Ar Penn-moc’h gue hac an Azen.

◄   Al Labourer hac ar Serpant. Ar Penn-moc’h gue hac an Azen. Raz qêr ha Raz ar villajen.   ►



FABL 9.


Ar Penn-moc’h gue hac an Azen


An azen, hac èn didalve,
A re goap eus ar penn-moc’h gue.
A penn-moc’h a scrignas e zent
Hac a zistro eun tam en ent
Da saludi ar mest azen,
Hac a lar dezàn evellen :
Meritout a re da langach
E ve roët dit eur goulas,
Evit qement-ze ne garres qet
En em implijen e henep :
Mæs gra goap ar pes a giri,
Certen e ober a illy,
Abalamour ma c’heus ar c’hiz
A zidalve ha couardis.

Sans moral.


Eus comso ven hac imprudant
Lavaret gant an dud vechant
Ne gleet ober van ebet,
Mit pa na vent tam ententet :
Evel ar c’hezec ha mulet,
Pa vent dre an ent o vonet,
Ne chomont qet ep passeal
Evit chas munut da arzal.