Ar C’hillek aour, ar Iar arc’hant hag ann Delienn euz al lore a gan

Lefournier - Brest, 1870  (p. 180-258)



Le conteur de l’histoire suivante a, pour conjuguer les verbes être et avoir et quelques autres verbes, une méthode qui n’est pas celle de Le Gonidec ; mais, pour lui être agréable, nous n’avons pas cru devoir modifier sa manière de dire. Il habite une petite commune du Léon qui n’est pas la seule, au reste, où l’on prononce comme il le fait.

— Toutes ces variantes dans la conjugaison sont indiquées aux mots être, avoir, savoir, venir, faire, futur, du nouveau Dictionnaire 1869.


————


AR C’HILLEK AOUR


AR IAR ARC’HANT HAG ANN DELIENN EUZ AL LORE


A GAN


————


NOZVEZ KENTA


————


Etre Kastel ha Kleder, e parrez Siberil, ema maner Kerouzere. Eno gwechall-goz e voa eunn dijentil a noblanz vraz o choum. Intaon e voa, teir verc’h d’ezhan, ha madou leiz ann ti. Evelalo ne gave ket d’ezhan en devoa traou a-walc’h c’hoaz, hag o veza kavet eunn demezell dizher ha koz evel-d-han, e teuaz d’ezhan c’hoant da zimezi gant­-hi. — War ann traou-ze, ar re goz a c’hoar en em glevet koulz hag ar re iaouank, evit doare. — Dre-ze ’ta ec’h en em glevaz brao-braz ann daou goz-ma diwar-benn dimezi, ha tost e voa d’ar stal da veza great etre-z-ho, nemet ann dijentil a lavaraz ne zimezche ket a-enep he vugale. — Goulenn a rinn out-ho, eme-z-han, ha kredi a rann ne virint ket ouz-in.

War gement-ma, ez a ann dijentil-ma da gaout he deir verc’h da c’houlenn out-ho, ha da glevet petra a lavarchent war ann dra-ze. Ann teir verc’h-ma a reat Glodina, Anna ba Mari anezho. Da gaout Glodina, ar gosa, ez a ann dijentil da genta, ha lavaret a ra d’ezhi en deuz lakeat dimezi eur weach c’hoaz.

Ar verc’h dioc’h-tu a lavaraz d’he zad : — Ker koz ha ma’z oc’h, ha bugale d’e-hoc’h enn oad dimezi zo-ken, ne gav ket d’in e ve fur d’e-hoc’h tamm e-bed klask eil-zimezi. Daoust ha n’oc’h ket euruz evel ma’z oc’h brema, ma kav d’e-hoc’h e vec’h eurusoc’h gant eur c’hrek evit gant ho pugale ? Ma ve-ni a ve bugale fall c’hoaz, bugale digaloun evel a zo re brema, bugale n’ho deuz vad e-bed da ober d’ar vamm, d’ann tad ho deuz bet kalz a boan o sevel anezho, hag a lezfe anezho da gaout diouer euz a bep tra, evit mont da heul ann es­tren, ha rebech d’ezho ez int koz, pe galz a draou fall evel a glever brema ; ia neuze, eme C’hlodina, ne ve netra da lavaret, hag ho pefe eunn abek­-bennag da zimezi. Evit brema a-vad n’ho peuz ket[1], rak ne c’heller ket lavaret e ve hini ac’hanomp-ni hon teir hevel oc’h ar vugale-ze a lavarenn bremaik.

— Gwir eo a leverez, eme ann tad, ha n’eo ket evit ann droa-ze eo em beuz-me sonjet kennebeud dimezi a nevez ; evit kreski ho mad d’e-hoc’h eo, rak gwezit er-vad, ann hini a gemerfenn e defe danvez keit ha me, ha dre-ze e vec’h eurusoc’h ha pinvidikoc’h eunn deiz da zont ; ha ne gredann ket ho pe ezomm da gaout aoun, rak enn oad ma’z omp hon daou, ne vezo dibaot a vugale.

— Ar pez a vezo a vezo, eme ar verc’h hena ; lava­ret em beuz d’e-hoc’h brema petra a zo em spered ha war va c’haloun, hag ann dra-ze ne raio netra e-bed, me a c’hoar [2] er-vad, nemet e kement-se e vije bet gwelloc’h, me zonj, beva evel a reomp gant ar pez hor beuz ; a-walc’h eo, ha kalz a zo ha n’ho deuz ket c’hoaz kement ha ni, na tost zo-ken, hag a zo euruz evel-kent. Ne dalv netra e-bed d’in lavaret ann traou-ze d’e-hoc’h, va zad ; lakeat eo enn ho penn, ha ne c’hellinn. ket miret ouz-hoc’h da zimezi, pa ho peuz c’hoant. — Ha ma rofenn d’id ar pez as pe c’hoant da gaout, eme ann tad, ne aotrefez ket kennebeud gan-en ? — Eo, eme-z-hi, mar karfac’h rei d’in eur c’hillek aour hag a ganfe ker kouls ha killek all e-bed. — Va merc’h, eme ann dijentil, nemet e vezo kavet evit arc’hant, es pezo anezhan enn da lavar.

Hag ann tad ac’hano da gaout Anna, he eil verc’h hena. Hou-man ne lavaraz d’ezhan nemet ar pez e devoa lavaret he c’hoar, ha pa voe lavaret d’ezhi gant he zad goulenn ivez ar pez a garche evit aotrea gant-han eil-zimezi, Anna a c’houlen­naz kaout eur iar arc’hant a ganje hag a zozvje evel ar ier all.

Ann tad a lavar d’ezhi e devezo ivez he iar, mar bez kavet evit arc’hant. Brema ez a da gaout he verc’h muia karet, Mari, ar iaouanka. Digant hou­-man, eme-z-han, eo e vezo ann diesa d’in en em denna. Setu hag hen ha mont evel-kent, ha lavaret he gefridi. — Va zad, eme Vari, n’em beuz ket a c’halloud da viret na eil-zimesfac’h, mar ho peuz c’hoant ; evit lavaret a-vad ec’h aotrefenn ke­ment-se gan-e-hoc’h, ne rinn birviken, rak ne vezinn ha ne c’hellann ket beza eurusoc’h, na ken euruz zo-mui-ken, ha ma’z ounn brema. — Goulenn ouz-in, eme ann tad, ar seurt a giri, evel da c’hoarezed, hag es pezo digan-en. Sada da c’hoar hena e deuz goulennet eur c’hillek aour ha da eil c’hoar eur iar arc’hant, beo da gana ha da zozvi evel ar re all ; hag ho goulenn ho devezo, ha pa ve diez-braz. — Evid-oun-me, va zad, mar goulennann eunn dra-bennag digan-e-hoc’h pa lavarit d’in goulenn, ne gousto d’e-hoc’h ne­met ar boan d’he glask ha d’he gaout : eunn de­lienn euz al lore a gan eo a garfenn a rofac’h d’in. — Bez’ as pezo, mar d-euz anezhi war ann douar, eme ann tad. — Eo da, eme ar verc’h, bez’ ez euz anezhi ; klevet em beuz lavaret a-vad n’ema ket er vro-ma, ha n’eo ket lavaret ho pefe anezhi d’in hep kaout kalz a boan ; ha koulskoude e ran­kann he c’haout abarz ma timezoc’h[3].

Ann tad neuze a ia da gaout be vevellien, hag a lavar d’ezho starna he garronz, ba lakaat ebarz aour hag arc’hant leiz he valetenn, rak ezomm en devezo, a c’hoar er-vad. Brema e kimiad diouz he deir verc’h, ha mont da genta da Vro-C’hall euz ann eil gear d’eben. Mont a reaz, bale a eure, mont euz a Vro-C’hall d’ar Spagn, euz ar Spagn d’ann Itali, hag ac’hano ne c’hou­zounn da be vro ; ha tost e voa d’ezhan da veza great tro ar bed gant-han, p’en em gavaz enn eul lastez kearik vihan. Eno e klevaz tud o lavaret e voa er vro eunn den hag en devoa eur spered dispar ha dreist, eunn den a ijin hag, eme ann dud, ne voa bet biskoaz klevet en divije bet c’hoant da ober eunn dra, hep na vije bet deuet a-benn. Dre-ze, e c’hellit kredi, ne voa enn tu all d’ezhan nemet ann Aotrou Doue pe ann diaoul a vije. Pa glevaz hon dijentil koz kement-se, e lavaraz : — Sada kavet va goaz gan-en ; de­omp d’he welet. Hag enn hent, ha da c’houlenn oc’h ann den-ze ha bez’ e vije evit ober d’ezhan eur c’hillek aour hag eur iar arc’hant hag a ganje hag a zozvje kouls ha ier all e-bed ! — Ia da, eme hen-nez, ober d’e-hoc’h a c’hellfenn ar pez a c’houlennit, nemet a-vad e vezo ker. — Ne c’hou­lennann ket pegement, gant ma vezo great.

