Société de la Presse catholique, 1900  (p. 49-52)



AR JIKOLODEN


Air : Hirondelle légère.



{
    \clef treble
    \key d\minor
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 6/8
 f'4 g'8 a'8 g'8 f'8 | c'2. | \break
 f'4 g'8 a'8 g'8 f'8 | c'2. | \break
 a'4. g'4 a'8 | c''4. c''8 g'8 a'8 | \break
 bes'8 a'8 g'8 d'4. | e'4 f'8 a'8 g'8 f'8 | \break
 c'2. | a'4. g'8 g'8 c'8 | f'4. r4  r8  \bar "|."
}
\addlyrics {
Eur zul -- ves, o pour -- men,
Hed da hed eur flou -- ren_;
Drant ha di -- bre -- der,
E klas -- kis eur ska -- bel,
E’r gou -- dor d’an a -- vel,
Var bor -- dik eur ster.
}
  \layout { line-width = #125 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }

II


E’n tu al d’ar sterik
E veliz eur plac’hik
O kutuil bleûniou ;
Ha me chomm amguzet
Gant ar c’hoant d’he guelet
Dre douez an delliou.


III


Ker koantik e c’haven
Gant he jikoloden
Var e bleo dû pod,
Hag he lagadik glaz,
Sklear evel ar mor bras,
Var dreaz guen an aod.


IV


P’he devoa kutuillet
Pep seurt bleûnv marellet,
A leiz he barlen,
E koulmaz anhezo
Var eur brankik bezo,
Gant eur vrouanen.


V


Hag e’n eur ho c’houlma
He c’hleven ho kana
Var ar gurunen,
Gant eur vouez ker seder,
Ha mouez eun alc’hoeder
Eur zônik laouen.


VI


« Te, va c’hurunennik,
» E m’ hano da m’ dousik,
» Te ’ lavaro :
» Ar plac’h a m’ blansounaz
» Da garo varc’hoaz,
» Da garo ato.


VII


» Va bleûniou a wenvo
» Va c’houez a dremeno
» ’Vel eur bouil moged ;
» Mez kalon da vestrez,
« Rozen a garantez,
« A vleûnio bepred.


VIII


» Ia, mignounik tener,
» Keit ha ma redo ’r ster,
» Varzu ar mor doun,
» E chommo da hano,
» Disklabez ha beo,
» Moullet e m’ c’haloun.


IX


» Keit ha ma rei brezel
» Ar skoul d’an durzunel,
» Ar bleis d’an danvad,
» Me ’vago kasôni
» Enep kement hini
» Rai d’id kalonad.


X


» Keit a ma richano,
» Var he bodik dero
» Ar rouzardennik,
» Me a gano ivez
» Sounik va c’harantez
» Var bank va lochik.


XI


» Kentoc’h e vo guelet
» Ar pesk o tilammed,
» Var an douar letoun,
» Eget na dremenin,
» Heb tridal ha c’hoarzin,
» A biou da m’ mignoun.