Ar C’hy hac an Dànvad.

◄   Ar Raz hac ar Glesqer. Ar C’hy hac an Dànvad. Ar C’hy hac ar Sqeud.   ►



FABL 4.


Ar C’hy hac an Dànvad.


Eur c’hy deus e volonte vad
Dirac ar bley a accus an dànvad :
Tri hectolitr hed, emezàn,
A rencq din-mèn an dànvad-màn.
An dànvad voa disanoudec
Er pes en devoa goulennet ;
Mæs ar bley o vea presant,
E roas e gonsantamant.
An dànvad a zigaree
Da zonet da bea e c’hle.
Ar c’hy en cit dirac ar jug ;
Neuse e teuas da revus.
Ne glean netra, emezàn,
En fesson ebet d’ar c’hy-màn :
Ar bley en tu gantàn a voa ;
N’en dê qet just din e bea.
Eur bromesse a ve forcet
Ne gle qet a vea heuliet.

Sans moral.


Ar proverb a lar evellen :
Ar fors n’en deus qet a lezen.
An autorite tremenet
È n’obligation cesset.
Tromplezon ha filoudiach
A verit eur memeus partach,
Ha, mar be possubl, rustoc’h fod,
Evit beza brassoc’h ho lod.


————