◄ Ann Hend Houarn | Ar Fubuen | Hirvoudou ar Chaseer ► |
Displek da astellik !
Ma Fubuen koantik !
Mistr ha kempen,
War gribel ar c’hoummenn
Nij, herruz ha skan ;
Vel ar gwelan.
Prim, prim, a denn-askell
Ma doug eta, pell, pell,
Ouc’h ann douar
Ker karged a c’hlac’har,
Ker leun a boanniou kri,
Hudur a bri.
War da c’horre, mor frank,
Ne weler ket a fank,
N’euz na drezen,
Linaden, na spernen,
N’euz med ann dour, ann Ee,
Brazter… Doue !
Peger brao eo beva !
Peger brao alana !
A-uz, heol splan,
Mor eonuz dindan,
Gourdrouz skiltr ann avel
Er wern huel.
Ho Peger stang e red
Ar gwad, er gwazied,
Hag er galoun.
Dibled, ha dispouroun
A drid zard, ha laouen,
Gand ar wagen.
Levenez ha didu !
Gweled brao a bep tu,
Ar peskik drant,
Al labousedik koant,
Lirzin, o tarnijal,
Pe o vragal.
Barz enn oabl glan, al loar,
Da noz, skedus, a bar ;
Stereden gaer
Patrounez ar sturier,
Ave Maris stella !
Mater Alma !
Alies e sonjer
Enn dousig-koant, er ger,
Er vamm, enn tad,
Ha gand hir huanad,
ann daelou tomm ha flour
A ruill enn dour.
Eunn deiz, pa zavo kroz
War zu enez ar Zaoz,
Dispak da flemm !
Dispak da flemmig lemm !
Gand herr a darz kalon
Beac’h d’al Leon !!!
Pegen kaer eo mervel,
Evid-out, Breiz-Izel !
Kreiz ann tarann,
Ha krozmol ann emgann ;
Ar mor glaz evid be
Gant gwalc’h Doue.
Displek da astellik !
Ma Fubuenn goantik !
Mistr ha kempen,
War gribel ar c’hoummen
Nij, herruz ha skan,
Vel ar gwelan.