Ar Jouiz braz


dastumet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1873


AR JOUIZ BRAZ.

(IEZ TREGER).

Pa oann o tont euz ann ofiz
War sich ar groaz e remerkiz
Pevar lakez hag eur Jouiz.
 
Ar Jouiz braz o c’houll ouz-in :
« Plac’h iaouank, c’houi euteur dimin ? » (bis.)

Allaz ! ha me a voa iaouank
A laraz d’hean oann kontant.

 
Hag o rei d’in eunn diamant :
« Dalc’het hoc’h arrez, merc’h iaouank. »

Ebarz er gear pa erruiz
Barz er gampr wenn en em lakiz,
Ha da wela e kommansiz.

Ma mamm ouz-in e deuz goullet :
Ma merc’h, vit petra e welet ?

Mar erru ar Jouiz aman
’n han Doue ma nac’het out-han.

Oa ket he c’homz peur achuet
Ar Jouiz braz zo antreet

« Na bonjour ha joa enn ti-man,
Pelec’h e man ma dous Louizan ? »

He mamm d’hean ’deuz respontet :
Boe ma voa et d’hec’h ofern bret
Goudevez, n’am euz hi gwelet.

 
O reit-hu d’in ann alc’houeo
Mar man war dro me he c’havo.

’n alc’houe ar gampr wenn eo kroget,
He dous Louizan en deuz kavet

Louizan ar Rouz ’n em breparet,
Dont gan-in doc’h-tu a renkfet.

Kar ho preur Louiz em euz kavet,
Ar beamant en deuz touchet :

Pevar c’hant skoet enn arc’hant gwenn,
Ha kement all enn aour melen.

Louizan ar Rouz a c’houlenne
Digant he mamm pa ziskenne :

Ma mammik paour d’in leveret,
Gant ar Jouiz ret vo monet ?

Neal, ma merc’h me na oun ket
Digant ho preur Louiz e c’houlennfet.


Ma breurik Louiz, d’in ho ! leret
Gant ar Jouiz ret vo monet ?

Ia gant ar Jouiz ret vo monet,
Ar beamant a zo touchet.

Pevar c’hant skoed enn arc’hant gwenn
Ha kement all enn aour melen.

Itron-Varia ann Drinded,
Me zo gret d’in vel d’al loened.

Me a zo gwerzet enn eur foar
E c’hiz d’eunn aneval brutal.

Mez, ma mamm baour livirit d’in
Petore habit a wiskin.

Gwisket ann hini a geret
Birviken gant joa n’he uzet.

Met gwisket unan benaket
Hag a vo skan d’hec’h da gerzet.

 
Ar Jouiz braz oa tal ann tan
Hag a lavaraz d’hei buan :

Gwisket ann hini a geret,
Evit kerzet na refet ket.

Man ’n ankane enn toull ar porz
Ha dibret kloz euz ho kortoz.

Houarnet eo gant leton gwenn
Eur briz zulaouret enn he benn.

Eunn dibr arc’hantet war he gein
Louizaik ar Rouz vit ho tougen.

Louizaik ar Rouz a lavare
War gein hec’h ankane pa bigne :

« Adeo a larann d’am broiz
Nemed d’al laer, ma breur Louiz,
En deuz ma gwerzet d’ar Jouiz.

Me garfe klan ma breur Louiz
Ken a c’harife greg ar Jouiz
Da laret d’hean : « Zav a-lese, Louiz. »


Pa voa o tremenn Pontorson
Ec’h eure eur strak he c’halon :

« Kri oc’h c’houi evel eunn ijen
Pa na welet euz hen tremen.

Ha c’houi welet ma ankane
O vont d’ann daoulin koulz ha me. »

Mez, Jouiz braz, livirit d’in
Ha n’oun ket erru tost d’ho ti ?

Kant leo a zo c’han da Bariz,
Kant leo tu all man bro ar Jouiz.

Ar Jouiz braz a lavare
D’he vamm er ger pa-n-arie :

Chetu deut gan-in aman
Brava plac’h iaouank a gavan.