Setu ma lavaraz ann den-ze e vije dister d’ez­han eiz dervez da ober he labour, hag a-benn ann amzer-ze, eme-z-han, deut ama, aotrou, hag ho pezo ho killek hag ho iar. He-ma ’ta a choumaz eno, a c’hortozaz eiz dervez, en devoe he gillek aour hag he iar arc’hant, hag a zistroaz ac’hano dioc’h-tu d’ar gear da zigas anezho d’he ziou verc’h.

Ar re-ma a voe laouen, a c’hellit kredi, hag ho zad laouenoc’h c’hoaz. Evelato ne voa ket echu, na tost zo-ken, he valeou gant-han, rak bez’ en devoa c’hoaz da gaout d’he verc’h iaouanka eunn delienn euz al lore a gan. Mont a ra euz ar gear, ha goude beza baleet e-pad pell amzer, goude beza eat d’ar fraostou donna zo-ken, ne gave d’en em vaga enn-ho nemet dour c’houero hag eur frouezenn drenk-bennag, ha nebeud c’hoaz anez­ho, e welaz eur c’hoat braz a zira-z-han. Mont a ra ebarz, ha goude troidellat a gleiz hag a zeou, e wel dira-z-han eul lochenn great gant skourrou gwez, ha goloet a zeliou.

Ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h ama abaoue pegeid amzer n’en devoa ann dijentil-ma gwelet den, hag e c’hellit kredi e voe euruz ha laouen pa welaz al lochenn, o kaout fisians e kavo ebarz unan-bennag hag a lakaio anezhan marteze war ann hent mad da vont da gaout al lore a gan. Ne voa tamm gaou ar pez a grede, rak kaout a eure el lo­chenn-ze eunn den koz, koz-meurbed, he vleo hag he varo d’ezhan gwenn-kann evel eunn duill lin ha keid, ken a stokent oc’h ann douar a bep tu.

— Va den mad, eme ann dijentil, hag ar vadelez ho pe-c’houi da lavaret d’in eunn dra-bennag diwar­-benn ar pez emaounn o klask dre ama ? — Ia vad, eme ann den koz, lavarit d’in neuze petra eo a glas­kit ? Me a c’hoar er-vad emaoc’h, pell zo enn hent, o klask d’ar iaouanka euz ho merc’hed hag ar fura ivez, eunn delienn euz al lore a gan. — Petra, eme ann dijentil, c’houi a anavez va merc’hed-me ive ’ta ? — Ho merc’hed a anavezann pell a zo, kouls ha kalz a draou all n’em beuz ket ezomm, da lava­ret d’e-hoc’h petra int ; re a labour em befe. Ar wezenn lore a glaskit, ha n’emaoc’h ket pell diout­-hi, rak n’ho peuz ket tregont kammed da ober evit mont d’he c’haout. Kit ’ta dre ar wenodenn a zo aze a zeou, ha goude e pignoc’h dre skalierou a gavoc’h ha, war-n-hed pemzek troatad hueloc’h, e weloc’h eunn ti a zo digor ann or war-n-han. Mont a reoc’h ebarz, ha goude ez eoc’h gant ann diri, oc’h kreac’h, hag e weloc’h eno eur gampr a zo ar gaera tra a c’hellfe lagad da welet ha spered den da zonjal. A-raok mont er gampr-ze a-vad, selaouit ha klevit mad ar gelenn am beuz da rei d’e-hoc’h.

Meur a hini all, enn ho raok, a zo bet o klask kaout al lore-ze a gan, ha dre n’en deuz sentet hini anezho ouz-in, ez int choumet hep distrei ; ha c’houi a choumo ivez, ma na rit ket ar pez a zo da ober.

Bremaik. ema kresteiz o vont da skei, hag ann hini a zo lekeat da ziwall al lore a gousko beteg eunn heur. Neuze e tihuno, ha gwaz a ze d’e-hoc’h mar bezit war-nez taol d’ezhan. Eul loen eo hag a zo ken heuzuz da welet, ne d-euz bet biskoaz he bar ; teuler tan a ra, evel eunn diaoul, euz he c’henou hag euz he fronellou. Er gampr ma’z eoc’h ebarz, e weloc’h ar wezenn lore a glaskit, ha pa ho pezo kemeret eunn delienn anezhi, ar re all a gano enn eur vouez ken dudiuz, ne vioc’h ket evit mont ac’hano, ma na brennit ket ho tiskouarn da glevet. Diwallit mad eta, mar kirit, pe ne c’helloc’h distrei mui.

— Diwall a rinn, eme ann dijentil. — Ia a lava­rit, eme ann hini koz, c’houi n’oc’h ket gwelloc’h evit ar re all a zo deut ama.

Setu neuze hag he-man ha mont ac’hano, ke­lennet mad, da gemeret eunn delienn, ha da zont war he c’hiz kerkent ha ma vezo bet kutuillet gant-han. P’en em gavaz, kenta tra a reaz a voe kregi enn dosta a c’hellaz da baka. Hag ar re all neuze da gana ker koant ha ker kaer, ma choumaz da zelaou anezho, ken na zihunaz al loen heuzuz.

— Asa, eme he-ma, me gred oud-te deut d’am laerez e-pad ma kouskenn ; ar maro a zo dleet d’id, petra-bennag ma c’houzounn er-vad ez oud deut da glask ann delienn lore-ze as peuz kemeret evit da verc’h iaouanka, ar fura euz da verc’hed, evit-ho da veza fur ho zeir.

Mad ! selaou ac’hanoun ha taol evez ouz ar re all-ma a zo maro, hag ouz ar pez ez ann da lavaret d’id. Evel a zo bet c’hoarvezet gant ar e-ze, a c’hoarvezo gan-ez, ma na rez ket ar pez a c’hour­c’hemennann d’id brema. P’as peuz kutuillet ann delienn lore-ze, kea d’ar gear gant-hi hag, a-benn bloaz hag eunn dervez, e ranki beza distro ama gant unan euz da verc’hed, pe n’am bezo damant e-bed d’id ; rak ma na zistroez ket d’ar c’houls ma lavarann, me a c’hwezo petra da ober ouz-id hag oc’h da vugale ha da vugale-vihan. Kea brema enn da hent, ha n’ankounac’ha ket va c’homzou, rak dioc’h a ri a gavi.

Deomp brema d’ar gear da welet petra lavar ar merc’hed etre-z-ho. Ann diou gosa a voa laouen o veza m’ho devoa bet ho c’hoant ; eunn tammik nec’h ho devoa ivez evelato, o welet en doa dis­pignet ho zad ann darn vuia euz he vadou evit rei d’ezho ho goulenn. Berraat a rea ar stal bemdez, hag o welet edo he c’hoarezed e poan gant ann dra-ze, ar iaouanka a lavaraz d’ezho n’ho devoa ket bet a skiant : — Ma ho pije goulennet, eme­-z-hi, evel am beuz-me great, eunn dra ha n’en divije ket bet va zad nemet ar boan d’he c’haout, hep na vije koustet netra e-bed d’ezhan, ne vije ket brema ho lod ker bihan ha ma vezo eunn deiz. Oc’h-penn zo, eme-z-hi, ar pez am beuz-me gou­lennet a denno ar c’hoant dimezi euz va zad, ha pa vezo distro d’ar gear, e weloc’h pe ez eo gwir pe c’haou a lavarann-me d’e-hoc’h brema.

Ne lavaraz ger gaou e-bed, rak he zad, pa zistroaz euz a di al loen heuzuz, en doa kemend a nec’h hag a enkrez, ma voa eat ar c’hoant dimezi pell diout-han.

Enn eur zont enn dro d’ar gear, ann dijentil a voe red d’ezhan tremen dre lochenn ann den koz­-meurbed hor beuz komzet anezhan ama a-raok : — Ac’hanta, eme he-ma, ha n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h petra a c’hoarvezche gan-e-hoc’h ? N’oc’h ket bet furoc’h evit ar re all, me wel, ha dont a rankoc’h, a-benn bloaz hag eunn dervez ama, da zigas unan euz ho merc’hed. Mar karjac’h beza sentet ouz-in, n’ho pije ket brema kement a nec’h evel ho peuz, o tistrei d’ar gear. Gwaz a ze d’e-hoc’h, rak kaer ho pezo, ober a rankoc’h ar pez a zo bet gourc’hemennet d’e-hoc’h gant al loen. It d’ar gear, hag affo, n’ho peuz ket a amzer da goll.

Neuze ann dijentil o welet ne voa netra evit her parea, a ieaz etrezek ar gear, eur boan spered vraz d’ezhan. Evelato, a forz da vale ec’h en em gavaz, hag he deir verc’h a zilammaz da boket d’ezhan peb eil, ha d’he vriata. He verc’h hena neuze a c’houlenn out-han pegouls en deuz lakeat ann deiz da eureuji : — Dimezit pa gerroc’h, eme­-z-hi d’ezhan, evit gouzout petra a lavarche. — Dimezet a-walc’h ounn-me, eme he zad ; ma n’as peus-te birviken muioc’h a c’hoant dimezi evit n’am beuz-me brema, birviken dimezi ne ri. Me garje ne vije deut ar froudenn fall-ze em fenn biskoaz !

