- Kentoc’h mervel eged en em vastari.
Daoubleget war ma fenn-baz evel eur baourez dall
E oann o vont gand ann hent, marc’heduz braz ha fall ;
Hag e lavarenn, zioulik, daelou em daoulagad :
« Doue !… me zo enn dilez evel eunn emzivad.
» Deiziou kaer, pelec’h oc’h-hu ? pelec’h oc’h-hu iec’hed ?
» Bugalez karantezuz, ar c’hrenva euz ar bed,
» Emgannou, stourmou trouzuz, gened ha madou braz,
» Ead oc’h holl gand ann avel, enn dismantr ounn, siouaz ! »
A wechou en em reudann dindan ma flaneden,
Ha kerkend all e welann berniou enebourien
War gein dragoun ruz Marzin, zavet gant-ho ho dourn,
Ha ker spountuz da weloud hag ann tan enn eur fourn.
Neuze e rann ar maro hag e savann goude ;
Gouliet, nann mastaret, e kerzann adarre ;
Goude ar glao ar zec’hour, goude ar bed ann env,
Rag ar feiz hag ann enor gan-in-me a zo krenv.
Mar d-eo truezuz ma stad, evit mezuz ne-ket,
Rak mar d-ounn bet diskared, flastred ha diwisket
Eo bet stenn ma gwaziet ha tomm d’ann enebour :
Nikun euz ma gwenn galet n’eo bet morse traitour.
E desped d’ann holl galoun, d’am nerz vraz ha dispar,
Gand ann amzer ounn bouted enn hend du ar glac’har ;
Ne d-ounn me ken, siouaz d’in ! nemed eur vogeden
Kased du-man ha du-hond evel eur goumoulen,
Koulskoude, pa sellann mad, e welann c’hoaz ar mor
O tond enn eur grozmola betek treuzou ma dor,
Gerek braz ha dero koz a zo bepred em c’hreiz…
Groac’h koz, en em frealzid, ho hano a zo Breiz.
Ia, ma Doue benniget, enn desped d’am c’hozni
Pa glevann lavarout : « Breiz ! » ma gwad a oar bervi,
N’ounn ket maro c’hoaz eta ; ma bugalez nec’het
Ho devoa gread, e Kemper, eur bez d’in re abred !…
Ma iez a zo beo ivez e genou ar Vreiziz
E desped da valloziou ann dud nai hag iskiz ;
Pa varvo ar iez kaer-ze, ez aio kuid ar feiz…
Kenavo d’al lealded a zo hirio e Breiz.
Pebez iez eo ma hini, leromp enn eur dremen
Eo nerzuz evel ann taol, kalet vel ann diren…
Mad eo da c’hourc’hemenni ha mad da frealzi,
Kun ha treng eo pa gerer, n’ez euz ked evel-t-hi.
Deomp c’hoaz enn eur jilgamma… Jezuz Doue, petra
A glevann er c’hoad huel ker kaer o tregorna ?
Ar biniou ? ar vombard ? Bouzar ounn pe n’ounn ket ?
Ar chas o c’harza ind-hi ? n’oufenn ket lavaret…
Ar vouez a glevann breman evel ar grozunel
A gleveur war dro kus-keol er jabadao, a bell ;
Eur vouez kaer ha sklentin eo, mouez eur barz braz Kristen,
Pehini a gan d’in-me eur werz am gra laouen.
« Te n’am anavezez ked, Arvorik keaz zantel,
» Euz a eur vro disteroc’h eur barz divrud ounn-me ;
» N’am beuz ket c’hoaz tanveet blaz iac’huz da avel,
» Ha n’ounn ket bet daoulinet war da zouar ive. »
Evel eur zand enn iliz, harpet war ma fenn-baz,
Em euz selaoued ar werz, ma c’haloun tenez braz ;
Evel eul louzou iac’huz a wella d’eur gouli
E reaz d’in beza iaouang enn desped d’am c’hozni.
Pa baouezaz ann ekleo da grogoilla er c’hoad,
Me a zavaz d’ann envou kerkent ma daoulagad
Da c’houlenn zikour Doue evit kana, d’am zro,
D’ann hini en doa kaned, eur werz e iez ma bro.
« N’oc’h ked dizanaf, Aotrou, war zouar ann Arvor,
» Ho pro koulz ha ma hini a zo bro ann enor ;
» Ann avel a c’houez aman a c’houez ivez du-ze,
» Evel-d-hoc’h e taoulinann dirag kroaz mab Doue.
» Ekleo ar c’hoajou teval eo awen ar varzed,
» Ha d’e-hoc’h eur beac’h huelvar gan-in a vo kaset
» Evit ma talc’hod envor euz ma c’hoajou dero
» Ken a zeuod d’ho gweloud eunn deiz a erruo.
» Evel d-hoc’h, e karann me ann distro, he zioulded,
» Hag eno hon eneou a zo en em gavet ;
» Roed ho deuz testeni da feiz ar gwir Doue ;
» Ann dra-ze ne ked espar na d’e-hoc’h-hu, na d’in-me.
» Kalz a varzed a zo bet, a zo c’hoaz er vro-man ;
» Ho telen aour enn ho tourn, evel-t-ho ho kwelann
» kana Doue, ho pro, ho send, ho tadou koz…
» Setu perag oc’h breudeur, gan-e-hoc’h holl ma bennoz.
