Ar C’hornandon du hag ar Peulvan ruz

Le Dault, 1950  (p. 227-229)




Ar C’hornandon
du hag ar Peulvan ruz


En amzer goz, pell ’zo abaoe, e oa eur roue o chom en hanternoz eus Bro Gerne. Kalz a baotred hag a blac’hed en devoa bet, met mervel a rejont holl, nemet eur mab hag eur verc’h. Ar paotr ne greskas ket eur meutad pa voe paket e c’houec’h miz gantañ, hag en e gavell e rankas chom atao. Ar verc’h a zeuas da veza eur plac’h yaouank koant, hag ar roue, he zad, he c’hare muioc’h eget n’eus forz piou.

Bez’ e oa, e Treger, eur Peulvan ruz ; klevout a eure kelou eus merc’h ar roue ; dont a reas en he bro hag he c’hasas gantañ daoust d’ar roue ha d’ar soudarded. Unnek vloaz e talc’has anezi en e gastell, hag a bep seurt a reas d’ezi. Hi ne felle ket d’ezi dimezi gantañ, hag e talc’has anezi klosoc’h eget biskoaz.

Mantret e oa kalon ar roue. Kinnig a eure hemañ sac’hadou aour d’an hini a dennje e verc’h eus a-dre daouarn ar Peulvan. Den ne c’hellas, rak an taoliou kleze ne raent ket muioc’h a zroug d’ezañ eget ma vije bet skoet gant breunennou plouz. Ar c’haz a zo nao buhez ennañ, lavare an dud : er peulvan e oa nao mil…

Eun deiz, eur vaouez koz a zigouezas e palez ar roue, hag hi d’ezañ :

« Eus a di ho merc’h e teuan, Aotrou Roue. Gant ar Peulvan ruz emañ en e gastell. Eun den hepken a c’hell tenna anezi ac’hano, hag ho mab, ar C’hornandon du, an hini eo. Kit da gavout ar marichal ha livirit d’ezañ ober d’eoc’h eur c’hleze a zaou droc’h. Ho mab a lazo ar Peulvan ruz gant ar c’hleze-se. Setu amañ eur vured : gwad a zo enni, gwad eus va c’halon. Livirit d’ar marichal teurel tri berad war an dir pa vezo ruz… Diskouezit d’in ho mab hag, e-keit ha ma vezin gantañ, it da gavout ar marichal. »

Hag ar roue d’ar marichal :

« Gra eur c’hleze a zaou droc’h d’am mab. Emañ a vont da stourm ouz ar Peulvan ruz a zo e Bro-Dreger. Gant ar Peulvan eo aet va merc’h, bremañ ’z eus eur bloaz warnugent. Va mab a ya d’he zenna eus e skilfou. »

« Mat eo, met ober ne ray ket, nemet tri berad gwad en defe da lakaat war an dir pa vezo ruz, tri berad eus gwad mamm an Dear. »

« Emaint aze, sell ! »

Ar marichal a gemer dir neuze ha, pa ’z eo ruz, e tap eur morzol. Hag heñ d’ar roue :

« Taolit warnezañ, Aotrou Roue, teir beradenn eus gwad mamm an Dear, rak anez ne dalvezfe seurt. An Dear, marteze e ouzoc’h, a zo bet lazet gant ar Peulvan, ha tri berad gwad eus kalon e vamm a zo evit laza ar ruz… »


E-keit-se e oa aet ar vaouez koz e kambr mab ar roue ; hag hi d’ezañ :

« Setu eur bloaz warnugent ’zo m’emaoc’h en ho kavell, ha deuet eo ar mare da denna ho c’hoar digant ar Peulvan ruz. »

« Gwir eo, met hepdoc’h ne c’hellan seurt. »

« Deuit er-maez. Me a zo o vont da cheñch neuz d’eoc’h. Bremaik e tigouezo ho tad gant eur c’hleze a zaou droc’h ; tri berad gwad a zo er c’hleze-se, hag e c’hellit beza dispont rak ar Peulvan. »

Hag heñ er-maez, ker skañv hag eur c’had. E vleo a oa ken du hag eur vran. Abalamour da ze e oa bet anvet ar C’hornandon du. An hini goz a dap eur wialenn vurzudus, a ro tri daol d’ezañ ganti, ha setu heñ e-giz unan-all en e blas.

« N’ouzon dare ken piou oun ! » emezañ.

« Mab ar roue, penn, kil ha troad, ha, da zeiz ar stourmad, me a vezo ganeoc’h… »

Raktal, setu ar roue o tont, ar c’hleze gantañ. Hag heñ d’e gas d’e vab. Digeri a ra dor ar gambr. Goullo eo ar c’havell.

« Pelec’h emañ va mab ? » emezañ.

« Dirazoc’h, » eme an hini goz.

« N’eo ket heñ eo. »

« Me eo, » eme e vab. « Betek va bloaz warnugent e ranken chom e-giz ma oan a-raok. Bremañ, avat, ez eus em izili nerz kant den, ha mont a c’hellan da gerc’hat va c’hoar. »

Hag en hent. Hag e tigouezont e-tal kastell ar Peulvan. Hemañ a wel anezo o tont.

« Piou oc’h ? » emezañ.

« Roue Kerne deuet da glask e verc’h. »

« He gounit a rankot a-barz he c’haout. »

« Va mab a zo amañ d’hen ober. »

Ar Peulvan a zeu er-maez eus e gastell, eur mell kleze gantañ en e zorn. Mab ar roue a denn ivez eus e c’houhin e gleze a zaou droc’h. Ha yao an eil war egile. Teir eur e pad an emgann, hep ma voe gloazet nikun. Ar Peulvan a sav droug ennañ.

« Te eo ar gouesta den bet dirazoun, met laza a rin ac’hanout ! »

Bec’h d’ezañ beza lavaret kement-se, eo faoutet e benn outañ gant mab ar roue.

« Aiou ! » emezañ. « Eur poezon a zo en da gleze, pe kemmesket eo bet gant gwad mamm an Dear. »

An hini goz a zeu neuze : « Me eo mamm an Dear. Skoit eun taol c’hoaz, mab roue, ma vezo lazet an trubard ! »

Graet eo. Ar vaouez koz a dap eur goñtell hag a ziskolp kalon ar Peulvan : « Setu paeet gwad va mab, » emezi.

Ar roue a red neuze d’ar c’hastell hag a zistag e verc’h. Hag houmañ d’an hini goz : « Ho trugarekaat, maouez vat, da veza deuet a geit-all d’am gwelout amañ ha da veza roet eus ho kwad evidoun. Petra ho pezo ? »

« A-walc’h am eus gant kalon ar Peulvan… »

Ar roue a zistroas da Gerne… A-benn eur pennad e timezas e verc’h da vab roue ar Spagn, hag e vab da verc’h roue ar Skos. Friko a voe, e c’hellit kredi… Me a oa just o tremen dre eno en deiziou-se, ha va lod am boe.


Ar Bobl,
mae 1906.