Ar Re C’hlaz (Kelien)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Re C’hlas.

J. Maisonneuve, 1898  (p. 50-54)



AR RE C’HLAZ
————


Tewal ann noz ’vel toul eur be.
Ar Chouanted ’zo ’n ho c’hoaze

En eur park dôn, endro d’ann tan,
’Vel er garek sioul morvran.

Eunn huanaden zo klevet
Tu all d’ar c’hleun, treuz ar moged,

’Vel da greiz-de touseged mud
Pa c’houistellont munud-munud :

N’e ket eur c’hristen ’huanad,
Nemed ar gaouen ’kreiz ar c’hoat.

Kerkent anter-noz m’a skoaz,
Endro d’ar c’hloz sav ar re C’hlaz :


Taped ar Chouanted ’n ho zoul
’Vel eur bar-merien en eur poull.

N’a darnij ket al loened deun
’Wid al louarn ’tu all d’ar c’hloun,

Nikun na spont euz ar re Wenn
O klewet garm ha iouc’haden,

Nag o welet emaint tri-c’hant ;
Endro d’ar park ha prim ha drant.



— Glaouer, piou zo ’ta o vlajal
E koat Bear, ’kreiz ann noz dall ?

— Tri-c‘hant a re C’hlaz o leski
Kouet en eur puns tan de virwi.

Kleuzet e bet kleun ar park dôn
Gand ar Chouanted digalon ;

Ha neuze karget gant mouded
Ha gant merl ann tan goulouet.

Kenta kammad ra ar re C’hlaz,
Boutont beteg ho daoulin noaz ;


Ha pa lampond ann eil kammad,
Bete poull ho c’halon ervad ;

D’ann drived tel int ho zri-c’hant
Kuzet beteg ho badeiant.

Adren, tri-c’hant e Chouanted
Gant peb-hini eur folc’h houarnet

’Vid ho disto ’kreiz ann tan ru,
’Vel en ifern ra ’nn ele du.



— Glaouer, perak c’hez beure mad,
Da zeier leun, d’ar Poulleogat ?

- N’e ket gant glaou, gand eskern e,
E ma zeier karget hirie,

Eskern ar re C’hlaz ’zo dewet
D’ar stanko kasan, d’ho bered. —

Ar sun warlerc’h, e Menez-Bre
Otro person Prat a lere,

’N euz laret ann ofern drantel
Evid en ifern toleur sell :

Tri-c’hant a re C’hlaz a welaz,
Ha tri-c’hant Chouant donnoc’h c’hoaz