— Me wel er-vad brema, eme ar gosa, eo gwir a lavare va c’hoar iaouank, ha war a welann e deuz kavet, gwelloc’h evid-omp-ni hon diou, ann dro da zont a-benn anezhan ; ha deuet eo evit doare, rak eunn dra-bennag a vraz a rank beza c’hoarve­zet gant hon tad, abaoue ma’z eo bet eat euz ar gear ; kastiza bemdez a ra, ha dizec’hi diwar he dreid.

— Asa, va zad, eme-z-hi eunn dervez-bennag goude, lavarit d’in petra a c’hoari gan-e-hoc’h ? Treutaat a rit bemdez, ha truez am beuz oc’h ho kwelet. — He zad neuze, pa c’houlenne out-han, a lavaraz d’ezhi petra voa en em gavet gant-han. — E feiz, eme-z-hi, pa glevaz, evid-oun-me ne d-inn ket da gaout al loen-ze ; d’ann hini e deuz goulennet ann delienn lore eo mont, a gav d’in, da baea anezhi ; a-walc’h eo d’in va c’hillek aour.

Ann eil gosa o welet he zad o wela eunn deiz, a c’houlennaz ivez out-han perak e wele, ha petra a rea poan d’ezhan : — Va zad, eme-z-hi, lavarit d’in, eunn dra-bennag a bounner a rank beza war ho spered. — Ia da, va merc’h, eunn dra-bennag a zo, ha setu ama petra eo. — Lavaret a eure d’ezhi neuze ar pez en devoa lavaret d’he verc’h hena, ha ne voa ket keal a zimezi eo, a c’hellit kredi. Hou-man ne voe ket, muioc’h evit ar genta, e chal da vont da gaout al loen, ha ne d-aje ket zo-ken, eme-z-hi, nag evit aour nag evit arc’hant.

Ann tad neuze a deuaz he benn da veza tenva­loc’h-tenvala, ha kredi a rea e rankje distrei he-unan, rak tostaat a rea ar mare d’ezhan, pa deuaz d’he gaout ar iaouanka euz he verc’hed. — Va zad, eme-z-hi, pell a zo emaounn,o teuler evez ouz-hoc’h, hag e welann abaoue ma’z oc’h distroet d’ar gear gant ann delienn lore am boa goulennet, ne d-euz mui hano a zimezi gan-e-hoc’h ; enn enep eo a c’hoarvez, ha bemdez e welann e teuit da veza treutoc’h-treuta ; n’euz ac’hanoc’h brema nemet spez eunn den, kouls lavaret. Mar ho peuz nec’h pe boan evit eunn dra pe eunn all-bennag, perak ne lavarit ket d’in, ha me ho tenno a boan, mar d-ounn evit ober.

— Ober a c’hellez, eme ann tad, a zisplegaz neuze d’ezhi penn-da-benn kement tra a voa bet c’hoarvezet gant-han. Pa en devoe peur-lavaret, he verc’h, merc’h a galoun vad mar boe biskoaz, a c’houlennaz out-han perak en devoa dalc’het keid all ann nec’h-ze war he galoun. — Petra am bije-me great, eme ann tad ? D’as tiou c’hoar em boa lavaret petra a voa en em gavet gan-en, hag hini e-bed anezho ne falvezaz d’ezhi mont, o lavaret e voa d’ann hini e devoa goulennet al loreenn a gan, mont da gaout al loen-ze.

— Mad a lavare va c’hoarezed, eme ar verc’h-ma, hag abek ho devoa ; mont a rinn, hag oc’h-penn zo, kredi a rann er-vad n’em bezo drouk e-bed, evit mont gant-han, pa lavar. Dre-ze n’em beuz nec’h e-bed gant kement-se, ha c’houi ivez, va zad, a dlefe beza ken dinec’h ha ma’z ounn-me e-kever ann dra-ze.

Setu brema ann tad laoueneat he ene. Lavaret a rea evelato : — Eur boan vraz e vezo d’in dont kuit dioc’h va merc’h muia-karet.

— Na mui na meaz, ne dalvez ket d’ezhan hir­voudi na klemm ; tostaat a ra ann amzer, ha mont a reont ho daon war-zu bro al loen. En em gavet er mare lakeat e ti ann hini koz, he-man a lavaraz d’ann dijentil : — Ac’hanta, deut oc’h eta gant ho merc’h ? — Ia da, eme ann tad, deut ounn, pa voa red mad, ne dalie ket digarezi. — Nann, eme ann hini koz, ha plijet gant Doue e ve great, ha great mad, ar pez emaoc’h o vont da ober. Sad’ aze nao c’hant vloaz m’emaounn-me ama, o c’hortoz ma teuio eur verc’h-bennag da veza treac’h d’al loen, ha da c’hallout he garet. Ken na vezo neuze[4], eo red d’in choum ama da hincha ha da gelenn ar re a deu, evel-d-hoc’h, da glask kaout eunn delienn euz al lore a gan : n’em beuz ken kefridi.

Neuze ann tad hag ar verc’h a ieaz ac’hano da di al loen ; he-man en em gavaz gant-ho pa’z edont o pignat da gaout ar wenodenn. — Deut oc’h eta, eme-z-han d’ann tad ? — Ia, eme-z-han, en em gavet ounn, aotrou. — Diwallit petra a lavarit ; me a zo eul loen ha n’ounn ket eunn aotrou. Pignit war-laez, traou a zo war ann daol, debrit hag efit hep damant.

Ann daou-man skuiz-maro, naoun ha sec’hed d’ezho, a bignaz rak-tal ; dibri hag efa a rejont ar pez a rea vad d’ezho ; na petra ’ta ? Ha goude ho fred, ann tad a choumaz eunn diou pe deir heur gant he verc’h, hep na dostea al loen. Evelato, war-dro peder heur goude kresteiz, e voe klevet o tont, hag e lavaraz d’ann tad : — Debr hag ef adarre, abarz mont kuit, rak n’es peuz mui pell amzer da choum ama gant da verc’h.

Traou a voa war ann daol, hag al loen o welet ne grede ket tad, na merc’h kennebeud all, dibri tamm nag efa banne dira-z-han, a lavaraz : — Ha kredi a rit-hu eo bet lakeat ann traou-ze war ann daol evit ober poan d’e-hoc’h ? N’ho pezet aoun e-bed. Evid-oud-te, tad ar plac’h koant-ma, poent eo d’id tec’het ac’han, ha lavaret ken na vezo joaiou ar baredoz d’as verc’h [5], rak n’he gweli birviken mui. Arabad eo d’id eta lakaat da dreid da zont ama, ne d-afez ket beo er-meaz.

Neuze ann tad a gimiadaz, enn eur wela, dioc’h he verc’h, hag hou-man, evit rei nerz d’he galoun, a lavaraz d’ezhan : — Red eo, va zad, ober ar pez a lavar al loen ; kit ’ta buhan gant aoun n’ho pefe keuz. Me vezo euruz ama ; arabad eo d’e-hoc’h gwela war va stad.

Sada neuze ann tad o vont kuit ac’hano, ann daelou leiz he zaoulagad ; ne dalie ket d’ezhan lenva hiviziken, great e voa ar stal.

En em gaout a ra er gear, ha goude displega d’he ziou verc’h kosa penaoz e voa bet digemeret gant al loen, ne voa ket ken drouk anezhan ha ma voa da welet, e lavaraz : — Sada me brema, va bugale, dizounet mad er weach-man dioc’h ar stultenn am boa bet da zimezi. Hiviziken n’ho peuz ezomm e-bed da gaout aoun e venn-me ken diot all ha ma voann enn amzer zo bet ; ho c’hoar iaouank e deuz pareet ac’hanoun dioc’h ar c’hlen­ved fall-ze.


————


EIL NOZVEZ


————


Lezomp brema ar re-ma er gear da ober ha da lavaret ar pez a garint, ha distroomp da welet pe­naoz ez a ann dro gant ar verc’h iaouanka du-ze. Kerkent ha ma voa eat ann tad kuit, al loen a la­varaz da Vari : — Brema ez oc’h ar rouanez ama ; setu aze dillad, levriou ha binviou a bep seurt d’en em wiska, da lenn ha da gana, hervez ma ho pezo c’hoant. Pa vezoc’h skuiz, n’ho pezo nemet lavaret d’al lore kana d’ho zro, hae raint ; pep tra a zo ama. dindan ho kalloud, ha me zo-ken ivez evel ar re all ; evelato e karfenn ho pe ar va­delez da lezel ac’hanoun da zont ama d’ho kaout, e-pad ma vezoc’h o leina bemdez, rak nemet er mare-ze euz ann deiz n’ounn vak. Kredit ac’ha­noun, me am beuz mistri ive da ober diout-ho, evel ma rankit ober diouz-in-me.

