Ar Miliner, he Vab hag ann Azen

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Miliner, he vap hag an Azen.

Bombard Kerne Jabadao ha kaniri
P. Le Goffic, 1866  (p. 98-104)


AR MILINER, HE VAB HAG ANN AZEN


————


I.


Eur miliner — he vab hena —
(Daou c’henaoueg ar re wasa)
A lekeaz eunn deiz enn ho fenn
Mond da foar Vre gand ho azen.


Vit hen miroud diskuiz ha zard,
E stakchond he bevar zroad stard,
Vel ma welid er marc’hajou,
Ar c’higer oc’h eren loueiou.

Tremened er stag eur grennenn,
Krog ann daou zod e pep a benn,
Vel m’hoc’h euz gweled awechou
Er pardoun dougen relegou. —

Ar c’henta hini o gwelaz
A greiz e galoun a c’hoarzaz,
— « Houn-man zo ur farz ar goanta !
» Al loen ne ked an azena ! » —

— Ar miliner, eunn tamm toutek,
A zistag he loen skouarnek ;
Ar mab a bign war he c’horre,
Dia ! Hu ! Hag araog adarre !

— Tri Normand en em gav gant-ho.
— « Tra vrao ! — me unan anez-ho, —
» Lezel da dad da veska pri !
» D’an traon ta prim ! — Diskenn a ri ? » —

— « Graed a vo d’ho kiz, aotroune.
« Diskenn, mab, — Me ia war c’horre. » —
— Teir flac’h neuze a dremenaz ;
N’ouzonn pehini a laraz :

— « An hend zo louz, ar bale stard,
» Skuiz braz ez-out, paour kaez krennard ! —
» Diek koz, brao eo d’id aze, 
» Digor da c’henou vel eul loue ! »


— « Kerz gand da hent, boroderez,
» Ha zerr da vek louz, ma hellez !
» D’am hoad n’en deuz ken a loueou,
» Eujened int, — pe goleou. —

— Ann tad a zonj, — velken, — goude :
— « Ar c’hagn a gomz gant gwirioune,
» Ma mab zo feaz, — ze a weler.
» Deuz aman, potr, war ann tailler !

— Eur pennad larkoc’h, eur rumm-all
En em laka d’ho c’haketal :
— « Ho! he ! sell ta daou varmouz kaer,
» Kludet war eunn tammik gwiber !

» Al loenik paour zo el langiz ;
» Reudi renko ! — De Profundis !
» Ann daou babaour deuz sonj, heb mar,
» Da werza he groc’hen er foar. » -

— « Stardig eo, — me ar miliner,
» Mala da c’hoant Paol, — da c’hoant Pezr, —
» Klaskomp koulzkoude ann ijin. »
Hi da ziskenn diwar Vartin (Hano ann azen).

— Laosked, — arraok, — ann aneval
Evel ma karje da frinkal.
— « Giz vrao ! a hop eunn tremeniad,
» Ar perc’hen a zo war he droad,

» Hag ann azen, — vel eunn aotrou, —
» A gerz dizamm dre ann henchou :
» Tri azen gaer enn eur bagad ! » —
— « Ia ! azen oun, eme ann tad,


» Eunn azen briz, — eunn azen foll, —
» O klasg ober da c’hiz an holl ;
» Me a raio d’am penn, bepred,
» Pe vinn meulet, pe damalled.


II.


Bez damantuz, — souret, — seder, —
Zod-nai, — fur braz, — piz, — dismanter, —
Bourc’hiz, — aotrou, — zoudard, — beleg, —
Enn-oud e vo kavet abeg.

Send diouz-in — hag e ri mad, —
Zerr da skouarn, — zerr da lagad, —
Lez ann dud zod da gozeal —
Hag ar chas tagnouz da c’harzal.


————


Da Stefan La Garde, e Lokournan.


Lez ann dud zod da gozeal
Hag ar chas tagnouz da harzal !


————