Ar Geillenen en em vant drest muzur.

◄   Ar Gegin. Ar Geillenen en em vant drest muzur. Ar Verienen hac ar Geillenen.   ►



FABL 32.


Ar Geillenen en em vant dreist muzur.


Eur chariot voa o qerzet :
Ar c’hocher a stracqe e fouet.
Er blassen eus ar redadec
Ar rojou ha treid ar c’hezec

A zave cals a boultr en êr :
Ne voa qet pussubl guelet scler.
Eur geillenen a lavare,
Er chariot en e c’hoaze :
O ! peguer bras eo ar boultren
A meus mèn savet er blassen.

Sans moral.


Ar fablen-màn a apparchant
Eus ar re o deus santimant :
Manific bras gant ho c’homso
Evit laëres an enorio
Hac a ve gleet d’ho nessa,
E tesiront e gaout gant joa.
Petra bennac ma vent grossier
O deve c’hoant ho c’histimfer.


————