AR RAZ EAT DA LEAN


D’AM BREUR H. M., B….


Er Sao-Heol ema ’r brud (pep bro ’n deuz marvaillou),
E voe gwechall eur raz skuiz o veva er bed.
’Vit beza, eme z-han, didrouz dioc’h ann holl draou,
Ez eaz d’en em denna ’nn eunn dorz vara braz-ed.
Al leac’h-ze, enn distro, a voa frank ha ledan ;
Tro-war-dro ne choume nemet-han he-unan.
Hor lean vevaz eno, evel gwechall ar zent.
Kement e labouraz gant he deod hag he zent,
M’en devoe ’barz nemeur, evit en em vaga,
Ar pez en doa ezomm : minfik ha kreun-bara.
Kof a zavaz out-han : Doue a ro he vadou,
              A vozadou,
D’ar re ho deveuz roet d’ezhan ho c’halounou.
        Eunn deiz da gaout ar raz santel
        E teuaz, a berz pobl ar razed,
              Kannaded,

Da lavaret d’ezhan e voa savet brezel
Gant ar c’hisier hag hi : voant deut, enn eur dremen,
Da c’houlenn digant-han eunn draik enn aluzen.
       — « Mont a reant, eme z-ho,
       » Da glask pell ac’hano
» Razed all d’ho harpa a enep ar c’hisier.
» Ker-Raz a voa kelc’het ; hep gwennek na diner
» Voa bet red d’ezho mont, ker braz voa ann dienez.
» Ne c’houlennent kalz tra ; war-benn daou, tri dervez,
» Gant ann arme razed hi a vije distro
              » D’ho bro. »
       — « Va mignouned, eme al lean,
» Gant traou ann douar, pell zo, me n’emounn mui e poan.
» Ouc’h-penn, penaoz eur raz, zo ker paour ha ma ’z ounn,
» A ve evit ober d’hoc’h-hu eur vad bennag ?
       » Dioc’h ar bed me a zo distag.
» ’Velato e pedinn, euz a greiz va c’haloun,
» ’Vit ma teui ann env da harpa ac’hanoc’h
       » Ha da rei d’hoc’h ar peoc’h. — »
       O veza komzet evel-se,
       Ar zant a brenn he zor neuze.


Oc’h piou, me her goulen, eo ar raz-ma hevel ?
Oc’h kalz a dud, siouaz ! n’em beuz karg da henvel :
Ouz-in-me, ouz-hoc’h-hu hag ive oc’h pep den

             Ne ro ann aluzen,
Pa wel e toull he zor, o c’hlaouri gant ann naoun,
             Ar paour keaz reuzeudik.
Dont a raio ho tro, diwallit, pinvidik !
Da c’hortoz me lavar : Kaloun mean enn ho kreiz,
             Kristen oc’h ha den kriz.


Pedi, pedi zo red ; mont euz ar bed zo mad,
Ha gwelloc’h, a gav d’in, maga paour, emzivad.

Ar c’henta lavaraz mouga ar baourentez,
Miret oc’h ar beorien da ziskouez ho lorgnez,
Hag hen a voa manac’h, ha roet en doa d’ar paour
Kement vad en devoa : he leve hag he aour ?
Ha dre garantez eo e komze ann den-ze ?
Kredet neb a garo !… Mez d’ezhan pa wele
Eunn den keaz reuzeudik o c’houlenn peadra
Da c’holei he groc’hen, da gaout eunn tamm bara
Ha lavaret a rea d’ezhan e toull he zor :
— « Deut, mignoun, ’tal ann tan, deut affo er goudor !
» Deut da zibri eunn tamm, pell a zo ho peuz naoun,
» Ar pez a zo em zi euz a greiz va c’haloun ! »
Pe ma ne roe netra, eur ger mad euz hor bro ?
— « N’em em zaleit, paour keaz, eur weach all ho pezo ! »
Nann ! nann ! ne voa Breizad, hen-nez ne voa kristen,

Ar c’henta gavaz diez, skoaz-oc’h-skoaz gant peorien
Bale dindan ann env, oc’h ann heol benniget.
Ann heol zo lagad Doue ha ne rafe tro ’r bed,
Ma n’en divije bet pell zo ar gourc’hemen
Da strinka ’vit ann holl tomder ha sklerijen.
Tomder ar garantez ne zell oc’h den, na tra,
Oc’h pinvidik na paour, oc’h brasa, bihana.
D’ezhi omp hevel holl : hag al laouenanik,
Ho preur-c’houi, peorien geiz, dister ha bihanik,
Zo kement diraz-hi ha roue brasa ar bed ;
Hen ha c’houi zo gant Doue gwelloc’h zo-ken karet.
Ne ket Doue diwar-n-hoc’h a droi he benn gant mez,
Diouz-hoc’h-hu birviken ne d-ai he garantez,
He garantez a bad evel he sklerijen.
Pe goulz e teui a-benn euz a galoun ann den,
Da ziskouez d’he spered, gant traou ar bed-ma dall,
Ne d-eo ket ann amzer brema evel gwechall ?
Gwechall e voa peorien, evel a zo brema,
Hag he kalounou hag a garie ranna
Kement tra ho devoa, madou ha karantez,
Gant ho breudeur doaniet, peorien enn dienez.
Brema ni hor beuz mez, ha marteze donjer,
Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c’her.
Evit ho c’has enn dro, kenta ha ma c’hellimp,
Ni, tud vad, kristenien, d’ezho petra a roimp ?

Diner merglet, pensel, askorn pe vara louet,
Traou ne brizfe koz-chas c’houesa evit ho boued.
Al loened a laosker da beuri dre r’ mesiou,
Al laboused a nij dre hent kaer ann envou,
Hag ar paour, hen hep-ken, a vo miret out-han
Da vale dre ar vro, enn amzer zo breman ?
Dont a rai eunn amzer (daoust ha petra virfe ?)
Ma vo torret ho fenn ouz koz tud ar seurt-se.
Kaer a zo lavaret ; ni ne dalvezomp ket,
Ni zo ho bugale, hon tadou koz zo bet.
Ha war hor lerc’h, siouaz ! hor bugale, d’ho zro,
O welet petra reomp, falloc’h c’hoaz a vezo.

Da neb en deuz ezomm, roomp ann aluzen ;
Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ;
Pe ma n’hor beuz netra, laoskomp da vihana
He gi gant ar c’heaz dall n’en deuz dourn d’he rena,
He flac’h gant ann den koz da vale dre ar vro,
Da vont, harpet war-n-hi, dre al leac’h ma karo !
Pe zrouk a zo eno ? Daoust ha fall eo diskouez
Eo mezuz enn oad-man oc’h ar paour kaout truez ?

Pedi, pedi zo red ; mont euz ar bed zo mad,
Ha gwelloc’h, kalz gwelloc’h, maga paour, emzivad !