Ar C’higer hac ar C’hy.

◄   Ar Paün hac al Lapoucet. Ar C’higer hac ar C’hy. An Egl hac an Escarbot.   ►



FABL 123.


Ar C’higer hac ar C’hy.


Eur c’higer chomet zoezet
Gant eur c’hy prest e voe laeret :
Divar ar banc, hep reï da c’houd,
E cas gantan calon ar maout.
Ar c’higer, pa voa distroët,
Ar c’hy a voelas o vonet
Hac e oommanças da grial :
Laer, mèn ampecho eur vech-all

Amzer ebet qen n’e pezo
Da laeres dìn-me calono.
Ne gollan qet gant cabonach
Mæs reï a res din davantach.

Sans moral.


Ober a ra demp eun tam mez
O veza seul tromplet eur vech :
Qement-se ve caos alies
Ma lecqeomp guelloc’h evez.
Dre ze eur c’holl hep bea bras
A espern demp eun-all cals goaz.


————