Pa deuaz ann noz, ar plac’h iaouank a ia d’he gwele, na petra ’ta ? Fichet mad e voa bet ar gwele, ha pep tra a voa ebarz ; golc’hejou plunv, dillad fresk, pevar pe bemp pluek dindan be fenn ; n’e devoa, enn eur ger, diouer euz a netra. Euruz e vije bet evel eur rouanez, nemet e veze atao he­-unan, ken na deue d’he gwelet ann hini a rea brema he loenik anezhan ; rak o veza en em voazet dioc’h al loen, hag o welet ivez e voa donvoc’h ha gwelloc’h evit n’en devoa ann doare da veza, e leac’h kaout aoun ra-z-han hag heuz evel e devoa da genta, brema e deveze mall da welet anezhan o tont d’he c’haout ; ha pa deue ar mare ma ranke mont kuit diout-hi, ec’h en em gave nec’het ha doaniet. Ann dra-ze a ziskouez n’eo ket great ann den evit beza he-unan.

Al loen a wele ann dra-ze hag a deue donvoc’h-donva, laouenoc’h-laouena bemdez, rak fisians en devoa e teuje ar verc’h-ma da garet anezhan ; ha dont a reaz nebeud-a-nebeud.

Eunn dervez, e-pad ma’z edont ho daou o tiviz, ne c’houzounn diwar-benn petra, al loen, a-raok mont kuit, a lavaraz da hou-man en devoa eur c’helou da rei d’ezhi. — Petra eo, eme ar plac’h iaouank ; hag euz ar gear e ve ? — Ia da, eme al loen, da c’hoar hena eo a zo o vont da zimezi, ha marteze ivez e karfez gouzout gant piou e timez ? — Ia a-vad ; marteze ec’h anavezann anezhan ? — Mad, eme al loen ; n’as peuz nemet kemeret ar mellezour a zo aze, hag e weli ebarz piou eo. — Hag hou-man ha mont hep dale, na petra ’ta, ha kemeret ar mellezour ha gwelet ann hini a voa o vont da zimezi gant he c’hoar. — Anaout mad a rann anezhan, eme-z-hi. — Ia, eme al loen, he anaout a rez marteze dioc’h he welet ; ne c’houzoud ket a-vad pe seurt goaz eo : ann diaveaz euz ann dud n’eo ket hevel oc’h ann diabarz, hag he-ma a vezo pried da c’hoar, pegement-bennag m’en deuz doare. vad, a zo eur galoun dishevel enn he greiz. Taol evez oc’h ar pez a lavarann : da c’hoar a vezo ken euruz n’e devezo nemet daou dra da ober : dastum he c’hoef, dre ma kouezo diwar he fenn, ha sec’hi he daoulagad, dre ma tiverint.

Warc’hoaz, eme al loen, ema ann eured, ha m’as peuz c’hoant da vont, ez aimp hon daon. — Laouen-braz e venn da vont d’ar gear ; mar d-eo a-vad warc’hoaz ann eured, penaoz ec’h en em gavimp-ni eno, nemet war ann divezadou ? — N’as pez ket a nec’h gant ann dra-ze, eme al loen ; en em gaout abred a-walc’h a raimp, gant ma vezo great da bak gan-ez warc’hoaz da c’houlou deiz. — Great e vezo, eme ar plac’h iaouank.

— Mad eo neuze, eme al loen, da unnek heur ema ann eured, hag abarz dek heur e vezimp eno. Pa en em gavimp a-vad, eme-z-han c’hoaz, em beuz da gelenn ac’hanoud diwar-benn na boko den d’id, na da dad nag hini euz da c’hoarezed ; den e-bed enn eur ger. Lavar d’ezho ar pez a gari evit en em zigarezi, rak mar pokfe unan-bennag d’id, me da lazfe dioc’h-tu. Diwall eta oc’h ann dra-ze.

Antronoz, mintin mad, ar plac’h iaouank, great he fakad gant-hi, a lakeaz anezhan war gein he loenik, hag enn hent. Ker buhan ez ejont neuze ne glevaz hou-man ha n’e devoe amzer da welet netra, ken na voe en em gavet tost d’ar gear. — Emaomp e-kichenn ti va zad, eme-z-hi, sad’ a-hont va c’hoar, ema o tont d’am c’haout. — Diwall na bokfe d’id, me as ped, nag hi na den all e-bed. — He zad a deu d’he c’haout ive, ha pa’z int tost e lammont evit poket d’ezhi. — Arabad eo, eme ar plac’h iaouank, difenn a zo great ouz-in ; na ve ket eta dont a rafe den evit poket d’in, na goaz na maouez, rak falla tra a rafent hed ho buez e ve ann dra-ze.

Pa voe diskennet enn ti, hou-man, a voa gant-hi aour hag arc’hant, a roaz eunn dra-bennag kaer da bep-hini euz a dud ann ti, kouls d’ar plac’hed ha d’ar mevellien, evel ma’z eo ar c’hiz pa zimez unan-bennag.

N’em beuz ket lavaret c’hoaz beteg-hen e voa ar verc’h-ma, koant ha kaer pa voa eat euz ar gear ; pe mar d-eo bet lavaret ne voa gened hou-ma neuze netra e-skoaz ma voa brema ; hag ar pez a lakea ann dud souezet, eo dre ma welent anezhi gant eul loen ken heuzuz ha ken divalo. Ann dra­-ma a lakeaz daou zen iaouank a voa enn eured da lavaret etre-z-ho e voa eur pec’hed marvel gwelet anezhi evel-se oc’h heul eul loen ken iskiz, hep na c’helle den poket d’ezhi. — Evid-oun-me a raio zur, eme unan anezho, ha pa c’houfenn beza la­zet. — Diwall, eme egile, gant aoun n’as pe keuz war-lerc’h ! — Gwaz a ze, lakeat eo em fenn gan­-en, hag ober a rinn evel a lavarann.

Sada he-man em-berr hag o vont da guzet enn deresiou, evit ober gwelloc’h a ze he dro, pa vije ar plac’h iaouank kaer o tont. Kaer en devoe, gwelet e voe gant hou-man, a lavaraz d’ezhan — Mar d-oc’h eaz enn ho tillad, it ac’halesse pa lavarann d’e-hoc’h. — He-man, e leac’h mont kuit, a zilammaz a benn herr o kredi poket d’ezhi, pa strinkaz out-han flammou tan hag her loskaz eno rak-tal. He vignoun a voa o sellet, a voe dar­bet d’ezhan beza devet ivez.

Al loen dioc’h-tu a ia da gaout ar plac’h iaouank, ha kregi enn-hi, hag he zeuler war he gein evel eunn arreval, ha kuit gant-hi ac’hano, evel eunn diaoul gant he dra. Ne voe ket pell enn hent, hag ar plac’h iaouank-ma, eur fallaenn war-n­-ezhi, ne zizemplaz ken na voe enn he c’hampr. Eno e voe servichet evel ma voa bet a-raok, nemet da boent he fred ne deue ket he loenik da welet anezhi ; pemzek dervez a dremenaz evel-se.

Goude ar pemzek dervez-ze e kement-se, ar plac’h iaouank-ma a voa souezet ha nec’het, a c’hellit kredi, pa deuaz he loenik adarre. Goulenn a reaz out-hi ha ne voa ket nec’het. — Eo da, eme-z-hi, nec’het ounn bet o welet ne deuac’h ken d’am gwelet. — Gouzout a rann ez eo gwir a leverez, ha dre n’am boa ket da damall ac’hanoud evit ar pez a zo c’hoarvezet, ez ounn choumet d’ann traon da uza ann drouk a voa enn-oun, rag anez, eme-z­-han, ne vijenn ket bet marteze evit miret d’as laza.

Hou-ma, ar verc’h-ma, ne voa ket eunn diodez, na tost zo-ken, hag a wele er-vad ma komze al loen evel-se out-hi, ne voa emichans nemet dre ma karie anezhi, ha dre m’en devoa eunn tammik marc’h rouz. Dre-ze eta ne reaz van e-bed oc’h he glevet, hag e devoa fisians enn-han atao, evel a-raok.

Sada a-benn bloaz, pe evel-se, ma lavaraz al loen d’ezhi ez edo he eil c’hoar o vont da zimezi ivez, hag e voa red ez aje d’ann eured. — Da ober petra, eme-z-hi, ez inn-me ? Gwelloc’h eo gan-en choum ama, gant aoun na c’hoarvezfe gwasoc’h c’hoaz evit ann dro genta. — Ne d-euz fors petra a c’hoar­vezo, mont a ri, eme al loen. — Mont a rejont, hag en em gaout e poent hag enn amzer, evel ann dro genta.

Brema a-vad ann tad a ra difenn na ve den ken aliet fall evit mont da glask poket d’he verc’h iaouanka. — Petra dalvez difenn netra oc’h ar ia­ouankiz ? Neuze eo ez int douget gwasa da heul ho fenn, evel a reaz eunn den iaouank a voa eno enn eured. Dre ma voa bet difennet ann dra-ze oc’h ann holl, e lavaraz ha pa vije devet kik ha kro­c’henn, e pokje d’ar plac’h iaouank-ze ; hag a greiz ne zonje den e netra, ha dirak ann holl, e lammaz evit poket d’ezhi, pa gouezaz eno devet e ludu, evel ann hini kenta. Al loen neuze a zammaz ar plac’h iaouank adarre, hag a ieaz gant-hi d’ar gear.

