R. Prud'homme, 1903  (p. 151-154)





XX


AR VALAFEN


————


’Mañ Jorj ’c’hoari en liorz e dad,
Hep sonj d’ezañ nemet da vad ;
Pe, mar teu ’n e bennig reo-all,
N’a ket da glask hageñ vent fall.

O na kaerat eur valafen
’Zo nij-dinij en e gichen ;
’Zo nij-dinij en e gichen,
Hag a blaf sioul war eur rozen !

Biskoas ne welas ar bugel
Livou ’vel war he diwaskel.

D’he zapout e teu prim, a-skrap…
Broudou lem an drein eo a dap,

Broudou lem a rog beg e viz ;
Ha kwit ar valafennig vriz !
Ha kwit ar valafen, ken splan
Gant he c’hammigellou buhan,

He diwaskellig skañ pa hij
A vleuñ da vleuñ dre ma c’hournij ;
A vleuñ da vleuñ dre ma c’hournij
Evel eur wenanen fich-fij.

War he lerc’h Jorj a lam gant reuz,
Duma, duhont, ahet, adreuz ;
E dreid pen-da-ben d’al lïorz
A flastr bleunv ha louzou ; n’eus forz !


Ne zell nemet ous al loenig
O tispleg e vantel binvig
A luc’h gant moug hag aour dreoll
Dindan bannou klouar an heol.

’Pen al lïorz hi zo arru ;
He zeaud-tronpilh a zun bleuñ ru
War eur ween-bechez tener
A gresk a-harp ous ar voger.

Jorj a grog er blanten yaouank,
Hag heñ pignal a vrank da vrank ;
Ar valafen zo tapet just ;
Ar ween ’dor, Jorj a gouez rust !

Pa zav e izili blonset,
Gant glac’har Jorjig ’n eus gouelet.

’Wit ar blijadur a glaske,
Siouas ! kerse zo deut neuze.

Paourkæes loen e vantel voulouz
Marv, zo ’n e zorn eur bern poultr louz ;
E galon lar d’añ ’n eus græt fall
Hag e teuy e dad da grozal !



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Largo.}
    \autoBeamOff
    \time 4/4
    \partial 8*1
    d'8 a4. b8 c d e d \bar "||" \break
    \time 3/4 d4. a8 d e | f4( e8) d c d | \break
    e4. e8 e e | f4( e8) d e d \bar "||" \break
    \time 2/4 c4. d8 \bar "||" \time 4/4 a4. b8 c d e d | \break
    d2..\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    ’Mañ Jorj ’c’hoa -- ri en liorz e
    dad, Hep sonj d’e -- zañ ne -- met da
    vad; Pe, mar teu ’ne ben -- nig reo --
    all, N’a ket da glask hag -- eñ vent
    fall.
  }
 }
 \layout {
   line-width = #123
   ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }