Ar Serfil hag ar c’hegit

EIL DARN


AR SERFIL HAG AR C’HEGIT


Eul louzaouen c’houez kre, ar serfil he hano,
Hag eul louzaouen all, kegit fall ha c’houero,
A voa enn eur gichen savet tost d’eunn hent braz.
Eur paotrik, o tremen, ha c’hutuill hag ho c’has
Ho diou gant-han d’ar gear, o lavaret d’he vamm :
— « Mamm, sada-ze louzou a ve mad, gant aman,
          » Da lakat er zouben. » —
Ar vamm a zo spountet ; tenna ra ’l louzaouen
          A laka da vervel.
Selaou mad ac’hanoun, emez-hi d’he hugel :

— « Aliez, aliez siouaz ! ema ann drouk, ar mad
» 0 sevel harp-oc’h-harp er bed, evel er prad,

Sellet piz a zo red oc’h ann dud, al louzou,
» Evit gouzout piou int, pe ez eo mad pe fall
» Ho spered, ho c’haloun, ho deliou, ho grisiou.
        » Bez’ ez euz da ziouall :
        » Rak da welet hevel,
» Darn anezho iac’huz, darn all a zo marvel.
        » Va mabik keaz, hiviziken,
        » N’ankounac’ha ket va c’helenn ! »