Pa en em gavaz, e lakeaz anezhi enn he c’hampr, ha ne deuaz goude d’he c’haout nemet a-benn eur miz. Ar verc’h-ma a voa nec’het hag enouet o choum evel-se he-unanik, hep gwelet he loenik ; ha pa zistroaz he-ma d’he c’haout, e voe laouen, evel a c’hellit kredi, hag al loen ivez, rak gwelet er-vad a rea brema e voa karet gant-hi.

Koulskoude, evit anaout gwelloc’h peger braz e voa he c’harantez out-han, a-benn eur pennad amzer goude ma voa tremenet ann traou-ze, hag er mare na zonje hou-ma e netra e-bed, setu hag hen ha goulenn out-hi : — Daoust ha te a gar ac’hanoun-me evel ma karann ac’hanoud ? — Ha perak, eme-z-hi, ne rafenn-me ket ? Abaoue m’e­maoun ama ne glaskit nemet ober vad d’in ; hag evit diskouez d’e-hoc’h ne lavarann ket a c’hevier, e karfenn eureuji d’e-hoc’h. Ne dalv ket d’in lavaret a-vad, rak ne ve ket kavet beleg e-bed er vro-ma. — Ma na vez ket kavet ama, e vezo kavet e leac’h all, ha kredi a rann, eme al loen, ne c’hellfet ket miret ne eureujfemp, pa’z ounn evit lavaret ar pez am beuz c’hoant.

Setu neuze hag hi ho daou ha dont adarre da di ann tad da c’houlenn out-han aotrea dimezi. He-man ne viraz ket, dre ma wele e voa red mad d’ezhan. Kredi a rea oc’h-penn, eur weach ma vije dimezet he verc’h gant al loen, e choumje er vro, pe da vihana e c’hellje hen, he zad, mont da choum gant-hi d’he zi. Ann dra-ze a roe kalz a fisians d’ezhan, he dre-ze ez eaz gant he verc’h hag al loen da gaout ann aotrou persoun, da c’houzout diout-han hag hen a eureujfe anezho.

Ann aotrou persoun, pa glevaz petra voa, a lavaraz ne voa ket evit kemeret ar garg-ze dindan he galotenn, hag e voa red mont hueloc’h. Ar re-man neuze a ieaz da gaout ann aotrou ’nn eskop a lavaraz ive ne voa ket evit ober traou er c’hiz-ze. Ann arc’heskop goude a lavaraz, evel ar re all, ne voa ket roet ar garg d’ezhan da zimezi eur gristenez gant eul loen iskiz.

— Mad ! mad ! eme al loen neuze ; gwella tra a c’houfemp da ober, hag ar berra ivez, eo mont da Rom da gaont ann Tad sentel ar Pab ; hag ar re-man enn hent hep dale. P’en em gavchont dirak ar Pap, he-man a c’houlennaz digant ar plac’h iaouank da genta ha dimezi a raje gant al loen-ze. — Ia, eme-z-hi, dimezi gant-han a rafenn, ha me zo-ken eo am beuz kinniget ann dra-ze d’ezhan da genta, o veza ma c’houzounn er-vad ez eo eunn den, pa gomz ha pa lavar ar pez en deuz c’hoant. Dre-ze, eme-z-hi c’hoaz, ne gav ket d’in e ve netra evit miret na eureujfenn gant-han.

Ar Pab, o klevet ar plac’h iaouank, a anavezaz e voa gwir a lavare, hag e voa al loen-ze eunn den bet lakeat evel-se gant eur sorser-bennag. — Mad, eme ar Pab, eureujet e vioc’h, pa fell d’e-hoc’h ho taou. — Setu ma voent eureujet, ha laouen-braz o tont ac’hano d’ar gear. Eur fest ouz ar re gaera a voe, rak ne ket aour hag arc’hant a vanke d’ezho. Eunn dud a deuaz na voe gwelet biskoaz kemend all ; deut e voant, na petra ’ta, da eunn eured ne voa ket evel eunn all tamm e-bed, rak bete neuze ne voa ket bet gwelet biskoaz eur plac’h koant, nag eur plac’h iskiz zo-ken, o timezi gant eul loen. Ha pa na vije ket bet gwelet c’hoaz bete neuze, ann dra-ze a voa gwir ha sklear breman eno d’ann dud dirak ho daoulagad.

Ann deiz kenta a dremenaz brao-braz ; ann holl laouen beteg ar pardaez. Neuze a-vad e teuaz nec’h d’ar c’hrek nevez, dreist-holl pa voe red mont da gousket ; he nec’h ne badaz ket pell. Ann daou-ma, pa voent laosket ho daou ho-unan, al loen a lavaraz d’he c’hrek : — Aze ema ho kwele ; it ebarz ; me a choumo ama e starn ann daol. — Emichans ne choumoc’h ket, eme ar c’hrek nevez, re a riou ho pe ; ha, goude c’hoaz, ann dra-ze ne zere ket. Ha ma ve gwelet pe glevet, e ve chaog diwar hor penn ?

— Me, eme al loen, n’em beuz riou morse, hag oc’h-penn ne rann van euz a gement a c’hellfe teodou an dud da lavaret ; pa vez tremenet nao c’hant vloaz er-meaz, e traon eur wezenn, n’euz forz pe seurt amzer a veze, e c’hellit kredi ne reer forz euz a netra. Rak-se ’ta bezit e peoc’h diwar-benn traou ar seurt-ze, ha list ac’hanoun da vont, pa fell d’in ha pa’z eo red oc’h-penn.

Hou-ma, ar c’hrek nevez-ma, hep beza tamm drouk enn-hi, a lezaz neuze anezhan da vont e starn ann daol ; ha d’he gwele. Evelato, kaer e devoe, ne voe ket evit kousket muioc’h evit ki milin, da lavaret eo e devoa eul lagad prennet hag eunn all digor, da welet petra a vije a nevez. Kaer e devoe ivez ne voe ket evit kas an nec’h kuit diout-hi. Ober van ha neuz a rea da gousket, enn eur zellet dre gornik he lagad, ha setu e-verr hag hi gwelet al loen oc’h en em astenn hag oc’h en em drei war he gein ha war he gof, evel pa en divije gwentr. — Bremaik, eme-z-hi, e vezo ama eunn dra bennag a nevez, am beuz aoun.

Hou-man, enn eur lavaret ann dra-ze out-hi he-unan, ne flach na ne finv ; atao e sell a gorn, pa wel penn eunn den o tont er meaz euz a zindan ar c’hroc’henn. Ar penn-ze a voa ker kaer, ne voa gwelet kaeroc’h. Ar c’hrek iaouank ne zistro ket kornik he lagad diwar-n-han, ker mantret eo gant kemend all. Al loen a rodell hag a zirodell atao, ken a deuaz euz ar c’hroc’henn penn-da-benn ar brava den iaouank a c’hellfet da welet.

Ann den iaouank-ma neuze a grog er c’hroc’henn, a bleg anezhan e pevar, ha goude he lakeat war goubl he vreac’h, e teu da gaout ar gwele. Ar c’hrek nevez neuze, pegement-bennag ma c’hwie piou e voa, a ra neuz da veza spountet ; eul lamm a ra enn he c’hoazez, enn eur lavaret a boez he fenn : — Piou oc’h-hu ? Kit ac’halesse, ne ket c’houi eo va fried : va fried-me a zo dindan ann daol, va fried a zo eul loenik ; kit kuit eta, pa lavarann d’e-hoc’h.

— N’ho pezet aoun e-bed, eme he-man, me eo ho pried, ha tennet ho peuz ac’hanoun a boan. Abaoue nao c’hant vloaz zo emaounn dindan kroc’henn eul loen hudur, ha choumet e vijenn ken n’am bije kavet eur verc’h evel-d-hoc’h d’am c’haret ha da zimezi gan-en. Lakeat e voann bet gant eur sorserez koz enn doare ma ho peuz gwelet ac’hanoun. Setu aze va c’hroc’henn, ha brema taolit evez mad oc’h ar pez ma’z ann da lavaret d’e-hoc’h diwar he benn. Brema ni hon daou a vezo euruz, ken euruz ha ne vezo bet den beteg-hen c’hoaz, ha mar kirit e choumimp evel ma’z omp brema atao, mar grit ar pez a livirinn. Lakit ar c’hroc’henn-ze enn eur gampr, ha taolit evez mad na stokfe out-han birviken na dour, na tan, rak neuze, siouaz d’e-omp ! e vemp kaset ann eil dioc’h egile, ha n’en em welfemp mui. Setu eno ar pez ho pezo da ober ha da ziwall ; ne d-eo ket diez, evel a welit.

