Ar C’hok-Raden hag ar Verienen

P. Le Goffic, 1866.
◄   Ann Daou Vignoun Ar C’hok-Raden hag ar Verienen Da ziveza   ►


Ar C’hok-Raden hag ar Verienen


————


I.


Pad ann domder, ar c’hok-raden[1]
A gane nerz he gorzaillen ;
N’en doa preder nemed bragal,
Boeta c’houek, heoli ha tumpal.


Ken a venne al loenik kez,
E padje n’hanv hed he vuez,
E parje ann heal binniget,
Hag e vleunje ar prad bepred.

Na daolit ked ar mean gant-han,
Ann den zo dievez vel-t-han.
Pad m’eo iaouank, iac’h ha laouen,
Piou wel erru ar gozni ien ?

Setu deued ar goan kri,
Gand dend-Genveur[2] dindan he fri,
Ann avel a groz gant kounnar,
Ar glao a zilav ann douar.

Loenik Doue, na ganez mui ;
Krena ra da holl izili,
Krena gand naoun ha paourentez,
N’ez teuz med eunn ezen vuez.


II.


Mond a ra, mantred a enkrez,
Da di he nez-amezegez,
Eur verienen flour vel eur go,
Ar binvidika euz a vro.

— « Iec’hed doc’hu, ma itroun vad !
(Ar bevien geaz zo deread.)
» Enn han’ Doue, ma zikouret,
» N’am euz ken, er gear, fulen voed.


» Prestid d’in, pad pemb pe c’houec’h miz,
» Eur rennad kerc’h, eunn tamm gwiniz,
» Me zaskoro (feiz kok-raden),
» Greun evid greun, ha kalz ouc’h-penn. »

— Ar merien, war a leverer,
Da bresta, da rei, n’int ket kaer.
Gand eur bek rog : — « Petra, mez-hi,
» Hoc’h euz-hu gread e leac’h medi ? »

— « Me gane lirzin vid ann holl,
» A darz ann deiz betek kuz-heol. »
— « C’houi a gane ! ho ! mad awalc’h !
» Dansit breman, dansid ho kwalc’h ! »


III.


Falz pinvidik, koz verienen,
Zinac’h d’he vreur ann aluzen,
Te iudo enn tan gant kounnar :
Eul lommik dour, Lazar ! Lazar !

N’omp ket merien, ni, tud Arvor ;
D’ar paour eo digor frang hon dor ;
Bepred he kav gware ha boed,
Eur skabel e kourn ann oaled.


————


D’am c’henvreur Emil Grimaud, enn Naonet.


KEN.


  1. Ar c’hrill-zouar.
  2. Aiguilles de glace qui pendent aux toitures des
    maisons.