Ar Religion Arc’hant

Ar Vro, 1906  (p. 137-138)



Ar Relijion arc’hant


————


Mathilin a zo boutaouer. Bemdeiz, koulz lavaret, a neuz e govadik. Hag en hostaliriou, dre ma za, e sko var ar person hag ar Relijion. « Relijion arc’hant, a lavar, heb arc’hant n’euz netra da ober gant ar veleien. »

Eun devez, tommet mad da veg e fri, a lavaraz kement-se d’an Aotrou Person e-unan.

— Relijion arc’hant ! Oh ! an dra-ze zo da welet avad, eme an Ao. person. Gwechall, Mathilin, pell ’zo abaoue, mez gwechall e vijez o koves.

— Ia, da.

— Pegement e peuz paët evit beza koveset ?

— Netra.

— Hag evit komunia, da ober da bask, pegement ?

— Netra.

— Pa ’z eo bet klanv da vreg, an Ao. kure a zo bet o welet anezhi, koulz an noz hag an deiz. Pegement e peuz paët d’ezan ?

— Paëa ? Ne meuz paët tra.

— Ha pa ’z eo bet da vugale d’ar c’hatekiz, an eil goude egile, a vloaz da vloaz, ar veleien o deuz bet desket d’ezo ar Relijion. Pegement e peuz paet evit an dra-ze ?

— Pegement ? Netra ’n holl.

— Ac’hanta ? Me gav d’in kement-se n’eo ket gwall ger. Kea da gaout eur medisin, eun alvokat, eun den a lezen, Kea d’o direnka ken aliez ha ma tirenkez ar veleien, ha deuz goudeze da lavaret d’in pegement a gousto d’id.

Mathilin a blegaz e benn.

— Mez, emezan goude eur pennadik, an interramanchou, an eureujou a goust ker, Ao. Person : va godel a oar pegement. Eureujet a meuz tri mab, ha n’euz ket pell a meuz interret va greg. Me lavar d’eoc’h n’eo ket bet evit netra.

— Oh ! Mathilin, gwelomp. Pa’z out deut da eureuji da vugale ha da verka interamant da bried, n’euz ket bet lavaret d’id e c’hellfez ober an traou-ze evit netra ?

— Eo, eo, Ao. Person. Mez c’houi gav d’eoc’h e vijen eat da eureuji va bugale evel klaskerien bara, ha da interi va greg evel eur baourez.

— Eno e ma ar stal, Mathilin. Traou ar Relijion e pije bet, bep tro, evit netra. Mez falvezet eo ganez ober eureujou a stronz, kaout eun interramant toniuz ; c’hoant e peuz bet da gaout kalz a veleien en eureujou, da gaout brall braz ar c’hleier, falvezet eo ganez e vije gwisket an iliz gant he dillajou ar c’haërra. Hag a pefe ar front da c’houlenn an holl draou-ze evit netra? Ha pa vint uzet, piou a baëo ?

— Oh ! avad, Ao. Person, gouzout awallac’h a ran e koust kerroc’h an dillad sul eget an dillad pemde.

— Ac’hanta ? Petra neuze ?

Mathilin a blegaz e benn adarre, ha divar neuze ne lavaraz biskoaz ger divar-benn ar Relijion arc’hant.

An hini zo bek e deod lemm
Rank beza kaled kern e benn.

Doph an ti-all.