FABL 116.
Ar Had hac ar Vaut.
Eur had eun deves a voele
An tortu gorrec o vale,
A larras neuse meur a dra
Evit ober goap anezàn :
E vlam hac en mimpris da vad
Abalamour ma voa goustad.
An tortu, pa voa mimprizet,
En just eo en em gemeret.
Ne roas respont-all ebet
E ziffia d’ar redadec,
Gant fermete ha gant courach.
Eben ive a acceptas,
Ha pa voaint ho daou accordet
D’an andret ma cleyent qerzet,
Al louarn a anvjont neuse
Evit bea juj entreze.
An tortu so prest partiet :
Ar c’had e deus pell gortoët,
Avantajet ar pez a garje
Abred e cave e vije.
Cepanant an tortu bepred,
Pa zalc’h a dosta d’en andret,
Dre ze o terc’hel contunu,
Gant ar born qenta e c’haru,
Hac ar bris en deus gouneet,
Gant ze ar had voe estonet,
Ma vilij e lezoreges
Ompinion e zalvoudeges.
Al louarn goap a gommanças :
Avizet fall, a lavaras,
Discq eur vech-all pegement so
A zotis ebars e sonjo,
Ha pa vo ar poent mont d’ar par
En em servich eus da ziou-c’har.
Sans moral.
Dre ar had eo reprezanted
An dud a so fals avizet,
Evite da gavet galloud
E teuont re d’en em fioud ;
E vent alies tremenet
Gant tud davalo ha gorrec :
Hac an tortu a represant
Eur speret gorrec, comprenant,
A gonzider a ziaraug
En dud a voelont o caout faut,
Evit galloud dre finesse
Bea victorius var-nê.
|
|