» Brizeuk, ar barz bleo melen, a wie kavout tu
» Da gas ann dud da welout ann ed-gwenn, ann ed-du ;
» Ar wenanen a gase da voeta gant Mari…
» Pegen euruz e vije er c’hoz kastel gant hi !…
» Karantez holl omp aman, daousd ha ma-z-omp kalet !…
» Ar bleun lann, ar bleun balan, war ar roz alaouret,
» Han-goan a vez gweled, vel stered o lintri ;
» Ar c’hoajou glaz, glaz ann ed, peger brao eo d’e-omp-ni !…
» Kastelbriand, barz dispar, hoc’h euz anavezet ?
» Hen-nez a oa eur paotr-mad, mar boe hini er bed…
» Rene hag Atala geiz a ra skuilla daelou,
» Tostaid out-ho heb aoun, e maind holl enn envou.
» Kastelbriand, ma mab ker, siouaz ! a zo maro,
» He gorf zo war eur mean braz e tal aod Zant-Malo ;
» Pa gare e roe lamm d’ar skrivagnourien fall,
» Hag e teske d’ar bed-holl hend ar furnez rak-tal.
» Kalz a enor a ra d’in, rak mab he dad e oa ;
» Vel ma talc’he d’he wiriou hen a oe da genta,
» Evel m’hoc’h euz lavaret, reud oud ar vac’herez
» Ha, war eunn dro, eur barz c’houek, kaner ar gristenez !
» Deuet mad e viot-hu war zouar ar zent koz,
» Brezelidi, zent, barzed a ro d’e-hoc’h ho bennoz ;
» Ha meuli stard a reond ho peleien zantel
» A gar mond d’ar broiou pell da gas ann aviel.
» Digemered e viod evel eunn aotrou braz,
» Ar belerined aman a gareur a viskoaz,
» Na c’houlenneur ked out-ho a beleac’h e teuont
» Na c’houlenneur ked out-ho pez seurd iez a gomzont.
» C’houi en em ra re vihan pa hellit beza braz,
» Ne-ked eur mesaer oc’h, eur marc’hek tear, ma gwaz,
» Ho Toue eo ma hini, hag ho feiz eo ma feiz,
» Salud d’e-hoc’h gant ma c’hleze, deuit war zouar Breiz.
» Ia, ho pro ha me, Aotrou, hon euz stourmet kevret
» Evid ar feiz, ar roue, hag ar reiz diskaret,
» Brezelidi kalouneg ha merzerien zantel
» A wie skei ha pedi hag aliez mervel !…
» Ma c’hurunen zo torred ha c’hoaz ounn kurunet,
» Enn desped d’am holl wallou n’ounn nemet mac’hagnet ;
» Envor gun ann amzer goz eo ere ma bleo gwenn…
» Ar vantel hermini d’in ha d’e-hoc’h ar gretourien.
» Nann, na glaskomp ked ann aour, ho pro ha ma hini ;
» Ann toueller melen-ze, na blich ket re d’e-omp-ni ;
» Doue, ar feiz, ann enor, ar re ze ni a gar…
» Skrivid eta, me ho ped, Potius… ma lavar.
» Mad a rid o trei ho kein d’ann holl Doueou faoz,
» Ann neb a bed ar re-ze a zo gwell fall he aoz ;
» Hag e kear ha war meaz, er peoc’h hag er brezel
» Bezomp bepred tud leal, anez eo gwell mervel !
» A viskoaz em euz ar vrud da gaoud eur penn kalet,
» Ma giziou koz a garann ha n’ho dilezinn ket
» Ar brezouneg hag ar feiz gan-in-me a choumo
» Keid ha ma vo mor em zro, em c’hreiz mein ha dero.
» Stourmed em euz aliez, morse n’ounn bet trec’het,
» Taoliou dourn ha taoliou baz em euz bet ha roet ;
» Hogen Kezar ar mac’her a oa eur c’houezaden,
» Skubed hon euz he roudou, ni zouj d’ar C’hrist hep-ken.
» Dourn Doue a zo war-n-ounn hag a vo da viken,
» Ma c’hereg ha ma aotchou a vezo ato gwenn,
» Kaer en devezo c’houeza avel ann iferniou,
» Doue, ar feiz, ar frankiz, ho do hor c’halounou.
» Dre ma ioul ec’h ounn staget, tavomp war gement-ze…
» Mar-d-eo kalet ma douar, me zo kalet ive ;
» Envor ma sked tremened a vo ato em fenn
» Ha d’ezhan em euz mired eur c’hleze, eunn delenn ! ! ! »
Pa baoueziz da gana, ann ekleo er c’hoad braz,
Evel mouez ar c’hurunou d’am gwerz a respountaz ;
Eunn eal gwenn, war ar c’houmoul, he ziouaskel digor,
Az eaz war zu Leon enn eur gana : « Enor,
» Enor, enor da viken d’ar Vreiz ger, bro ar zent,
» Enor d’ar re zo enn-hi o kerzoud er gwir hent ;
» Enor vraz d’ann neb he c’har, en deuz feiz evel-t-hi,
» Enor d’ann aotrou Laprad a oar kana d’ezhi. »
I. M. AR Iann.