L. Prud’homme, 1817  (p. 161-162)


Ar Restitution.

Obliget e voar dindan boan a daonation da restituí ar mado drouc acquisitet, ha da repari an domaich on deus groet pe occasionet. Chetu amàn langaich ar Speret-Santel : Mar rent an den impi ar pez en deus quemeret, ne varvo quet. Remet, eme on Salver, da Cæsar ar pez a apparchant ous Cæsar. Lequeet evez, eme an abostol, da dleout netra da den ebet. An oll bagenno sacr a laca silvidiguez an den injust dindan ar gondition eus ar restitution. Ar ræson naturel en lavar da bep hini ; rac urz ar brovidanç divin a renq bezàn heuliet. Ar pez a apparchant ous ar re-all n’en deo quet dimp. Eus an oll Theologianet, eus an oll Dado santel tout ep partaich a santimant, ne citàn nemet ur passaich a sant Augustin.

« Mar oc’h-eus, eme ar sant, mado drouc-acquisitet, peini a so ur c’hrim, ma n’en rentet quet ha c’hui o c’hallout en ober, o pinigen a so faus hac inutil ; ar pec’het n’en deo quet effacet ma n’en deo quet reparet an domaich ; a nez ar restitution n’en deus quet a silvidiguez. » Lequeet evez eta rac domagi e nessàn en e vado, e vuez, e bersonaich, e reputation. Un abrege dister evel hemàn, na ell quet fournissàn an explication eus ar façon da bratica al lezen rigourus eus ar restitution en cals a boencho. Goulennet avis, ha gravet doun en o calon penaus n’en deus quet a silvidiguez evit an hini e so coupabl o vezan quemeret, domaget pe viret injustamant tra e nessàn, nemet repari ha restitui a rafe evel ша zeo dleet hervez an Aviel.