Ar Marc’h hac al Leön.

◄   Ar Glesqer hac an Ijen. Ar Marc’h hac al Leön. Al Loenet hac al Lapoucet.   ►



FABL 36.


Ar Marc’h hac al Leön.


Eul leon a yez buan avoalc’h
Evit esse dibri eur marc’h ;
Mæs deus e ners disezisset,
Gant ar gosni e voa fallêd.
Ma gommanç sonjal ar voyen
Penaus e c’halje dont aben :

M’en eum c’hra meudeucin neuze,
Ma coms d’ar marc’h a gement-ze.
Ar marc’h o veza e glevet,
Ar flaud en deus anaveet,
Hac e teuas neuse gant mal
Da sonjal eun drompleson-all.
N’eus qet pell ne voa tremenet
Dre eun andret a voa spernec,
Ma voa en e droad anfoncet
Eun tam spern hac a voa gorret,
Ma pede ar meudeucin qez
Da denna anezàn e mæz.
Al leön a accordas tout,
Hac ar marc’h deus e oll c’halloud
A sco anezàn var e dal,
Hac a bartias quit ractal.
Neuse eur boan vras en devoe
Eus en em sevel ac’hane,
Rac bea voa casi lazet
Gant an tol-ze en devoa bed.
O ! dougen a ran, emezàn
Ma recompanç ar veach-màn,
Demeus ar sotis a meus gred,
Hac ar marc’h so just partiet.
Venjet en deus eun dromplezon
Dre eun all gant cals a reson.

Sans moral.


Eun inimi hac a zisque
Dirazoc’h scler avoalc’h e c’he
N’en dê qet da vea doujet
Evel pa greder mignonet

Seblanti o deus amitie ;
Ha rac ze divoallet raë.


————