C’hoarezed hou-ma a voa deut d’ann eured a voa merc’hed, ha kivioul mar d-oa ; ne voant ket deut evit ho c‘hoar hep-ken ha dre garantez out-hi. Merc’hed evel-d-ho n’int kre da garet, nemet-ho ho-unan a rafent. Deut e voant a-vad evit gouzout pe seurt c’hoari a vije gant ann daou-ma enn nozvez kenta euz ho eured. Hag ar c’hoant-ze ho devoa da welet petra vije ; a reaz d’ezho lakaat, hep gouzout da zen, ober daou doull talar er zolier ma’z edont, a-ziouc’h kampr ann daou zen nevez. Dre ann daou doull-ze, ann diou-ma ho devoa gwelet kement a voa bet, ha klevet ivez petra voa bet lavaret.

Pa welaz ann diou c’hoar peger brao den e voa he-ma brema, ho doe gwarisi oc’h ho c’hoar. Bravoc’h den e deuz bet evid-omp-ni, eme-z-ho, hag eurusoc’h e vezo ivez gant-han evid-omp-ni gant hor goazed, ma na deuomp a-benn da gas anezho ann eil dioc’h egile. — Setu penaoz e vez goret drouk er galoun !

Eunn eiz dervez-bennag a dremenaz er c’hiz-ze. A benn eunn nao dervez, setu ar pried nevez ha mont da chaseal, ha lezel he c’hrek er gear gant he c’hoarezed. Ar re-ma neuze a ieaz da gaout ho c’hoar iaouank, hag a lavaraz d’ezhi : — Kleo ’ta, Mari ; a-raok ma’z aimp kuit, e tlefez diskouez d’e-omp eunn dra-bennag. — Petra eo, eme Vari ? — Gouzout er-vad a rez, pa oud bet dimezet, ne voa ket da zen evel hirio ; neuze edo dindan kroc’henn eul loen divalo. Petra eo deut ar c’hroc’henn-ze da veza ? Ne d-eo ket kollet, ha ne kwir, ha te a c’hoar e pe leac’h ema ? Diskouez anezhan d’e-omp, rak eunn dra gaer e tle beza da welet. Biskoaz kemend all ne d-eo bet c’hoarvezet gant den, nag e nep leac’h. Talvezout a ra eta ar boan e ve gwelet, da c’houzout pe groc’henn eul loen eo, pe groc’henn ann diaoul marteze. Deuz ’ta, eme-z-ho, da ziskouez anezhan d’e-omp, e-pad ma’z eo eat da chaseal.

Ar c’hrek iaouank, o kredi ne c’hoarvezje drouk e-bed, pa ne voa ket bet difennet out-hi diskouez ar c’hroc’henn, hag o kredi c’hoaz oc’h-penn ne c’hwie he c’hoarezed netra euz a gement en devoa lavaret he fried d’ezhi diwar-benn ar c’hroc’henn-ze, a ieaz gant ann diou bez fall-ze, ha tenna dira-z-ho ar c’hroc’henn er-meaz euz ar c’houfr ma’z edo.

Ann diou c’hoar a dro hag a zistro ar c’hroc’henn a gleiz hag a zeou da genta, ha goude eur pennad, unan anezho a ia kuit hag a zistro gant eur c’henaouad dour a strink war-n-han, hep koll eur diveradenn. Setu neuze ar c’hrek iaouank o skuilla daelou, o welet fallagriez he c’hoarezed a c’hoarze a boez ho fenn. — N’es peuz ket ezomm da wela evit ken nebeud a dra, eme-z-ho ; ne d-euz c’hoarvezet drouk e-bed. Ni a zec’ho ar pez a zo glebiet euz ar c’hroc’henn. Hag hi ho diou neuze ha kregi enn-han hag hen teuler enn tan da zec’hi ha da zevi.

Kerkent eunn dalm kurun a darzaz, hag a strinkaz ann diou c’hoar war ho genou d’ann douar ; hag ar pried en em gavaz eno dioc’h-tu. — Sada me deut reuzeudik gan-ez, eme-z-han ; ni a voa ken euruz ! — Hag hen ha diaveli gant-hi eur javedad, ken a strinkaz diout-hi tri vanne goad war he roched.

Ar c’hrek iaouank neuze a c’houlennaz digant ann Aotrou Doue hag ar Werc’hez, he vamm, ma choumje ann tri vanne goad-ze enn he roched, ken na deuje hi he-unan da lamet anezho. Goude ma e devoe lavaret ann dra-ze d’he fried, he-man d’he dro a lavaraz d’ezhi : — Me a ia kuit brema, ha ne c’houzoc’h ket da be leac’h ; a-raok ma kavoc’h ac’hanoun-me, ho pezo kalz a boan, hag ec’h uzoc’h daou re voutou houarn hag eur re voutou dir o vale.

Neuze ar c’hrek iaouank a wel he fried o vont ac’hano enn eur c’harr arc’hant hag aour, ha tennet enn ear gant peder goulm wenn-kann ; a-benn eunn nebeud goude ma voa nijet, ne welaz mui netra.

He c’hoarezed brema a c’hoarze hag a dride ho c’haloun, O welet e voant deut a-benn da ober ho zaol. — Brema, eme ar c’hrek iaouank, enn eur wela leiz he daoulagad, brema e rankinn mont war-lerc’h va fried ken her c’havinn, pe ken na vezinn maro, rak lakeat eo e tle ar pried beza gant ar pried, ha bez’ e vijenn bet gant-han c’hoaz, mar karjenn beza choumet hep diskouez kroc’henn e-bed d’am c’hoarezed fall. Piou en divije kredet birviken ho divije bet kemend all a fallagriez hag a zroug ouz-inn ? Biskoaz me n’am beuz great drouk, na poan d’ezho. Pa’z int bet eta ken digaloun ouzin, ha pec’hed e ve d’in laerez, diwar ho c’houst, ar c’hillek aour hag ar iar arc’hant ?

Hou-man, o kavout he zro, a ra evel a lavar, ha kuit gant-ho ac’hano hep lavaret kenavezo d’ezho. Lakaat a ra ober eur re voutou dir da genta, ha goude kemeret eur pennad bazik d’he harpa enn hent, ez a da vale bro. Kaset e devoa ive gant-hi aour hag arc’hant, muia ma c’hellaz.


————


TREDE NOZVEZ


————


Setu ’ta brema ar c’hrek iaouank-ma o vont, ha na c’hoar da be leac’h nag etrezek pe vro. Mont a ra ha bale a reaz ken na voe toull he boutou dir. Neuze e laka ober eur re all, eur re houarn a-vad enn dro-ma. Freuzet ha dispenseliet eo he dillad o vont ama hag a-hont, euz ann doullenn d’ar c’hoat, euz ar c’hoat d’ar menez, ha gwelet a ra he eil re voutou toull adarre. Evit brema a-vad, e-leac’h liou ar gened, ne d-euz war ar c’hrek paour-ma nemet liou ann amzeriou fall, liou ann naounegez hag ar riou ; brema n’eo ken nemet eskern ha kroc’henn.

Lakaat a ra ober he zrede re voutou, re houarn adarre, ha goude beza paeet anezho, ne choumaz gant-hi nemet triouac’h diner ; hag hi evelato da vale adarre. Poan e deuz, siouaz ! o sevel he zreid dioc’h ann douar, ker skuiz ha ken toc’hor eo deut da veza. He nerz a ia digant-hi, ha piou en defe souez ; aliez n’e deuz da zibri nemet koz frouez diwar ann henchou ; evit gwele da gousket, nemet korn eur c’hleuz-bennag ; da zisglavi pe da zisheolia, nemet deliou ar gwez, pa c’hell kaout c’hoaz. Setu, tud keiz, buez ar c’hrek iaouank ma, abaoue pevar bloaz zo ma’z eo eat euz ar gear da glask he fried. Piou euz ar merc’hed hirio a rafe kemend all ? Ne ve ket kavet eunn all marteze evel-d-hi dre ar bed.

Goude ann amzer-ze, ar c’hrek iaouank en em gav e-c’harz treid eur menez huel, hag enn eur zellet out-han, e lavar : — Pegouls e vezinn-me pignet war he gribell ? Seiz leo zo da bignat hep hent e-bed, netra nemet rec’hier, mein ha drez. Red eo mont evelato dre ann hent-ze, rak seul vui eo garo, seul-vuanoc’h a ze ec‘h uzo va boutou ha va c’horf ivez, ha nemet en em gavinn gant va fried, ne d-euz forz e-bed pegemend e vezo va foan.

Ar c’hrek iaouank-ma a bignaz e-pad tri dervez ha peder nozvez, ne lavarann ket heb ehana ; diskuiza a rankaz, piou ne raje, harpet oc’h meur a roc’h, hag he c’haloun dizeac’h gant ann naoun hag ar zec’hed. Pa voe war lein ar menez e welaz eur gear gaer enn tu all. — Ne d-inn ket pelloc’h evit ar gear-ze, eme-z-hi, enn eur zellet out-hi a bell. N’ounn ket evit mont hirroc’h, ha nemet ez inn beteg enn-hi a zo a-walc’h. Er gear-ze e rankinn mont enn eunn ti-bennag da zervicha, ha goude, p’am bezo dastumet eur gwennek-bennag, ez inn adarre gant va hent.

