Ma zud a oa melinerien
En milin Gwrac’hig-an-draouien,
War vordig an enezen,
En milin Gwrac’hig-an-draouien,
War vordig an dour.
’N eur velin goz, leun a zudi,
A levenez, a goantiri.
’Dal ma tarze an heol veure,
Er vilin e teue buhe.
He muzik flour, ’hed an devez,
A luskelle ma levenez.
Eur miliner koant, hebdale
A c’honezas ma c’harante.
Eur meliner koant, gwir Vreizad,
Eur c’hristen reiz, eur poanier mad.
Ped gwech, dindan ar c’helve glas,
E vouez tener d’in a laras :
« Er vilin-man, ma dousig koant,
Ni a vevo heb nec’hamant ».
Hag eun devez amzer-neve
’Voe siellet hon c’harante.
Siouaz, ma joa, ma eürusted
A dec’has prim ’vel al luc’hed !
Maro bugale ha pried,
Ma-unan ec’h on, dilezet !
Ar vilin, neiz a levenez,
’Zo repu ma zristidigez.
Degouet eo kuz-heol ma deiou,
Têul ’ ra e zivezan bannou.
Sioul, e c’hortozan ar zerr-noz,
’Chileo tik-tak ma milin goz.
|