Perag n’he lezel gant he zad
Mar n’eo ked deut gant he grad vad ?
E man ’n dour war he daoulagad…


Pa vo bet eur pennad barz ma zi
Me a gontanto anezhi…
 
Ar Jouiz braz a lavare
Da Louizaik ar Rouz neuze :

Louizaik ar Rouz, deut d’am c’hamp
Da zibab aour a vesk arc’hant.

— Well ve gan-in bean em bro
konta viou a dousenno.

— Louizaik ar Rouz, deut d’am c’hamp
Da glevet son ar violauz arc’hant.

Well ve gan-in hep laket mar
Klevet chas ma bro o c’harzal.

— Louizaik ar Rouz, deut e ker
Evit choaz etof ha mezer ;

— Evit choaz lien Hollanda
Ha dantelez euz ar c’haera.


— Eur vroz barlin ve well gan-in
Ma vije ma mamm he roje d’in.

Louizaik ar Rouz a lavare
Diwar frenestr he c’hampr eunn de :

Avis a ra d’in e klevan
Kok indrez ma zad o kanan.

— Penoz oufac’h klevet anean
Ha c’houi pemp kant leo out-han ?

Louizaik ar Rouz a lavare
Diwar frenestr he c’hampr eunn de :

O laouenanik, evnik nij
Gra ma gourc’hemenno d’am broiz,

Nemed d’al laer, ma breur Louiz,
En deuz ma gwerzet d’ar Jouiz.

Lavar d’hee vin tal ann tan
O tomma eur jouiz bihan ;

Eur bugel ker kaer hag ann de
Euz Louiza ar Rouz henvel ec’h e.


Mamm ar Jouiz p’he deuz klevet
Na d’he mab e deuz lavaret :

— Ar bed a c’hoari zo gant-hi…
Kemer da gleve ha laz-hi.

Troc’h-hi a dammo, taol-hi er mor
Ar pesked he c’haso d’he bro.

— Zalo kroaz, ma mamm, ze na rinn ket
Me meuz evit-hi kalz a respet.

Ar Jouiz braz a c’houlenne
Euz Louizaik ar Rouz neuze :

Louizaik ar Rouz d’in, ho ! leret :
Pe c’houi am c’har, pe c’houi na ret ?

Ia, Jouiz, ho karet a ran
Evel ar galon a zougan.

C’hoaz davantaj me ho karo
Mar karet dont gan-in d’am bro.


Daou ankane zo er marchosi
Unan zo d’hec’h, unan zo d’in.

Hag et gant-han pa geret d’ho pro,
Me em euz potred hag ho kaso.

Et gant-han d’ho pro pa geret
Arc’hant da vont na vanko ket.

Met evit ma mab n’ho po ket
Hen-nez nevo ar choaz euz ar merc’hed.

Louizaik ar Rouz a lavare
War gein hec’h ankane pa bigne :

Muia chagrin am euz breman
Ec’h eo ma mab a chom aman.

Louizaik ar Rouz a c’houlenne
Enn ti he mamm pa-n-arie :

Bonjour ha joa holl enn ti-man,
Petra neve a zo aman ?
Banket eunn eureud a gredan.


Banket eunn eureud ne deo ket,
Ofern genta ho preur beleg.

Ha manet eo klan ho preur Louiz
Boe ma oc’h et gant ar Jouiz.

Louizik ar Rouz p’e deuz klevet
Da gichen he wele eo redet,

Zav a-lese eme-hi, Louiz,
Chete erru greg ar Jouiz.

Ha hastet buan ha depechet
M’ efomp d’ofern ma breur beleg.

Oa ket he c’homz peur achuet
He breur Louiz a zo bet zavet.

Ho daou d’ann iliz ec’h int et
D’ofern genta ho breur beleg.

Ar beleg iaouank a c’houlle
He gein d’ann oter pa zistroe :


Petra zo neve enn iliz-man ?
Me a zant ma gwad o tomman.

N’euz netra neve er bourk-man
Met eo erru ho c’hoar Louizan,

Met eo erru greg ar Jouiz
Ha rentet iac’h ho preur Louiz.

Ha kredet hardi eo gwir ze
Braz e oa ar joa entre-he !…

Kanet gant Mari Ferchal, nezerez koz, e Gwengamp.


————