GWERZ ET SONN
————
Me oa eur bugel iaouank flam
Pa varwaz ma zad ha ma mamm ;
Pa varwaz ma mammig ha ma zad.
Me oa losket da glask ma mad
Me oa losket da glask ma boed ;
Kap d’hen c’honit me na oann ket
Ha me ’vonet ’barz ann hent don,
O rankontr daou den a feson
O rankontr daou den a feson,
’Rankontr eunn otro hag eunn itron ;
’Vond ann otro ’laret d’ann itron :
— Cheteu aze eur plac’h a feson,
Cheteu aze eur plac’hik koant
Ma dije bet akourtamant ;
Diasomp ’n-ehi gan-imp d’hon zi
Eunn de bannak d’hon jervijin. —
⁂
Seiz la war’n-ugent oan d’ari
Pa deuaz c’hoant d’in da dimin ;
’Vont ma mestr braz ’laret d’am mestrez :
— Poent e dimin ar vinorez.
— Na vo ket dimet ar vinorez
Ken vo bet pardon ar Garnez[2] ;
Rei d’ehi oblans ar Fantanio
Kaeran oblans a zo er vro. —
Ho-man c’hez gant-hi d’ar pardon
Dre ma oa eur plac’h a feson ;
Pe oa Vonet ’barz ar c’hoat braz
O tond c’hoant kousket d’he mestrez vraz ;
Hag int oc’h azein war eur c’hlazen,
’Tapout he fenn war he barlenn :
— Ha ’tond eunn dra da laret d’in :
Lac’h da vestrez ha send ou-in...
Demeuz ann dra-ze ’m euz sentet.
Ma dorn em godell ’m euz laket ;
Na pa ’m euz ma c’hontell tennet
Seiz tol kontell d’ehi ’m euz roet.
P’em a lazet ma mestrez vraz,
Na ouienn pelec’h hen (hi) lakat ;
Ha me Vont gant-hi d’ar Poullo,
O koach an-ehi mesk ann delio,
O koach an-ehi ’vesk ann delio,
Mes he boto hag he loero
Mes he boto hag he loero,
Ar ’zeo ’m a lest na dizoulou. —
⁂
Ho-man c’hez are d’ar pardon ;
Doue ouie hec’h entansion.
P’e oa ’vonet ’barz ann hent braz
Hag hi oc’h ankontr he mestr braz ;
— Palec’h c’hez-te ’ta minorez ?
Palec’h e manet da vestrez ?
— Ma mestrez vraz a zo lazet
’Barz ar c’hoat braz gand ar forbaned
’Barz ar c’hoat braz gand ar forbaned ;
Me vije ie, mes ’m euz redet.
— Ma vijec’h bet fidel d’ez-hi,
C’houi vije lazet kenkouls ha c’hi.
— Tewed, ma mestr, na oeled ket :
Me a vo d’ac’h evel bepred,
Me a vo d’ac’h evel bepred ;
Kousket gan-ac’h, ho ! na rin ket. —
⁂
Na’barz ann eiz de a goude
’Sevel propojo etre-he
’Sevel propojo etre-he
Da dimin ho daou asamblez.
Pa oaint dimet hag enreujet
Ha prest da vonet da gousket
’C’h antren eur c’horf maro en ti
Ha seiz tol kontell en en-hi
Ha seiz tol kontell en en-hi,
Eur pilad koar [3] deuz peb gouli :
— Pelec’h c’hez-te’ ta, minorez ?
Te at euz lazet da vestrez ;
Te at euz lazet da vestrez vraz,
Evel eur forban deuz ar c’hoat.
— Na ma ouifenn a kement-ze,
Me rae d’id evel ive.
— Tewed, ma fried, na red ket ze :
Doue he feo goude.
|
Chanté par Le Guluche, couvreur, de la Roche-Derrien.
AR VINOREZ
L’ORPHELINE
————