhan o komz dre e gousk :

« Penaos, kemener bihan fall », a lavare-en, « n’eo ket prest va dilhad c’hoazh ? Tuchantik e tapi bazhadoù digant va mevelien. »

Fuloret e voe merc’h ar roue o sonjal e oa dimezet gant ur c’hemener ha diouzhtu ez eas da gontan an doare d’he zad.

« Henozh », eme an tad, « a kasin tud da lazhan anezhan. »

Ar c’hemener bihan, dre chans, a oa mignon bras
d’ur mevel kozh hag a zeuas da gontan dezhan pep tra.

« Mat », emezan, « war evezh e vin. »

Ha pa glevas tud o tont en e gambr e-kreiz an noz e krogas da huchal, evel pa vije bet o komz dre e gousk :

« Penaos, kemener bihan fall, c’hwi a ra din gortoz keit-se ? Ha ne ouzoc’h ket em eus lazhet seizh en un taol, ha goude-se daou ramz, ha tapet c’hoazh ar gwashan hoc’h gouez a oa er c’hoad ? Me zo ’vont da ziskouez deoc’h petra on gouest d’ober ouzhpenn ! »

Ken spontet e voe an dud fall ouzh e glevout ma’z ejont kuit en ur redek.

C’hoarzhin e reas ar c’hemener bihan.

Diwar neuze e vevas e peoc’h gant an holl. Lakaet e voe da roue pa varvas e dad-kaer. Ha morse n’o doa bet tud ar vro roue ebet ken plijus hag en.