Pa en em gavaz Mari e traon ar menez enn tu all, ez eaz da ziskuiza war ar pount a voa a-ziouc’h ar ster a iea, dre eno, hag hi gwelet eunn toullad merc’hed o walc’hi, eur ragach gant-ho gwasoc’h evit na vez gant eur vandenn biged. Mari a zell out-ho hep lavaret ger. Petra a lavarche ? Great e vije bet goap anezhi. Choum a reaz eno koulskoude eur pennad mad, hag em-berr hag hi gwelet eur vaouez all o tont euz a gear, hag a voa, dioc’h ann doare anezhi, mestrez war ar re all ; rak pa en em gavaz e lavaraz d’ar merc’hed a voa o kanna : — Diwallit mad na ve kollet eur roched zo ama d’ar prins, hag a zo tri vanne goad war he bruched ; hirio e rank beza kaset d’ezhan, hag he c’haout a rankann da vont gan-en. Gant piou ema-hi ? — Gan-en-me, eme eur plac’h iaouank ; gwalc’het eo, ha gwalc’het mad zo-ken ; n’eo ket didachet a-vad, ha kaer am beuz bet he frota, he c’hanna, he zaouna, n’ounn ket bet, me nag ar re all a zo ama kennebeud, evit dont a-benn da gas kuit ann tri vanne goad-ze.

Mari a glev petra a laver houn-nez, hag a domm he goad enn he c’hreiz. Tostaat a ra oc’h ar merc’hed hag e sant ez eo toull he zrede re voutou. Pa en em gavaz e-kichenn ar gannerezed, e lavaraz : — Roit d’in, me he ped, eme-z-hi, roched ar prins a voa hano anezhi gan-e-hoc’h bremaik, ma welinn ivez ha ne c’hellfenn ket didacha anezhi. — C’houi, kaillarenn louz, eme unan d’ezhi, pellait ac’han, flear a zo gan-e-hoc’h.

— Petra zo, eme ar vestrez pa glevaz ? Petra ! ar c’hrek-ma a gomz a zoare ouz-hoc’h, hag e komzit trenk out-hi. Dalit, eme-z-hi, enn eur rei d’ezhi eur grabanad eskern, eur weach all e vioc’h furoc’h, diwallit mar kirit ! Hag ar vestrez neuze ha kemeret ar roched hag he rei d’ar c’hrek iaouank-ma.

Kerkent ha ma voe bet soubet gant Mari enn dour ha frotet eunn draik, ez eaz anezhi ann tri vanne goad. — Euz a be leac’h oc’h, eme ar vestrez d’ezhi neuze ? — Me ne d-ounn ket ac’han, nag a dost zo-ken ; me a zo ganet e Breiz-Izel a zo war-dro tri C’hant leo euz ar vro-ma, dioc’h tu ar c’hresteiz ; hag o veza ma teuann euz a geid all, e c’hellit kredi ez ounn skuiz, hag ez ounn choumet ama da ehana eur pennad, pa’z oc’h en em gavet. Naonn du am beuz, ha ma ho pe ar vadelez da rei d’in eunn dra-bennag da zibri, e rafac’h d’in kalz a vad.

— Deut gan-en, eme ar vestrez, d’ann ti-kouez ; labour hor beuz hag eno eo e vezann o choum endra bad al labour brasa, evel brema. Dre ma tle ar prins dimezi hep dale, emaomp gant ar c’houez braz. Deut gan-en eta ha bezit heb aonn, me a roio d’e-hoc’h kement ho pezo ezomm, hag eunn tamm dillad a gavinn ive, rak ho re-c’houi a zo eunn truez ; ken toull ha ken dispenseliet int, ma weler ho kroc’henn dre-z-ho.

Setu hag ar c’hrek iaouank ha mont neuze gant ar vestrez d’ann ti-kouez, hag eno e voe roet d’ezhi da zibri ba da efa ; en em domma a reaz goude he fred, ha pell braz a voa ne voa ket bet ken euruz. Pa welaz peger mad e voa out-hi mestrez ar gannerezed, e lavaraz e karje beza plac’h e lez ar roue, n’euz forz da betra e vije lakeat. Me a welo e-verr, eme ar vestrez ; ha mar d-euz eur plas vak-bennag, ho pezo anezhan, rak me a zo kar d’ann hini a zo mestr braz ar mevellien.

Ar vestrez a c’houlennaz, evel ma e devoa lavaret, ha ne gavaz da rei d’ar c’hrek iaouank nemet plas paotrez ar ier a voa maro neizur. — Dister eo ar plas, eme ar vestrez ; koulskoude ho pezo ho lojeiz hag ho poed, ha divezatoc’h ho pezo gwelloc’h.

Ar c’hrek iaouank a ia da viret ar ier, ha gwelet a ra bemdez eunn itronn pe eunn dimezel iaouank, ne c’hwie ket petra voa, o vont d’al lez douget enn eur gador-bortez. Oc’h he gwelet bemdez o vont hag o tont, Mari a c’houlennaz eunn deiz piou o voa. Setu ma klevaz e voa ann hini a iea war he boutou, da lavaret eo ann hini a dlie dimezi d’ar prins abars nemeur. — Mar gellann-me, ne raio ket, eme Vari enn he c’haloun. — Hag hi neuze ha lakaat he c’hillek aour enn avel e-touez ar ier all.

Ar brinsez-ma, rak eur brinsez e voa, o welet ar c’hillek kaer-ze, pa dremenaz dre ar porz. a voe souezet ; ne voa nemet-han gant ar ier, o veza ma voa bet treac’h d’ar c’hilleien all, ha m’en devoa kaset anezho da vale gant he vek aour, kaletoc’h, evit doare, evit na voa begou ar re-ze. — Da biou ar c’hillek kaer-ze, eme ar brinsez ? — D’in-me, eme plac’h ar ier ; bez’ am beuz bet anezhan a-berz va zad. — Mad, eme ar brinsez, me a garfe he gaout, ha bez’ am bezo anezhan. — Ne c’houzounn ket, eme ar c’hrek iaouank, ha me a werzo anezhan d’e-hoc’h ; n’em beuz ket kalz a c’hoant ho pe va c’hillek. — Goulenn anezhan ar pez a giri. — Ma werzann anezhan, ne roinn ket a vihanoc’h evit nao mil skoed hag eunn nozvez da dremen e kampr hoc’h hini koz [6]. Mar d-eo mad d’e-hoc’h evel-se, kemerit-hen ; evit a vihanoc’h n’ho pezo ket anezhan.

Aotrea a reaz ar brinsez gant-hi ar pez a c’houlenne ; evelato e voa souezet e devoa hou-man lakeat tremen eunn nozvez e kampr ar prins. Lavaret a reaz ann dra-ze d’he zad, gant aoun na vije eunn dra-bennag etre-z-ho. Ar prins koz-ma a roaz neuze gwin-kousket d’ar prins iaouank, abarz ma’z eaz d’he wele, ha neuze e voe laosket plac’h ar ier da vont enn he gampr. Hou-ma neuze a stag gant he Oremus : — Sada me deut, eme-z-hi, d’as kwelet, hag uzet em beuz va daou re voutou houarn hag eur re voutou dir oc’h da glask ; didachet em beuz da roched, ar roched-ze a voa enn-hi tri vanne euz va goad, ha ne c’hellaz den ho c’has kuit nemed-oun.

— Ar prins ne rea van ; mik e voa, ha ne gleve ket anezhi, na netra a gement a lavare d’ezhan. Hou-man neuze a ra he c’hlemmou krevoc’h-kreva ; eunn truez he c’hlevet. — Brema, eme-z-hi, e rez ar skouarn vouzar ; ne voaz ket evel-se gwechall, pa’z edoz dindan kroc’henn eul loen heuzuz. — Adalek ann noz pardaez beteg ann deiz, ec’h hirvoudaz er c’hiz-ze oc’h diskouarn ar prins ne c’helle ket klevet anezhi, ha na rea van, kaer e devoa hou-ma heja anezhan.

Da c’houlou-deiz e voe great d’ezhi mont da gaout he ier, hag hi neuze ha lakaat he iarik arc’hant e-touez ar ier all. Ar brinsez, pa dremenaz dre ar porz, a welaz anezhi hag e devoe c’hoant d’he c’haout, da lakaat gant he c’hillek aour. Paotrez ar ier he gwerzaz ive evit nao mil skoed, hag eunn nozvez da dreman e kampr ar prins iaouank. C’hoarvezout a eure gant-hi evel ma voa c’hoarvezet enn nozvez kanta, nemet ar mevell a gouske er gampr tosta, a glevaz hou-ma oc’h ober he c’hlemmou, hag antronoz e lavaraz d’he vestr : Me ne c’hwienn ket, eme-z-han, e voac’h bet dindan kroc’henn eul loen. — Piou en deuz lavaret ann dra-ze d’id-te, eme ar prins ? — Eur plac’h iaouank a zo bet aze, enn ho kampr, o tremen ann noz-ma hag ann noz all a-raok ; hi eo a lavar e deuz tennet ac’hanoc’h a boan, e deuz uzet daou re voutou houarn hag eur re voutou dir, oc’h ho klask dre gement bro a zo, hag e deuz didachet ive eur roched d’e-hoc’h a voa enn-hi tri vanne goad.

