Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 572-580)



AR GÉANT LIZANDRÉ


Aotro ar Voas-c’hlaz, en Lanloup


________


  Etre Coat-ar-Skinn ha Lezobre
’Zo assinet un assamble ;

  A zo assinet ur gombad,
Doue d’ reï’ d’ezhe beaj vad ;

  Doue d’ reï’ d’ezhe beaj vad,
Ha d’ho re, er gêr, kêlo mad !

  Aotro Coat-ar-Skinn a lâre
D’ann aotro Lezobre, p’hen salude :

  — Bet ’m eûs lizer digant ar roue
Da gaout brezel ouzid, Lezobre.

— Mar t-eûs lizer da gâd brezel ouzinn,
Diskouez da lizer, m’hen lenninn.

  — Disterra paper ’zo em valisenn,
N’ rofenn ket da lenn d’un azenn.

  — Mar d-on-me azenn, a dra sur,
Me n’en ket azenn dre natur ;

  Ma zad oa jeneral arme,
He vab Lezobre ’vo iwe.

  Aotro Coat-ar-Skinn, mar permetet,
Mont da Santes Anna Wened ;

  Mont da Santes Anna Wened,
Am eûs c’hoas ur wez prometet.

  — Bonjour d’hec’h, Santes Anna Wened,
Deut ’on c’hoas ur wez d’ho kwelet ;

  Tric’houec’h kombad ’m eûs kombatet,
Ha tric’houec’h am eûs goneet ;

  Ho zric’houec’h am eûs goneet,
Dre ho krâz, Santes Anna Wened.


  Hec’h an brema d’ann naontekvet,
Grêt c’hoas ur mirakl em andret ;

  Ha me reï’ d’ac’h un donezon
Vô agreabl ’wit ho pardon ;

  Me a roïo d’ac’h ha kaler
Ha gwiskamant d’ho seis aoter.

  Ann aotro Lezobre a lâre
D’he bajig biban, en de-se :

  — Ma faj bihan, em breparet,
D’ar gombad a renkomp monet ;

  Mar mankan d’ann assination,
’Vinn komerret ’wit ur poltron.

  — Ma mestr, ouzin-me mar sentet,
D’ar gombad-se na efomp ket ;

  Bez’ zo tric’houec’h kant a soudarded,
Ha kement-all a dragoned ;

  Ha kement-all a dragoned,
Sur mad omp da vea lac’het.

  — ’N despet da deod ’nn hini ’gomzo,
D’ar gombad-se ni a ielo.

  ’Nn aotro Lezobre a lâre
D’he baj bihan eno neuze :

  — Blerimet ho kleve ouz ma hini,
Ha deut neuze d’ar gombad ganin ;

  Em dalc’homp hon daou ’n ur gever,
Ni droc’ho dir ’vel ann awel.

  Hag war-benn un heur goude-se,
’N defoa lac’het Lezobre ’n hanter an-hê ;

  Hag he baj bihan, en tu-all,
Hen d-eûs lac’het ur c’hement all.

  Arme ’r roue ’zo bet lac’het,
’Nn aotro Lezobre ’zo kiriek.

  Ar roue, pa hen d-eûs klewet,
D’he baj bihan hen eûs lâret :

  — Ma faj bihan, em breparet
Da vont brema da Sant Briek ;


  Ma efet d’ Sant Briek fete,
Da gomz ouz ’nn aotro Lezobre ;

  Da gomz ouz ’nn aotro Lezobre,
D’ lâret d’ehan dont ma bete.

  Paj ar roue a lavare,
En Sant Briek pa arrue :

  — Bonjour a lâran d’ar gêr-man,
’Nn aotro Lezobre pelec’h eman ?

  ’Nn aotro Lezobre, p’hen eûs klewet,
He benn er fennestr ’n eûs lakêt ;

  He benn er fennestr ’n eûs lakêt,
Da baj ar roue ’n eûs lâret :

  — Salut d’ac’h-c’hui, paj ar roue,
D’ betra ’c’h eûs ezomm Lezobre ?

  — Mé ’zo deut a-beurs ar roue
Da lâret d’ac’h dont he vete ;

  Da lâret d’ac’h dont he vete,
D’ gombati ouz he vorian goue.

  — Paj ar roue, d’in-me lâret,
Petra ’r morian a bini komzet ?

  — Mar lâret n’am diskuilfet ket,
Me a gonto d’ac’h he sekret :

  Ar morian-se, ma den paour,
Hen eûs sur maji ann Diaoul.

  Pa dolo he zillad d’ann douar,
C’hui a dolo ho re war-var,

  Ha pa deuio d’hoc’h aviza,
Tolet dour binniget gant-han ;

  Pa ’z aï’ ar morian en ér,
Lakêt ho kleve d’hen digomer.

  — Dalet, pajig, setu kant skoed,
Pa hoc’h eûs ma avertiset ;

  Pa hoc’h eûs ma avertiset,
Penamet-hoc’h vijenn lac’het.

  Ann aotro Lezobre ’lâre,
En pales ar roue p’arrue :


  — Bonjour d’id, emeban, sire,
D’ betra t-eûs eomm Lezobre ?

  — Lâret ’m eûs d’id dont ma bete,
D’ gombatti ouz ma morian goue.

  P’arru ’r morian bars ar sâl,
E tol he zillad d’ann douar ;

  E tol he zillad d’ann douar,
Lezobre dol he re war-var ;

  Pa deu d’ehan hen avizan,
E tol dour binniget gant-han ;

  Pa ’c’he ’r morian bars ann êr,
’Lake he gleve d’hen digomer.

  Morian ar roue ’zo lac’het,
Ha Lezobre a zo kiriek.

  Ar roue, pa hen eûs gwelet,
Da Lezobre hen eûs lâret :

  — Hast kaer, emehan, Lezobe,
Tenna da gleve euz ma morian goue.

  — N’ brisfen ket dougen ur c’hleve
’Zo bet en morian ar roue.

  Ar roue, pa hen eûs klewet,
D’he gourtisaned ’n eûs lâret :

  Ma c’hourtisaned, em breparet,
Rag Lezobre ’renk bea lac’het !

  Lezobre, pa hen eûs klewet,
Ur saill dre ar fennestr ’n eûs grêt ;

  War geign he varc’h ez eo pignet,
Ann hent braz hen eûs komerret.

  Pa oa bars ann hent o tonet,
Tud o charread foenn ’n eûs kavet ;

  Tud o charread foenn ’n eûs kavet,
Hag ouz ar mestr ’n eus goulennet :

  — Lakêt ma marc’h bars al limon,
Ha war ar foenn tolet anon.

  Paotred ar roue c’houlenne,
Pa oant o tremen, prest goude :


  — Mestr ar foennerien, d’imp lâret,
Lezobre n’hoc’h eûs ket gwelet ?

  — N’hon eûs ket gwelet Lezobre,
Na anveomp ket ann den-se.

  Pa oa ann dud-se tremenet,
Lezobre ’n eûs d’ezhe lâret :

  — Mar arruan c’hoas er Voas-C’hlaz,
Eno ’m eûs pewar c’hanon braz ;

  Gant grâz Doue ha ma diouvrec’h,
Me ’savo troupo ’r roue ’n nec’h.

  En Sant Briek p’ê arruet,
Lizer d’ar roue ’n eûs skrivet :

  — Na gavfet den bars ar c’hontre
A gomzfe enep Lezobre ;

  A gomzfe enep Lezobre
Balamour d’ar fripon ar roue !


─────────