Ann dispounta rak ar maro
Eo ar gwella kristen a zo.
Ann ankou, kaer en deuz, ne gav gant ann den fur
Ann dro d’her paka vak.
Ar fur war c’hed atao, ha great gant-han he bak,
Atao zo krog er stur,
Dre m’en deuz a-bell zo en em gelennet mad,
Eo red d’ezhan mervel a-bred pe zivezad.
N’euz mare dioc’h mare, bepred ema ’nn amzer
Da vont diwar ar bed : hirio, warc’hoaz, e-verr.
Gant hi ’voar krog-diskrog : evel ann dour a red,
Ar vuez deiz ha noz a dremen hed-a-hed,
Hag a gav, enn eunn taol, ar mor doun d’he beuzi.
Eul lezen eo d’ann holl, red eo plega d’ezhi.
Map tiern, evel map tiek, ar bugel, ann tad-koz
A rank dastum ho stal, ober ho lamm er foz
Pa sko ar morzol braz war boull ho c’halounou.
Skuba er meaz zo red, ah Iou ! ah Iou ! ah Iou !
N’euz forz pe oad hor beuz, pe vadou, pe c’hened,
Kaer hor bezo bale, mont d’ar penn all ar bed,
Oc’h hon heul e pep leac’h e vezo ar maro ;
Karrigel ann ankou gant rod ar bed a dro.
He falc’h zo war hor penn, gweach a zindan hon troad ;
Koulz a gleiz hag a zeou e touz ar ieod er prad.
Eur falc’her dispar eo, ne baouezo biken,
Endra vezo ann heol a para war ann den.
Betek ann diveza holl e vezimp stropet,
Piou zo n’her goar er-vad ? Kaer a zo lavaret,
Evelato ann den a laosk, dre he ridel,
He skiant a c’hreunennou da vont gant ann avel.
Eunn den toc’hor ha kant vloasiad
Enn eur glemm doaniuz war he stad,
Lavare d’ar maro rea d’ezhan re a-bred,
Heb beza war he du, mont er meaz euz ar bed.
— « Re zivezad, ’me z-han, ez ounn bet kelennet ;
» Hag hen zo leal mervel ker buan ha lavaret ?
» Gortozit c’hoaz, mar plij, ma teui va greg gan-en :
» Va map a zo iaouank, gedit ma vezo den ;
» Roit d’in-me amzer da zevel
» Tal-benn va zi a-raok mervel.
» Hag a er zo war-n-hoc’h, ankou ken didruez ! »
— « Paotr-koz, eme he-man, arabad ho pe souez !
» Klemm a rit heb abek e teuann re a-bred ;
» Ha n’ho peus-hu kant vloaz ? Kavit d’in-me, m’ho ped,
» Eunn all war dro ama zo ker koz ha ma’z oc’h ?
» Kavit d’in, a bell bro, daou zen a ve kosoc’h ?
» A-raok dont, eme c’houi, me a dlie ho kelenn,
» Ho lezel eur pennad da starda hoc’h hordenn,
» Da renka mad ho stal, dre skrid ha war baper,
» Da beur-zevel ho ti, da rei greg d’ho penn-her.
» Ha ne voa eur gelenn, pa’z ea e-biou d’e hoc’h
» Ar skiant hag ar spered, pa ne voac’h evit loc’h,
» Pa n’ho poa mui a vlaz, pa ne glevac’h berad,
» Oc’h sklerijenn ann deiz p’oa dall ho taoulagad,
» Pa voa pep tra ’vid hoc’h evel na vijent ket,
» Pa voa ho kar, ho cheo dre ar rolec’h chalet,
» Pa voa ann heol laouen eat diwar ho treuzou,
» Pa n’ho poa perz er bed, na perz enn ho madou,
» Ha ne voa, lavarit, ha ne voa eur gentel
» E tostea ar mare, ann amzer da vervel ?
» Gwelet ho peuz ho mignouned,
» Darn maro, darn toc’hor, darn all gant ar c’hlenved.
» Evit diskouez d’hoc’h eo, e daou pe e tri c’her,
» Ez oc’h bet kelennet hag ho peuz bet amzer.
» Gan-en brema, paotr-koz, e rankit dont dioc’h-tu
» E pe zoare-bennag ema gan-hoc’h ann tu ! »
Ne lavare ket gaou : pep den, deut d’ann oad-ze,
Dioc’h taol fest ar bed-ma mont laouen a dlefe,
’Nn eur drugarekaat ha great he bakaden ;
Rak pegeid e c’heller, o tenna war ’nn neuden,
Dale c’hoaz d’he zerri ? — « Perak ’ta klemm, den koz ?
» Gwelit ar re iaouank, war vale deiz ha noz
» O vont hag o kerzet, o redek da bep bro
» Da glask enor, madou heb aoun rak ar maro.
» Ar re-man zo diskiant, ha n’oc’h out-ho evel ?
» Evel d’ho, ’vel ann holl, allaz ! red eo mervel. »
O klevet va frezeg arabad e ve poan :
Ann den a-zioc’h he vez a varv gant muia doan.
Mervel, mervel zo kriz, pa ne c’hell ann ene,
Eat dre ar muzellou, dont er c’horf adarre.