Ha penaoz, eme ar prins, eo deut ama ? — Gwerzet e devoa deac’h d’ar brinsez eur c’hillek aour evit nao mil skoed, hag oc’h-penn eunn nozvez da dremen enn ho kambr. Klemmet e deuz ouz-hoc’h e-pad ann noz kenta-ze. C’houi a-vad ne glavac’h ket anezhi, o veza ma ho poa efet gwin-kousket en devoa roet d’e-hoc’h ho tad kaer, mar bez. Enn noz-ma diveza eo bet adarre, o veza ma e devoa gwerzet d’ar brinsez eur iar arc’hant, ha n’ho peuz ket klevet muioc’h anezhi eget n’ho poa neizur. Me a-vad em beuz klevet anezhi ; eunn truez e voa.

— Tao war gement-se, eme ar prins d’he vevell, ha mir na ve da c’henou a zigorfe da lavaret ger. Va zad-kaer, mar bez, evel a leverez, eo a ziskarg d’in ar gwin-kousket. Pa vezo deuet da noz evit hen diskarga hag he rei d’in, setu petra a ri-te, pa zalc’hez ar goulou d’ezhan. Diskregi a ri euz ar c’hantolor, hag e lezi anezhan da goueza, ha neuze, pa vezo maro ar goulou, me a c’hello teuler kuit ar gwin-kousket, hag ann tad-kaer ne welo banne. Diwall a-vad na rafez ket ar pez a lavarann d’id, rak e-verr da noz e tenio adarre plac’h ar ier, evel ma’z eo deut ann diou nozvez diveza.

Ar mevell a reaz evel a voa bet lavaret d’ezhan, pa deuaz ann tad-kaer gant ar gwin-kousket dioc’h ann noz. Da c’hortoz, paotrez ar ier ne voa laouen tamm e-bed, o welet ne voa ket bet evit rei da glevet d’ar prins ar pez e devoa c’hoant. Mont a reaz gant ar ier, ha dispaka ann delienn euz al lore a gan. Ar brinsez o tremen, a glevaz kana dudiuz al loreenn hag a voe souezetoc’h c’hoaz evit na voa bet a-raok. Gouienn a reaz kaout ann delienn-ze digant plac’h ar ier, hag hou-ma a lavaraz d’ezhi ne roje ket he loreenn a vihanoc’h evit triouac’h mil skoed hag eunn nozvez adarre e kampr ar prins. — Mad, eme-z-hi, ne rann forz ; bez’ e rankann he c’haout, koustet pe gousto. — Sada ma voe prenet adarre digant paotrez ar ier. Hou-ma evit gwir e devoa bet arc’hant ha kalz zo-ken ; n’e devoa ket bet he c’hoant a-vad, hag ann dra-ze eo a nec’he gwasa anezhi.

Dont a ra ann noz, ha setu ma’z ear adarre da rei ar gwin-kousket d’ar prins. Ar mevell, war zigarez ma voa evel morgousket, a laoskaz ar goulou da goueza d’ann traon, hag ar prins neuze ha strinka ar gwin diout-han ha mont d’he wele dioc’h-tu, Ober a rea neuz da gousket ; ne rea banne koulskoude, pa glevaz ann or o tigeri, ha paotrez ar ier o tont enn he gampr.

— Sada me deut ama, eme-z-hi, evit ar weach divezan d’as kwelet. Petra dalv d’in-me lavaret ha klemm, evel am beuz graet ann diou nozvez a-raok, pa na rez van e-bed oc’h va c’hlevet. Koulskoude me eo am beuz da dennet a boan ; me am beuz didachet ar roched-ze a voa enn da gerc’henn, p’as poa lakeat va goad da strinka out-hi gant eur javedad as poa roet din. Gwaz a ze, eme-z-hi, del ivez, pa ne zihunez, eur javedad digant va dourn, evit n’am bezo netra da rebech, d’id. — Hag hi neuze ha diaveli gant-han eur palfad, gwella ma c’hellaz.

Ar prins a zao neuze euz he wele, hag oc’h anaout he c’hrek, e pokaz d’ezhi enn eur wela. Gervel a ra he vevell a deu gant ar goulou ; lakaat a ra ar prins rei dillad d’ezhi, enn eur lavaret : — Warc’hoaz ema va eured, a lavarer ; hogen n’as pez ket a aoun, me ne eureujinn ket, ha te hep-ken eo a vezo va fried.

Antronoz setu ann holl o tont evit ann eured, abarz mont d’ann iliz, evel ma voa ar c’hiz er vro-ze. Ar brinsed ar re vrasa euz ar rouantelez hag ann tad-kaer a voa eno, evel a c’hellit kredi, hag he verc’h enn he gichenn, na petra ’ta ! Laouen e voa ann holl, pa zao ar prins iaouank enn he za da lavaret : — Pa’z eo ann dervez-ma evid-oun, me a garfe goulenn eur gelenn digant va zad-kaer, ama dirak ann holl. Lavarit d’in, prins, eme-z-han, petra rafac’h ma vec’h em leac’h-me ; sada diwar-benn petra eo. Gouzout a ra ann holl ama ez ounn bet sklaf e-pad pell amzer. Enn amzer ma voann eat d’ar vro fall-ze, em boa eur c’houfr war alc’houez, eur c’houfr e voa hen-nez euz ar re gaera. Digwezout a reaz d’in koll ann alc’houez ; petra rejounn ’ta pa zistrojounn d’ar gear ? Lakaat ober eunn alc’houez nevez, ha pa voe digaset d’in, a-raok lakaat anezhan er potaill, setu ma kavjounn va alc’houez koz. Brema e c’houlennann petra da ober, pe derc’hel va alc’houez koz ha leuskel ann hini nevez, pa ne c’houzounn ket c’hoaz hag ez eo mad he-man pe fall ?

— Pa n’ho peuz ket gwelet c’hoaz petra eo ann hini nevez, pe mad pe fall, eme ann tad-kaer, gwella tra ho peuz da ober, mar kredit ac’hanoun, eo lakaat ann hini nevez enn tu-bennag, hag en em zervicha, evel a-raok, euz ann hini koz. — Ia, ia, eme eunn arc’heskop a voa eno ; ar gwella da ober eo ann dra-ze.

— Ho trugarekaat a rann euz hoc’h ali, eme ar prins iaouank. N’em beuz ket perc’hennet ho merc’h c’hoaz ; hi eo a zo ann alc’houez nevez. Hag enn eur zigas plac’h ar ier er zal, e lavaraz : — Setu ama ann alc’houez koz am beuz kavet ; hi eo a zo va grek kenta, hag hi eo a dleann da zerc’hel ; hag he derc’hel a rinn. Brema eta, prins, dalc’hit ivez ho merc’h, pa n’am beuz netra da ober gant-hi. Evit hou-ma a-vad a zo hag a vezo va grek ; poan a-walc’h en deuz bet oc’h va c’haout, ha leal, eo ne gollfe ket kemend all a boan, ha ne raio ket, pa lavarann.

Pa voe lavaret gant ar prins, ann holl a voe mantret, hag ann darn vuia euz ann dud a riklaz sioul er-meaz ac’hano ; enn ho zouez, ar prins-koz hag he verc’h, great kazek gant-hi e-kreiz ar porz.

En em gavet mad e voa ann taol, ha mall e voa gwelet o tont da vad madelez ha karantez eur verc’h, eur c’hrek ne voa ket enn amzer-ze, na breman ivez kalz a verc’hed hevel out-hi, Brema anavezet mad gant ar prins evit he bried, Mari a voe euruz gant-han bete ma marvaz, pell amzer goude. Bugale ho devoe ha bugale-vihan ; hag ann daou-ma a welaz ar re-ma braz, ha kaer, ha brudet a bell bro evit ho madelez hag ho lealded.

Setu, va zud vad, penaoz, em beuz klevet ar marvaill-ma. Grit brema ho mad gant-han, ha kredit pe ne gredit ket ez eo gwir.


————
  1. N’ho peuz ket, pour n’hoc’h euz ket. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot avoir.
  2. Me a c’hoar, pour me a oar, je sais. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot Savoir.
  3. Timezoc’h, pour timezot, 2e pers. plur. du futur de Dimezi, se marier. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot Futur.
  4. Ces mots ken na vezo neuze constituent à eux seuls une phrase, car ils signifient : dès lors et tant que cela ne sera pas arrivé, il me faut, etc.
  5. Ce membre de phrase forme une figure des plus remarquables de concision et de précision. Il est temps de dire à ta fille : Tant que ne seront pas arrivées les joies du paradis, je ne te reverrai plus ; c’est dire, en termes aussi distingués que chrétiens, ce que l’on appelle communément un éternel adieu.
  6. Hoc’h hini koz. Expression familière des bretonnes pour dire votre mari, votre amoureux.