Ar Ranet hac ho Roue.

◄   Ar Guennily hac al Laboucet. Ar Ranet hac ho Roue. Ar C’houlmet hac ar falcon.   ►



FABL 19.


Ar Ranet hac ho Roue.


Ar ranet a voa francq ha libr
Na ne voa varne nep sort brid,
Ma teujont da bedi doue
Da zigas deze eur roue.
Jupiter a chom estonet
Hac a refusas ar ranet.
Int a supplie goaz eus voaz
Evit ma c’hobtenjent ar c’hraz.
A la fin e voe oblijet
Da accordi d’ê ho reqet.
Neuse e taulas Jupiter
Eur picol treust d’ê er rinvier.
En dour pa gueas ar roue
Ar c’hanton tout a eclatte,

Hac an oll ranet a davas
Evit dont da renta hommach,
Ha da saludi ar roue
O devoa bed digant doue.
A neubeudo e tosteont
Hac ardi ontàn e teuont,
Ma lamment d’an traon ha d’an ec’h
Dreist ho roue, ep cavet nec’h.
En goapâd a rent excelant ;
Ne voaint qet anezàn contant.
Importuni a rent are
Jupiter da zigas deze
Unan herve ho santimant
Hac a vije crèn ha vaillant.
Pa voelas ho ompinion
E roas deze ar cigogn.
Ennes so eur roue vaillant
A bourmen ar mare contant,
Ha qement a gueo var e ent
A ve tout devoret qen qent.
Dont a reont are da glem ;
Mæs innutil eo ho feden.
Deus an nos e clemont bepred :
Pa c’ha ar cigogn da gousqet,
E sortiont deus o c’hanvern
Hac e criont var boes ho fenn,
Gant ho moez raouiet : raca rac,
Ar roue-màn n’en dé qet mad.
Mæs coll a reont ho amzer
Rac ne c’hoanta qet Jupiter ;
Pa ne garient an douç, ar gentil,
E chom ho feden inutil.

Bremàn eo red bea contant
Deus ar rigourus ha tirant.

Sans moral.


Eur memeus fesson evel-ze
A aru gant ar bobl ive ;
Rac demeus an amzer brezant
E vemp alies droug-contant.
Qen calet evel an ouarn
E qevomp an nep a c’houarn,
Hac an hini deu en e blaz
N’en deve qet cals guelloc’h graç.


————