Ar Govezion bep bloas

L. Prud’homme, 1817  (p. 180-181)


Eus ar Govesion bep bloas.

An drede gourc’hemen eus an Ilis on oblich da govessaat da neubeutàn ur veich ar bloaz d’on Pastor legitim. Chetu amàn ar gourc’hemen, Concil a Latran, pevarvet general, can. 21, er bloas 1215. « Pep hini, pot ha plac’h, arru en oad, hac en usaich a ræson, a govessao fidelamant e oll bec’hejo da neubeutàn ur veich bep bloas d’e Velec propr… Маr manq d’an dever-se, e vezo privet enpade vuez da antren en Ilis, en douar biniguet goude e varo. Mar fell da unan benac covessaat da ur Belec-all, evit ræsonio mad e c’houlenno hac e c’hobteno permission digant e Velec propr ; ep ar bermission-se un all na ell nac effaci na reten e bec’hejo ». Chetu a-se sclæramant ar govision nul groet da ur Belec ep permission ar pastor legitim. Ur govision nul ne deo quet ar govision commandet ; rac an Ilis na gommand quet an drouc, mæs ar mad. Ur guir gristen n’en em gontant quet da govessaat ur veich ar bloas ; rac piou a garfe exposi e silvidiguez enpad ur bloas mar en deus c’hoas dougeanç Doue ha desir da sauvetaat e ine ? Quen lies gueich on deus ar malheur da gometi ar pec’het marvel, quen lies e tleomp caout recours d’ar Sacramant a Binigen. Seiz vloas eo an oad a usaich a ræson. An Ilis en ur ordren ar govision ur veich ar bloas, na c’houlen evit observi ar gourc’hemen nemet ur govision bep bloas ; mæs dre indulgeanç e ra quement se, evit non pas augmanti ar pec’het dre ar violamant eus he lezen, ma e dige commandet ar govision bep miz el lec’h bep bloas.