L. Prud’homme, 1817  (p. 85-86)


Ar Scritur Sacr.

Ar Scritur Sacr eo comso Doue scrivet er Bibl, hac a gompren a levro eus an testamant ancien pe al lezen ancien, hac ar re eus an testamant nevez pe lezen J. C. Tout int inspiret gant ar Speret Santel. En testamant ancien a so pevar sort levro : re ar lezen, re an histoar, re var veulodi pe ar gomportamant, ha re ar prophetet. Al levro eus an testamant nevez a so an Aviel scrivet dre bevar Avieller, sant Vaze, sant Marc, sant Luc ha sant Yan. Acto an Ebestel, scrivet gant sant Luc ; Lizero an Ebestel, da c’houzout eo, pevarzec eus a sant Paul : unan d’ar bobl a Rom, diou d’ar bobl a Gorinth, unan d’ar Galatet, unan d’an Ephesianet, unan d’ar Philippinet, diou d’ar bobl ar thessaloni, unan d’ar Colossianet, diou d’e discipl Timothee, unan da Tite, unan da Philemon, hac unan d’an Hebreanet. Bezàn so ouspen seiz lizer eus an Ebestel, pere a henver catholiq, abalamour ne dint quet evel re sant Paul, adresset da Iliso particulier. Chetu-int-y amàn : Unan eus a sant Jacques, diou eus a sant Pêr, teir eus a sant Yan, unan eus a sant Jud ; hac anfin an Apocalips pe ar revelation eus a sant Yan.

Bezàn so cals a gristenien pere dre ignoranç ne ellont quet profita eus ar Scritur Sacr ; mæs bezàn so ive c’hoas cals pere dre ourgouil hac antêtamant a ve noasus evite lenn ar Scritur Sacr. Chanch a reont er guisse, eme sant Augustin, en poezon, ar remed eus ho c’hlevejo spirituel.

An Ilis a so carguet gant J. C. da gonservi e gomzo divin, ha d’o explica d’e bugale pere a dle ho lenn gant cals a respet, gant humilite hac obeissanç, profita eus ar pez a gomprenont, cridi ha respeti ar pez ne gomprenont quet, hac en em soumeti en tout da jugeamant an Ilis.