L. Prud’homme, 1817  (p. 121-125)


Ar Religion revelet.

An ide eus ar religion a so quen naturel d’an den, evel an ide eus un Doue. N’en deus nation ebet ep religion, evel n’en deus hini ne anave un Doue. Consantamant an oll voar un dra a dle bezàn sellet evel al lezen naturel. Ar re o deus eta an impertinanç da lavaret n’en deus quet a Doue, a so monstro. Doue en deus crouet an den corf hac ine, hac an den a dle d’e grouer homaich e gorf hac e ine. Pretanti n’en deus cas penaus na dre pe sort religion henori Doue, a so ur sotis concevet dre an efronteri hac ar libertinaich, evel distrujet dre ar ræson. Doue n’en deo quet un idol da beini pep sort henor hac homaich a so egal. Ar gomprenæson, ar furnez eternel na ell bezàn henoret nemet dre ur religion just, ræsonabl ha dign eus e oll c’hallout. N’en deus er bed nemet ur guir religion evel n’en deus nemet ur guir Doue. Ar religion-se eo ar religion gristen. Doue e-unan en deus-hi disquet pe revelet d’an dud ; ar pez a brouver sclæramant dre gals a breuvenno, a bere chetu aman an abrege.

Da guenta dre ar prophecio. Ne apparchant nemet ous Doue da c’hout ha da annonç an treo da dont pere ne dint quet necesser, da lavaret eo, an treo pere a so libr hac a alfe non pas arruout. Or ar religion gristen a so bet annoncet gant un nombr bras a brophetet, non pas ur spaç dister a amser quent evit ma zeo bet etablisset, mæs cals a gantvejo diaguent, ha quement-se en ur faeçon sclær. An Testamant ancien a annonç dre oll J. C. evel chef, fondateur hac auteur eus on religion santel. Lennet-àn, hac e voelfet bete an distera circonstance eus an anaoudeguez, pe ar revelation eus an treo da dont en deus priset Doue da rei d’an dud.

D’an eil, en Testamant nevez J. C. a lavar dre oll penaus eo digasset gant e Dad evit rei d’an dud e Aviel, da laret eo ur reglen, ur religion divin. E vuez innoçant ha santel, an nombr bras a viraclo groet evit fonti ar religion, a discoe dimp sclær an divinite, an unite eus ar religion gristen en faveur peini J. G. en deus roet ar goelet d’ar re dall, ar c’herset d’ar re gam, ar c’hlevet d’ar re vouzar, ar goms d’ar re vud, ar vuez d’ar re varo, ha groet ouspen un nombr bras a viraclo raportet el levro Sacr.

D’an drede, prouvi a rer ar religion revelet dre resurrection on Salver ; rac mar deo resuscitet J. C e voa guir map Doue, hac eo red ansao penaus ar religion en deus roet d’ar bed, eo epquen ar guir religion ; rac soufret en deus ar maro memes evit e c’hetablissa. Or J. C. a so resuscitet, ha n’en deus a vouir religion nemet an hini en deus roet d’ar bed, peini eo ar religion gristen.

D’ar bevare e prouver ar religion gristen dre ar miraclo. En effet, ur religion cimantet dre viraclo J. C. hac an Ebestel a so certen, ha non pas un all, agreabl da Zoue. Or ar religion revelet pe ar religion gristen a so assuret dre an oll miraclo raportet en Testamant nevez. Lennet àn, hac e vefet persuadet penaus ar religion gristen a so bet revelet gant Doue, ha penaus n’en deus nemet hi a ve agreabl da Zoue.

D’ar bempvet, predicatoret ar religion gristen a ra da c’hout penaus eo revelet gant Doue. Piou e voa ar prediçatoret-se ? Unnec pe daouzec den rustr, ignorant ha meprisabl hervez ar bed, ep squient, ep autorite, ep sicour, ha contrariet gant an nombr bras. Petra a brezeguent-ii ? Jesus-Christ crucifiet gant ar Judevien, resuscitet a varo da veo, etc. En ur guer, annonç ha prezeg a reent ur religion divin ha contrel da inclination an dud, hac ar bed a deu d’en em gonvertissa.

D’ar c’huec’hvet, testeni ar Verzerien, pe testo J. C. a discoe certen penaus ar religion gristen a so bet revelet gant Doue, ha penaus n’en deus guir religion nemet-hi. Penaus ha gant pe sort couraich n’o deus-ii quet soufret an oll dourmancho, ar maro ar c’hruela evit souten ar religion gristen ? Persuadet e voant efa eus e revelation, e divinite, ha penaus n’en deus guir religion nemet-hi. Rac ne c’houlennet digante nemet renonç d’ar religion-se evit pratica un all ; mæs an dud santel-se a anavee on religion santel, hac ar recompanç en deus prometet Doue d’ar re e heulio hac e difenno dre ar maro memes mar deo red ; rаc n’en deus quet a silvidiguez evit ar re a renonço dezi.

Ar merco a divinite a doug ar religion gristen a disq penaus n’en deus nemet Doue a guement en deus gallet he reveli hac he rei d’ar bed. Mysterio ar religion a so incomprenabl ; speret an den n’en deo quet capabl d’o c’himagina. E deverio a so bras, pur ha santel, en quever Doue, on nessàn ha nin on-unan. Oll buissanço an douar hac an ifern ne dint quet bet capabl d’e c’hampech d’en em etablissa. Goad J. С., hini an Ebestel hac ar Verzerien a bep stad, noad ha condition, o deus-hi cimantet. Ar stad presant eus ar Judevien disperset dre oll, a so un test beo eus a divinite ar religion gristen. Fournissa a ra ar Religion divin-se oll ezomo an den, ha proportionet eo da speret an oll. Conservet eo ep chanchamant aboe trivec’h cant vloas. En ur guer, n’en deus netra muyoc’h certen na muyoc’h prouvet evit ar religion gristen. Credomp ha praticomp.

Ar vertu en general a so un donæson digant Doue, peini a ro dimp facilite hac inclination da anaveout ha pratica an deverio eus ar vuez gristen. Ar vertu a religion a so ul lod eus ar vertu a justiç, peini a ra dimp da anaout ar fæçon da henori Doue dre an acto a religion, an devotion, an adoration, ar sacrifiç, an offrand, ar sanctification eus ar Sul, ar beden ; anfin disqui a ra dimp, non pas epquen henori Doue, maes c’hoas an Ælez, ar Sænt, an dud hac an treo consacret da Doue.